Mont d’an endalc’had

Seziz Mazagran

Eus Wikipedia

Seziz Mazagran a c'hoarvezas e 1840 en Aljeria, e-pad an aloubadeg c'hall.


Seziz MazagranJean-Adolphe Beaucé (1842)

Mazagran

Eus an 3 d'ar 6 a viz C'hwevrer 1840 e klaskas un arme aljerian kemer Mazagran, ur gêriadenn e tolead Mostaganem, e-kerzh aloubadeg Aljeria gant ar C'hallaoued.

Kant pemp soudard gall warn-ugent en holl, renet gant ar c'habiten Lelièvre, a zalc'has penn dirak meur a vil brezelour aljerian renet gant ul letanant d'an emir Abd el-Kader, anvet Mustapha ben Tami (a oa ivez kenderv ha breur-kaer d'an emir, pa oa dimezet d'e c'hoar Khedidja gantañ).

Brudet e voe an taol-kaer dreist-ezhomm gant ar c'helaouennoù gall.

  • Rue de Mazagran, a zo e meur a gêr e Bro-C'hall (Pariz en o zouez).
  • Avenue de Mazagran, e Pariz ivez.