Timbroù Inini
E-pad un toullad bloavezhioù (1932-1945) e voe moullet timbroù ispisial evit bezañ implijet en ul lodenn eus Gwiana c'hall en-dro da gêr Saint-Laurent-du-Maroni.
Savet e voe ez-ofisiel "Tiriad an Inini" gant un dekred e miz Even 1930, dre youl ar gouarnamant da gas war-raok ekonomiezh ar vro, ar peurrest eus an drevadenn o vezañ goloet gant gwez tra ma oa puilh ar madoù dindan an douar (an aour da skouer).
E 1932 e voe dreistmoullet eta timbroù Gwiana gant ar gerioù "TERRITOIRE DE L'ININI" pe "Territoire de l'ININI". War-bouez an daou rummad embannet e 1939 (150 vloaz an Dispac'h Gall ha Diskouezadeg etrebroadel New-York) a voe moullet gant an alc'hwez Inini, an holl dimbroù a oa bet savet evit un implij e Gwiana da gentañ. Kavet e voe ar ger ININI warno.
Ne voe mui kaoz eus an Inini goude ar brezel : dont a reas Gwiana c'hall da vezañ un Departamant tramor e miz Meurzh 1946. Timbroù Bro-Frañs a vez graet gante abaoe ar bloaz-se.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) "Le territoire de l’Inini", France Philatélie, 8 a viz Gwengolo 2016