Mont d’an endalc’had

The Devil's Own

Eus Wikipedia
The Devil's Own
Filmdata
Titl orin The Devil's Own
Bro produiñ SUA
Deuet er-maez 26 Meurzh 1997 er SUA ha Frañs
Yezh orin saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 111 munutenn
Skigner Columbia Pictures
Boujedenn 90 000 000 $
Pare
Filmaozer Alan J. Pakula
Produer Donald Laventhall
Skrivagner Kevin Jarre
David Aaron Cohen
Vincent Patrick
Sonerezh James Horner
Rener al luc'hskeudenniñ Gordon Willis
Frammer Tom Rolf
Dennis Virkler
Aktourien
Liammoù diavaez

The Devil's Own a zo ur film aozet e 1997 gant Alan J. Pakula. E-touez an aktourien emañ Harrison Ford, Brad Pitt, Rubén Blades, Natascha McElhone ha Treat Williams.

Frankie McGuire (Brad Pitt) a zo genidik eus Belfast. 8 bloaz eo pa wel e dad o vezañ lazhet gant ul lez-soudard lealour. Deuet d'e oad e teu da vezañ ezel eus an IRA da c'hortoz. Goude un emgann gwadek e kêr a-enep soudarded vreizhveurat e tec'h d'ar Stadoù-Unanet. Un barner a-du gant an IRA a gav evitañ ur skoas e ti ur familh O'Meara a orin iwerzhonat. Koulskoude ne anavez ket an tiegezh-mañ, poliser an tad (Harrisson Ford), obererezhioù sponter Frankie McGuire en deus cheñchet e anv da Rory Devaney. Rory ha Tom O'Meara en em vignon zoken. Rory a zo o chom hag o labourat e New York City, met klask a ra ivez gwerzhañ fuc'helloù Stinger da zistreiñ da Hanternoz Iwerzhon...


Filmet e Greenport NY (Long Island).

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En-dro d'ar film

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Filmet eo bet an traoù e 1996 e Montclair ha New York e SUA, hag e Clogherhead ha Dulenn en Iwerzhon.
  • Remake Shake Hands with the Devil eo ar film-se. Ur film amerikan-iwerzhonat aozet gant Michael Anderson e 1959.
  • Film diwezhañ Alan J. Pakula eo. Marvet eo bet en ur gwallzarvoud war an hent e 1998.
  • N'eo ket bet degemeret mat ar film gant ar publik. Marteze abalamour d'emdroadurioù politikel en Iwerzhon er mare-se .

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]