Mont d’an endalc’had

Robert ap Huw

Eus Wikipedia

Robert ap Huw (1580 - 1665) a oa ur soner hag ur barzh eus Enez Mon, e Kembre. Brudet eo e labour sonaozour (pe adskrivañ diwar zielloù koshoc'h eus ar Grennamzer, hervez arbenigourien zo) .


Ganet e oa e Bodwigan, e parrez Llanddeusant e 1580. Mab-bihan e oa d'ar barzh Siôn Brwynog (1510-1562), ha diskennad eus tiegezh Tudur (Tudor e saozneg) Penmynydd.

War-dro 1615/16 ez eus anv anezhañ evel telennour. Mont a reas da delenniñ da lez Jakez Iañ, roue Bro-Saoz ha Bro-Skos.

Dimeziñ a reas war-dro 1623, ha mont da chom da Llandegfan betek e varv. Nav c'hanaouenn evit an delenn zo chomet war e lerc'h.

Adskrivet en deus dornskrid Penllyn, an dornskrid koshañ er bed evit a sell sonerezh an delenn. Un dornskrid pouezus meurbet a c'hallfed kavout ennañ un heklev eus ar sonerezh kozh a veze sonet er Grennamzer e Kembre, er mare ma veze c'hoariet telennoù gant kerdin metal (arem).


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dafydd Wyn Williams, Robert ap Huw (1975)
  • ——, Traddodiad Cerdd Dant ym Môn (1989)