Mont d’an endalc’had

Seziz Pariz (885-886)

Eus Wikipedia
Ur pennad Seziz Pariz zo ivez.

Seziz Pariz a voe graet gant an Normaned etre miz Du 885 ha miz Du 886.

Odo, mab Roperzh ar C'hreñv, a oa kont Pariz d'ar mare-se. Daoust ma ne oa nemet 21 bloaz e teuas a-benn, war un dro gant an eskob Gauzlin, da zerc'hel penn ouzh an alouberien. Mirout a reas ouzh ul lestraz a 700 bag da vont pelloc'h war ar stêr.

E-pad bloaz e voe ar Vikinged o c'hronnañ enez ar Cité lec'h ma oa Odo hag o wastañ an trowardroioù.

Karl an Tev a erruas gant un arme da sikour Odo. Kentoc'h eget en em gannañ e kavas gwelloc'h an impalaer paeañ ar Vikinged ha leuskel anezho da vont da Vourgogn da lakaat ar vro en arigrap.

Da heul an darvoudoù-se e voe brudet nerzh-kalon Odo ha laoskentez Karl an Tev.