Mont d’an endalc’had

Ride

Eus Wikipedia
Ride

Ride a oa ur strollad sonerien vreizhveuriat eus Oxford. Sonerezh shoegaze a veze graet ganto. Ennañ e oa Mark Gardener hag Andy Bell (sonaozañ, kan, gitar), Stephan Queralt (gitar boud) ha Laurence Colbert (taboulinoù).

En ur skol arzoù ha design e Banbury edo Mark Gardener hag Andy Bell hag eno e kejjont gant Laurence Colbert. Kejañ a rejont gant Steve Queralt en ur stal pladennoù. Goude bezañ soñjet dibab 'Donkey' e tivizjont bezañ anvet 'Ride', diwar anv un oberenn bet savet gant Mark Gardener. O sonadeg kentañ a rejont da-geñver gouel Nedeleg o skol e 1988. E miz C'hwevrer 1989 e sonas Ride e-pad sonadeg an unvaniezh studierien en Oxford Poly ha merzet e voent gant Alan McGee. E 1989 e sinjont ur gevrat gant an ti-embann pladennoù Creation Records perc'hennet gant Alan McGee.

Etre miz Genver ha miz Gwengolo 1990 e voe embannet teir fladenn EP gant Ride : Ride, Play ha Fall, hag a voe merzet koulz evit ar sonerezh a oa enno hag an doare ma oant kinniget (skeudennoù). Daoust ma ne rejont ket kalz berzh a-fet kenwerzh e voent priziet mat gant ar vurutellerien. An div bladenn gentañ a voe strollet hag embannet e CD e 1992 hag an trede hini a voe ouzhpennet en o fladenn vras gentañ, Nowhere, deuet er-maez e miz Here 1990. Enni e klever tonioù evel "Vapour Trail" pe "Dreams burn down", hag a oa e-touez ar re a blije ar muiañ d'o arvesterien.

E miz Meurzh 1991 e teuas er-maez an EP Today Forever. Ennañ e klever en doa kemmet doare ar strollad, hag e oa luzietoc'h e ganaouennoù nevez. En o zouez e teuas an ton anvet "Sennen" da vezañ unan eus ar re a blije ar muiañ d'an arvesterien. Da-heul e voe aozet troiad etervroadel kentañ Ride, hag e sonas ar strollad en Aostralia, Frañs ha Japan.

E miz Meurzh 1992 e voe embannet eil pladenn vras ar strollad, "Going Blank Again" he zitl, hag a grog gant an ton "Leave Them All Behind" hag a bad ouzhpenn 8 munutenn. E 1990 e voe Nowhere ar bladenn gentañ embannet gant Creation hag a dizhas an Top 20 er Rouantelezh-Unanet. Leave Them All Behind, ar single kentañ tennet eus Going Blank Again a dizhas an Top 10 zoken. E-pad an hañv 1992 e sonas Ride e gouel sonerezh Reading.

1993-1996 : kemmoù ha disparti

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En div bladenn (Carnival of Light, 1994 ha Tarantula, 1996) a zeuas da-heul e klever e voe cheñchet kalz ar sonerezh savet gant ar strollad, ha heñvel e oa ouzh sonerezh psikedelek ar bloavezhioù 1960. Diaesoc'h-diaesañ e teue an traoù da vezañ etre Andy Bell ha Mark Gardener ha divodet e voe ar strollad e-pad m'edo oc'h enrollañ Tarantula, savet penn-da-benn pe dost gant Bell. Daoust ma voe lakaet ar bladenn single "Black Nite Crash" da "Single of the Week" er gazetenn Melody Maker e voe degemeret fall a-walc'h ar bladenn gant ar vurutellerien koulz ha gant ar selaouerien.

Goude-se e savas Andy Bell ar strollad Hurricane #1, hag a-benn ar fin ez eas da seniñ er strollad Oasis (azalek 1999). Mark Gardener ha Laurence Colbert a sonas e-pad ur frapad er strollad Animalhouse. Hiziv an deiz e son Gardener e-unan.

  • Mark Gardener (kan, gitar)
  • Andy Bell (kan, gitar)
  • Lawrence Colbert (batterie)
  • Steven Queralt (gitar boud)

Pladennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù EP

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ride (15/01/1990, Creation Records)
  • Play (02/04/1990, Creation Records)
  • Fall (17/09/1990, Creation Records)
  • Today Forever (04/03/1991, Creation Records)
  • Leave Them All Behind (10/02/1992, Creation Records)
  • Twisterella (13/04/1992, Creation Records)
  • Birdman (18/04/1994, Creation Records)
  • How Does It Feel To Feel? (13/06/1994, Creation Records)
  • I Don't Know Where It Comes From (26/09/1994, Creation Records)
  • Black Nite Crash (12/02/1996, Creation Records)

Pladennoù bras (LP)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Nowhere (15/10/1990, Creation Records)
  • Going Blank Again (9/03/1992, Creation Records)
  • Carnival Of Light (20/06/1994, Creation Records)
  • Tarantula (11/03/1996, Creation Records)

Dastumadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Smile (Ride EP + Play EP) (23/11/1992, Creation Records)
  • OX4 - The Best of Ride Boxset (24/09/2001, Ignition Records)
  • Coming Up For Air (2002, limited edition 1000 copies EP)
  • Waves (BBC recordings 1990-1994) (4/08/2003, Ignition Records)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]