Theudis
Neuz
Theudis[1] a oa roue ar Vizigoted en Hispania eus 531 da 548.
Goude marv Amalarik, roue diwezhañ an diernelezh Balti e voe dilennet an tiern Theudis, gwechall pennlu Teodorig Veur da vezañ roue. Kas a reas e gêr-benn eus Narbonna da Varcelona. E-pad e ren e voe graet al lezennaoueg kentañ abaoe Euric. E 546 e voe embannet.
E 541 e voe ret dezhañ stourm ouzh Franked Klotar Iañ ha Childebert Iañ o-doa tizhet Pamplona ha Zaragoza. Dont a reas a-benn da zifenn ar c'hêrioù-se ha kas a reas an alouberien kuit eus ar vro. Ne sikouras ket Ceuta pa voe sezizet gant Impalaeriezh Bizantion e 542.
E 548 e voe muntret gant ar skraper Theudigisel[2])
Andonioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- J.B. Bury. History of the Later Roman Empire, Chapter 19, section 14.
- Edward Gibbon, History of the Decline and Fall of the Roman Empire, Chapter 41.
En e raok Amalaric |
Roue ar Wizigoted | War e lerc'h Theugisel |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Theudis eo an anv roet dezhañ gant Isidore Sevilla, met Theodoric e oa e anv gwir moarvat.
- ↑ "Theudis", Encyclopædia Britannica, 2006. Encyclopædia Britannica Online. 23 July 2006