Seisyllwg
Seisyllwg | ||||
| ||||
Rouantelezhioù ar Grennamzer e Kembre | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
' | Krennamzer | |||
- Krouidigezh | 680 | |||
- Krouidigezh Deheubarth | 920 |
Ur rouantelezh e mervent Bro-Gembre a oa Seisyllwg. Krouet e oa bet gant ar roue Seissyll, un diskennad eus Usai, mab roue Ceredig Ceredigion. Roue Ceredigion e oa e-pad ar VIvet kantved. Aloubiñ a reas Dyfed hag a-benn stagañ Ystrad Tywi e teuas.
Seisyllwg e oa anvet rouantelezh unvanet Ceredigion hag Ystrad Tywi en e enor. War-dro 800 e stagas outi rouantelezhioù Builth ha Gwerthrynion ha da rouantelezh pennañ Kembre ez eas. Dieub a chomas ar rouantelezh betek 872 pa veuzas e roue diwezhañ Gwgan ap Meurig. Tremen a reas ar rouantelezh da Angharad ferch Meurig ha, drezi, d'he breur Rhodri Mawr a roas anezhi d'e vab Cadell ap Rhodri. Goude-se e voe renet Seisyllwg gant ur skourr eus tiegezh roueel Gwynedd evel un isrouantelezh.
Tud brudet ganet e Seisyllwg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Listenn roueed Seisyllwg (disklaer eo an amzeriad)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tiegezh Seisyll
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arthwyr ap Seisyll (700 - 735)
- Dyfnwal ap Arthwyr (735 - 770)
- Meurig ap Dyfnwal (770 - 807)
- Arthen ? 807 (Annales Cambriae).
- Gwgan ap Meurig (808 - 872)
- Angharad ferch Meurig (g.810) c'hoar Rhodri Mawr, Roue Gwynedd ha Powys
Tiegezh Gwynedd
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cadell ap Rhodri (872 - 909)
- Clydog ap Cadell (909 - 920)
- Hywel Dda (920 - 950)
Unvaniezh gant Dyfed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 920 kantved e voe unvanet Seisyllwg ha Dyfed gant Hywell Dda da grouiñ Deheubarth
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Davies, John, "A History of Wales" (Originally: Hanes Cymru), Penguin Books, 2007, ISBN 978014028475
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia