Short Stirling
Neuz
Ar Short Stirling e oa ar c'hentañ nijerez vombeziñ pounner pederc'hefluskerek savet er Rouantelezh-Unanet da vezañ implijet e-kerzh an Eil Brezel-bed. Savet e oa bet gant Short Brothers, eus Norzhiwerzhon. N’eus ket bet graet kalz gant ar c'harr-nij-mañ evit bombeziñ, a-benn ar fin. Kemeret eo bet e blas buan a-walc'h, adal 1943, e framm ar Royal Air Force, gant an Handley Page Halifax hag an Avro Lancaster, ha kaset d'ober traoù all en a-dreñv.