Uslimestra
NGC6752 en uslimestra |
Ar skalfad tredanwarellek |
Ar skinoù uslimestra pe c'hoazh dreistmouk[1]
(berraet en UV, UltraViolet) zo ur skinadur tredanwarellek dezhañ un trohed er skalfad tredanwarellek a zo berroc'h eget hini ar gouloù gwelus (740 [[metr|nm]-280 nm]) met hiroc'h eget hini ar skinoù X (0,01 nm-10 nm) : 400 nm-100 nm eo skalfad ar skinoù dreistmouk. Ne c'hall ket lagad an den o gwelet eta.
E 1801 e voe dizoloet ar skinoù uslimestra gant ar fizikour prusian Johann Wilhelm Ritter, a-drugarez d'o gwered kimiek war ar gloridenn arc'hant AgCl.
Kement ha « dreist al limestra » e talvez o anv, o vezañ ma 'z eo al limestra al liv en deus an trohed berrañ eus skalfad ar gouloù gwelus.
Rannet e vez ar skinoù uslimestra en UV tostañ (400 nm - 200 nm) hag en UV pellañ (200 nm - 100 nm).
Pa vez kaoz eus efedoù ar skinoù uslimestra war yec'hed an dud e ranner anezhe alies en UV-A (400-315 nm), UV-B (315-280 nm) hag UV-C (280-153 nm).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar skinoù uslimestra : Aozadur Bedel ar Yec'hed (OMS) (fr)
- Anavezout feuriaderioù ar skinoù UV e Bro-C'hall : La Sécurité Solaire (fr)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 (ISBN 978-2-901383-64-2)