Taol-Stad Gouhere 1936 e Spagn
Taol-Stad Gouhere 1936
e Spagn | |||
---|---|---|---|
Stad Spagn betek ar 25 a viz Gouhere 1936 | |||
| |||
Kenarroud | |||
Deiziad | 17-23 a viz Gouhere 1936 | ||
Lec'h | Spagn[n 1] | ||
Brouderien | 7 ofiser eus Lu Spagn[n 2] | ||
Abegoù | Brete gladaozel • Brete relijiel • Brete sokial • Broadelouriezhoù • Dispac'h micherour • Displijadur al Lu | ||
Mennozhioù | Broadelouriezh spagnol • Enepfrañmasonerezh • Enepkomunouriezh • Enepyuzevegezh • Faskouriezh • Katoligiezh • Mirouriezh • Unpennelouriezh | ||
Gouarnamant kent | |||
Stumm | Republik parlamantel | ||
Penn | Manuel Azaña Díaz | ||
Gouarnamant nevez | |||
Stumm | • Takad emsavet : diktatouriezh vilourel
• Takad republikan : republik parlamantel | ||
Penn | • Takad emsavet : Miguel Cabanellas Ferrer
• Takad republikan : Manuel Azaña Díaz | ||
| |||
|
Taol-Stad Gouhere 1936 e Spagn (spagnoleg : Golpe de Estado en España de julio de 1936) a reer eus un emsavadeg broadelour ha milourel evit skarzhañ gouarnamant Spagn ha reiñ lamm d'an Eil Republik spagnol. Faezhet e voe ar vilourien, ar pezh a gasas da Vrezel Spagn.
Daou du a oa deuet war wel : hini ar Vroadelourien, harpet gant ar virourien, ar roueelourien hag an Iliz, enebet ouzh ar Republikaned a oa harpet gant an tu kleiz pellañ (anveliourien ha komunourien. An taol-Stad gwirion a oa kroget da vat d'an 18 a viz Gouhere 1936, zoken pa oa emsavet Maroko spagnol d'ar 17.
Ur c'hwitadenn e voe an taol-Stad dre ma ne oa ket bet kemeret ar galloud gant an emsavidi met kentoc'h e oa bet degaset un troc'h el lu spagnol a-fed mestroniañ an tiriad. Diasur e oa trec'h ar vroadelourien er brezel, met dre ar mank a harp gant broioù ar C'hornôg, ha gant harp eeun broioù an Ahel d'ar vroadelourien, e voe trec'het garv ar Republikaned a-benn ar fin ha boulc'het ren Francisco Franco, deuet da vezañ penn Spagn ha lesanvet el caudillo, "ar c'habiten".