Zehlendorf
Neuz
Zehlendorf a zo ur c'harter eus Berlin, ul lodenn eus arondisamant Steglitz-Zehlendorf eo. Betek adreizhadenn 2001 e oa ur bastell-vro enni meur a garter : Dahlem, Nikolassee, Wannsee ha Zehlendorf. Kendeuzet eo bet gant Steglitz a-benn aozañ an arondisamant. Da vare rann Berlin e oa eus tu ar c'hornôg.