Mont d’an endalc’had

Selina Chönz

Eus Wikipedia
Selina Chönz
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh D'ar 4 a viz Eost 1910
e Samedan, Grischun Suis Suis
Marv D'ar 17 a viz C'hwevrer 2000
e Samedan, Grischun Suis Suis
Yezh skrivañ romañcheg
Oberennoù pennañ
Uorsin

Selina Chönz (4 a viz Eost 1910 e Samedan, Grischun - 17 a viz C'hwevrer 2000)[1] a oa ur skrivagnerez romañchek eus Suis. He levr anavezetañ eo Uorsin, ul levr evit ar vugale, skeudennaouet gant Alois Carigiet, hag a zo bet troet e meur a yezh.

Ti Selina Chönz

Merc'h e oa da Anton Meyer ur mouler ha da Marie Louise Ronzi. Graet he deus Selina Chönz he studioù e Bern, evit bezañ mestrez-skol. Tremenet he deus amzer ivez e Lausanne hag en Oxford evit peurzeskiñ yezhoù estren, met chomet eo da vevañ en he bro c'henidik, en Engiadina.

Kontadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • La chastlauna (1940)
  • Il purtret da l’antenat (1943)
  • La scuvierta da l’orma (1950)
  • L'otra via (1979)

Levrioù evit ar vugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Uorsin (1945), skeudennaouet gant Alois Carigiet. Embannet en alamaneg gant an titl Schellen-Ursli (1945, 2015) (ISBN 9783280016442).
  • Flurina (1952), skeudennaouet gant Alois Carigiet. Embannet en alamaneg gant an titl Flurina und das Wildvöglein.
  • Der grosse Schnee (1957), skeudennaouet gant Alois Carigiet

Daou film zo bet savet diwar istor Uorsin

  • Schellen-Ursli, en alamaneg (1964).
  • Une cloche pour Ursli, e galleg (2015).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bezzola, Litteratura, 488-489
  • Rumantscheia, 1979, 104-121

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]