Mont d’an endalc’had

Timbroù Antigua

Eus Wikipedia

Gant Kristol Goulm e voe dizoloet enez Antigua e 1493, ha badezet gantañ diwar anv iliz Sevilla Santa Maria la Antigua. E 1632 e krogas an trevadenniñ. Gant feur-emglev Breda (1667) e teuas Antigua da vezañ dindan dalc’h ar Rouantelezh-Unanet.

Ministrerezh ar Postoù saoz e Londrez a rae war-dro servijoù-post an enezenn war-eeun betek ar 1añ a viz Mae 1860. Adalek miz Meurzh 1841 avat e oa bet lakaet war droad ur seurt servij lec’hel etre kêrioù Saint John’s ha English Harbour

Lakaet e voe e gwerzh timbroù saoz e 1858. Kachedet e veze al lizhiri gant al lizher A02 e porzh Saint John’s ha A18 en English Harbour.

Timbr 1862

Hervez al lezenn bet votet gant bodadeg an Antilhez Bihanañ d’ar 24 a viz Ebrel 1860 ez eo bet lakaet servij ar postoù dindan kiriegezh gouarnamant ar vro. Urzhiet ez eus bet 8000 timbr e ti ar mouller Perkins Bacon & Co., da vezañ implijet evit kas lizhiri da Vreizh-Veur. Dav e voe gortoz miz Eost 1862 a-raok degemer anezho war an enezenn.

An timbr kentañ warno penn ar rouanez Victoria a voe treset gant Edward Henry Corbould hag engravet gant Charles Henry Jeens. Koust a rae 6 pence. Embannet e voe timbroù heñvel gant ul liv ha prizioù all e 1863, 1864, 1867, 1872 ha 1876.

Timbr 1889 "Key Plate"

E 1879 e voe moullet gant an ti “De la Rue & Co.” ur rummad timbroù gant ur poltred nevesaet eus ar rouanez Victoria. Lesanvet ‘’Key Plate’, an dresadenn a voe implijet war an timbroù savet e 1879 (2½ ruz-kistin ha 4 pence a liv glas), e 1882 (½ pence gwer) ha 1884.

Timbr 1903
Timbr 1903 : ar Roue Edouarzh VII

Timbroù an Antilhez Bihanañ saoz (« Leeward Islands ») a veze implijet en Antigua etre ar 31 a viz Here 1890 ha miz Gouere 1903, nemet Kuzul-ren an drevadenn a zivizas e fin miz Even 1903 e oa aotreet pep enezenn da embann timbroù dindan hec’h anv ivez. Dek timbr a voe moullet e miz Gouere (talvoudegezh etre ½ pence ha 2 shilling 6 pence), o kinnig ardamezioù ar Roue ha siell Antigua, mui unan a gouste 5 shilling gant penn ar roue Edouarzh VII.

Timbr 1942 (Kreñvlec’h James)
Timbr 1953 Tour Martello

Graet ez eus bet gant timbroù Antigua ha re an Antilhez Bihanañ saoz war un dro betek 1956.

Seizh timbr disheñvel a voe embannet dindan ren Victoria (1837-1901) ha dek tamm pa oa he mab Edouarzh VII e penn ar Rouantelezh-Unanet (1901-1910). E-pad ren George V (1910-1936) e voe embannet 29 timbr ha 25 hepken dindan George VI (1936-1952). Ma oa fur servij ar postoù betek kreiz an XXvet kantved e cheñcho tro-spered pennoù-bras ar velestradurezh er bloavezhioù 1990. E-tro 200 timbr a voe embannet bep bloaz betek ar bloavezh 2019.

D’ar 1añ a viz Du 1981 eo bet embannet dizalc’hidigezh Antigua dindan an anv « Antigua ha Barbuda », an eil anv o vezañ hini un enezenn nebeut poblet e hanternoz Antigua. Staget eo enezenn didud Redonda ivez.

Timbroù Redonda

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e voe e gwerzh timbroù gant ar meneg dreistmoullet Redonda etre 1979 ha 1991. Pa ouezer ez eus eus Redonda un enezennig didud n’eo ket diaes kompren e voe an embann-se un doare da binvidikaat dastumadennoù kentoc’h evit paeañ ur servij postel evit gwir.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bacon, E. D. Stamps of Antigua printed by Perkins, Bacon and Company. Boston: Mekeel, Severn, Wylie Company, 1908
  • Cornell, W.G. and F.R. Saunders. Antigua: The Definitive Series of King George VI. Southampton: King George VI Collectors Society, 1975 28p. Study paper; no. 7.
  • Freeland, Charles & John M Jordan. Antigua: The Stamps and Postal History. Javea (Spain): British West Indies Study Circle, 2016 ISBN 9781907481253 299p.
  • Lowe, Robson. The Codrington Correspondence, 1743-1851: being a study of a recently discovered dossier of letters from the West Indian islands of Antigua and Barbuda mostly addressed to the Codringtons of Dodington. London: Robson Lowe, 1951 112p.
  • Melville, Fred. Antigua. London: The Philatelic Institute, 1929 57p. See reference 1 above.