Mont d’an endalc’had

Piano

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pianoour)

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Piano Steinway
Henriëtte Ronner-Knip (1897)

Ar piano a zo ur c'hlav (benveg-seniñ) gant ur c'hlaouier. Renket eo ken e-touez an tosklavioù hag ar c'herdinklavioù skoet. Graet e vez ar son gant kerdin stignet war ur framm dibleg a-us d'an daol-zasson.
Gant morzholigoù warno un tamm feltr e vez skoet ar c'herdin diwar bountañ war ar stokelloù. Daskren ar c'herdin a zo lakaet a-sav gant ur mouger pa vez laosket ar stokell. Dre ur c'hempennadur mekanik, al laoskerez, e vez lezet ar gordenn da daskrenañ dieub hag adlañset buan-tre ar son un eil wech.

Eus berradur an droienn italian piano-forte (= dous-kreñv) e teu anv ar benveg. Diwar-se e lakaer da intent e teu disoc'hoù disheñvel hervez an nerzh a gaser evit stokañ ouzh an stokelloù.

Istor ar piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavadenn ar piano-forte

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skalfad ur piano
Son ur piano

Fardet eo bet ar piano-forte kentañ e derou an XVIIIvet kantved gant an italian Bartolomeo Cristofori e Firenze (Italia) a anvas anezhañ piano-forte. Diwar teuziadur klavioù koshoc'h eo bet krouet, ar c'hlavikerdinell (XVvet kantved) hag an toskerkerdinell (Grennamzer).
N'ouzer ket mat pegoulz eo bet fardet ar piano-forte kentañ gant Bartolomeo Cristofori, met diouzh ur renabl graet evit ar Medicis, mistri Cristofori e weler e oa ur c'hlav gantañ e 1700. Sañset eo bet fardet un ugentad piano-forteoù gant Cristofori a-raok ma varvas e 1731 hag e chom tri anezho hiziv deiziadet war-dro ar bloavezhioù 1720.

Piano Cristofori

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1698, ar fardour klavisim italian Bartolomeo Cristofori a soñjas krouiñ ur benveg nevez gant ur c'hlavier. E bal a oa fardiñ ur benveg a c'helle produiñ sonioù nerzhek pe dous kement ha ma c'hell (n'ez eus ket tu da gemm kreñvder son ar c'hlavisim). E 1709 en doa echuet an ijinadenn. Anvet eo bet gant Cristofori "gravicembalo col piano e forte" – klavisim gant arlivioù dous ha kreñv. Treuzfurmet eo bet an anv-se e "pianoforte" ha berraet e "piano" dibaoe. Cristofori en deus bet kalz a gudennoù evit sevel ar benveg. Da skouer, penaos paraat doc'h ar vorzhollenn da adlammat goude bout bet skoet doc'h ar gordenn, ha lakaat anezhi da skeiñ ur wezh c'hoazh ? Kavout a reas un diskoulm : ur wikefre a vez anvet hiriv an deiz an "achap". E 1732, ar sonaozer Lodovico Giustini a embannas daouzek sonatenn evit ar piano, ar re gentañ skrivet evit ar benveg-mañ. Àr ar skrid en doa skrivet ar lodennoù da soniñ "piano" pe "forte".
Pianoioù Cristofori o doa div gordenn evit pep notenn (evit lakaat ar soneiz da vont àr gresk). Ar c'herdin a veze skoet get morzholennigoù stumm karrezek goloet get lêr. Gwan e oa soneiz ar benveg, ar pezh a laouene e gevezerion, fardourion klavisim.

Piano Silbermann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinadenn nevez Cristofori 'n em ledas en estrenvro, hag an obererion benvegoù a grogas da fardiñ pianoioù. E Dresden, en Alamagn, an oberer Gottfried Silbermann a ginnigas e ziwezhañ patrom piano da v/Bach mes ne voa tamm 'bet fromet ar sonaozer. Gwan e oa an notennoù skiltr, a lâras eñ, ha re bounner eo an touchennoù, ar pezh a lakae an oberidigezh da vout skuizhus. Silbermann a selaouas doc'h an evezhiadennoù-se hag a gemmas e biano. Ar wezh-mañ e voe gourc'hemennet pa esaeas ar sonaozer ar benveg evit an eil gwezh.

Ar piano karrez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pianoioù kentañ a oa pianoioù lostek get ur voest a-blaen evit lojiñ ar c'herdin. Benvegoù fichet cheuc'h mes a gemer kalz a blas. Obererion alaman a grouas benvegoù bihanoc'h, anvet piano karrez. Doc'h ar c'hiz eo bet ar pianoioù karrez e Bro-Saoz lec'h ma teuas an Alaman Johannes Zumpe, skoliad Silbermann, d'en em staliiñ e 1760. Brud Zumpe 'n em ledas er bed a-bezh, hag e vinviji a zo bet ezporzhiet e Frañs hag e Amerika memes, lec'h ma 'z eo bet e gemmet ur wezh c'hoazh. Kerdin ar pianoioù karrez a zo renket a-blaen, a gleiz da zehoù, é gounit plas er mod-se – ur menoz tennet diàr ar c'hlavikerdin.

Ar framm metalek hag ar bedalenn greñv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kerdin ar piano a zo astennet àr ur frammad e stumm un delenn, ar framm. Àr ar benvegoù kentañ, e oa ar framm-se graet get koad kreñvaet get houarn. E rannvroioù zo en Amerika, e distrizhe hag e krize ar c'hoad, a-gaoz d'an hin, ar pezh a zizakorde ar piano. E 1825 an oberer piano Alpheus Babcock a v/boston a soñjas en ur framm metalek hep koad: an houarn na griz ket. Obererion arall a adkemeras e soñjet e-dan berr e voa savet frammoù an holl pianoioù er memes mod. Hiriv an deiz, ez eo bras-tre framm metalek ar pianoioù lostek, rak gwask ar kerdin a zo bras kenañ: meur a donennad. Ur framme houarn teuzet en ur pezh a ro tu da sevel kredin tevoc'h hag astennetoc'h, a-benn gwellaat ar soneiz. E fin an XVIIIvet kantved, o doa an obererion a Londrez ur plas pouezus. E 1783 firm Broadwood a ijinas ar pezh a zo hiriv an deiz un ag an elfennoù pennañ ar piano modern: ar bedalenn «kreñv». Nebeut goude e voe savet an holl pianoioù get ar bedalenn-se hag àr-lerc'h e voe ouzhpennet ur bedalenn «dous». Benvegoù 'zo, dreist-holl ar re lostek, o deus un drede pedalenn.

Ar pianoioù a-blom

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

É welet pennvad ar piano karrez, ar farderion o deus klasket fardiñ ur benveg en deus soneiz a-zoare ar piano lostek mes a gemer nebeut a blas. An aesañ diskoulm a zo bet lec'hiiñ ar piano lostek a-blom – hag an dra-se eo o deus graet! An disoc'h a zo bet ur benveg uhel ha vil, lesanvet «piano jiraf». E 1811, an oberer a Londrez Robert Wornum a ijinas unan fetisoc'h a deuas da vout ar piano a-blom, goude bout bet gwellekaet mar a wezh. Bro Frañs he deus kemeret perzh e gwellidigezh ar piano a-blom, ec'h implijout ar staliadur e kordennoù kroaziet : ar c'herdin bout ha skiltr a oa astennet a dreuz ar re àr ar re arall. Er mod-mañ e oa tu lojiñ kerdin brasoc'h en ur boest bihanoc'h ha gwellaat neuze perzhded ha galloudegezh ar son. Da heul ez eo bet graet get an teknik-mañ evit ar pianoioù lostek, hag hec'h implijet e vez hiriv an deiz.

An anvioù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibaoe Cristofori ez eo 'n em diorroet kalz ar piano. Leun a obererion a oa brudet gwechall ne vez o anavet nemet get o enskrivadur àr o benvegoù a chom bev hiriv c'hoazh. Mes tri zi bras, holl krouet e 1853, a gendalc'h da vout hiriv an deiz: Bechstein ha Blütner e Alamagn ha Steinway er Stadoù Unanet – kavet e vez ingal an anvioù-se e gwellañ sonadegoù ar bed a-bezh.

Familh ar C'hlavieroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinet eo bet an hini kentañ e bro C'hres daou vil vloaz 'zo d'an nebeutañ. Anvet 'veze an hydraulos, implij a rae gwask an aer bet krouet get ur bompell dour ha lakaet 'veze da vont en-dro get ur ur bompell a-zorn. Sonet 'veze ag an ograoù evit ar lidoù pe evit an emgannoù gladiatourion get ar Romaned. Kevredet get ar lidoù-mañ, ez eo deuet an ograoù da vout ur benveg relijiel, àr-lerc'h un nebeut kantvedoù. Hiriv an deiz e vez an ograoù a iliz ar brasañ benveg a familh ar c'hlavieroù: tuellennoù an ograoù a c'hell tizhout tro 10 metrad a hirder.

Ar C'hlavikerdinell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hlavikerdinell 'zo bet krouet er XVvet kantved. Ar benveg kentañ a familh ar c'hlavieroù 'oa é vout implijet get an holl tiegezhioù muziker. Dre ma 'oa bihan a-walc'h, e veze e lakaet àr an daol. Kerdin ar c'hlavikerdinell a veze skoet get laonennigoù e laton anvet tangentes. An tangentes a boueze àr ar c'herdin betek ma vehe laosket an douchenn get ar biz. Tu 'oa neuze produiñ meur a efed é cheñch gwask ar biz àr an douchenn. Dous-tre 'oa son ar benveg-mañ daoust ma 'oa div gordenn evit pep notenn a-benn ma vehe kreñvoc'h ar son.

Ar spinetez a zo bet implijet kalz e-kerzh ar XVIIvet hag ar XVIIIvet kantved, e amzer Bach ha Mozart. Dont a ra e anv ag ar ger latin spina, a dalvez draen, dre ma 'z eo he beg hañval doc'h un draen. Ar benveg-mañ a veze implijet pa veze un nebeut a dud kentoc'h evit ar sonadegoù bras dre ma 'z eo gwan he soneiz. Piñset eo ar c'herdin get pezhioù koad o deus ur beg e bluenn anvet : sauteraux. Pa vez pouezet àr un douchenn e sav ar sautereau hag e piñs ar gordenn.

Ar C'hlavisim

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur c'hlavisim
Ur célesta
Un harmoniom

E-pad pevar c'hant blez, betek fin an XVIIIvet kantved eo bet ar c'hlavisim ar benveg get ur c'hlavier ar muiañ implijet. Get mentoù a-zoare, alies livet ha kinklet, e son a oa sklaer ha nerzhek. Ar re vrasañ o doa daou pe dri c'hlavier, lakaet an eil dreist egile, get gwikefreoù disheñvel a-benn cheñch soneiz. E mare Bach, e voe kavet ar c'hlavisim e lod vrasañ ar pezhioù evit ar sonerezh kambr pe evit ar lazoù-soniñ. Ar memes mont en-dro hag ar spinetez en deus.

A-dal penn kentañ an XIXvet kantved, eh aas ar piano ag annezoù an aristokrated da diegezhioù ar vourc'hizion. E fin ar c'hantved e tizhas bed ar sonerezh jazz hag ar music-hall. E penn kentañ an XXvet kanted ez eo en em ledet ar piano en ur bochad familhoù. E-touez an holl c'hlavieroù ez eo ar piano a c'hell kaout ar muiañ a sonioù, ar bravañ arlivioù hag en em velliñ a ra mat-tre get ar binvioù arall. Ar perzhioù mat-se o deus e gaset dreist d'ar c'hlavisim ha d'ar spinetez.

An Harmonium

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1840 e ijinas ur oberer ograoù gall ur benveg en doa ar memes mont en-dro evit an ograoù, mes get ur c'lavier oc'hpenn. Son an harmonium a deue a krenadennoù filennoù metalek, an anchennoù. Bout 'oa unan evit pep notenn. Krenañ a raen e-dan gwask an aer kavet en ur megin a veze lakaet da vont en-dro gras d'ur bedalenn. Buan en em ledas an harmonium en tiegezhioù kement ag en ilizioù hag er chapelioù, lec'h ma 'h eus tu klevet son an harmonium hiriv an deiz c'hoazh.

An akordeoñs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Èl an harmonium ez eo an akordeoñs ur benveg get anchoù. Dont a ra maez ur son pa vez sachet pe bountet àr ar meginoù. An dorn dehoù a c'hoari an ton àr ar c'hlavier bihan get touchennoù pe boutonoù, e keit ma lak da vont en-dro an dorn kleiz ar meginoù ha meur a vouton a-benn krouiñ klotadoù-boud.

Ar Piano Mekanikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar piano mekanikel kentañ a zae en dro get un dornell; ur seurt boest sonerezh e oa 'benn ar fin. E penn komañs an XIXvet kantved, e veze savet anezhañ àr rodoù hag implijet er straedoù get ar sonerion. Da heul eo bet ijinet ur wikefre a c'helle bout lakaet àr klavier ur piano ordinal; ur wikefre bizied e koad a boueze àr an touchennoù. A-benn ar fin, ez eo bet lakaet ar wikefre-mañ er piano da vat. Mont a rae en-dro get rolloù paper toullet ha meginoù ( bet erlec'hiet get ur c'heflusker tredan goude-se). E 1900 eh eus bet graet kenwerzh getañ e-dan an anv pianola, hag a zo chomet dezhañ àr-lerc'h.

An Ograoù Hammond

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hlavier tredanel kentañ a zo bet krouet 100 vloaz 'zo e Stadoù-Unanet Amerika. Telharmonium a veze graet doc'htañ ha poueziñ a rae 200 tonennad! E 1939 an ijinour Hammond a grouas an ograoù Hammond. Son ar benveg-mañ a veze krouet get pladennoù e dir, a droe e maezioù magnetek. Er bloavezhioù 50 eo bet krouet ar c'hlavieroù hezoug, er bloavezhioù 60 ar c'hugoù elektronek – hag ar stokelleg.

Brud a gavas e berr amzer ograoù Hammond. En em ledet eo buan en ilizioù, er sinemaoù hag er studioioù radio kement ag en tiegezhioù.

Ar célesta a hañval doc'h ur piano bihan hag en deus ar memes mont en-dro. An diforc'h eo, e sko ar morzholennoù doc'h barrennoù houarn, ar pezh a ro d'ar benveg-mañ ur soneiz skiltr ha kanus. Breouet e Bariz e 1886, ez eo bet implijet ar célesta e meur a sonaozenn laz-soniñ.

Ar lazoù-binvioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh evit piano solo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Toniaoueg ar piano a zo kalz brasoc'h evit hini n'eus forzh peseurt benveg arall. Er c'hentañ plas e vez ar piano er c'hoariadennoù (sonadeg roet get un unsoner). Sonaozet eo bet pezhioù evit abadennoù skinwel, temoù filmoù ha sonerezh laz-soniñ, e meur a stil evit ar piano. Setu penaos eo bet pinvidikaet c'hoazh un tonaoueg a oa dija bras meurbet.

Daouad evit ar piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un daouad a zo ur pezh evit daou soner. Dre ma 'z eo frank-tre skeuliad ar piano, ez eo an daouadoù sonerezh ur pevar dorn d'ar liesañ (daou soner àr ur c'hlavier). Sonaozerion zo o deus skrivet pezhioù get muioc'h a zanvez evit daou biano.

Triadoù get ur piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un triad a zo ur pezh evit tri benveg; d'ar liesañ e vez ur piano ur violoñs hag ur gourrebed, èl en triad anavet a V/Beethoven: Triad an Arc'hduk.

Pevarad get ur piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pevarad get ur piano a zo aozet d'ar liesañ get ur piano, ur violoñs, un alto hag ur gourrebed. Mes e Quatuor pour la fin fin du temps ag ar sonaozour Olivier Messiaen (skrivet e 1941, pa 'oa eñ ur prizoniad brezel) e vez kavet ur piano, ur violoñs, un dreujenn-gaol hag ur gourebed. An dibab-se 'zo bet graet e-keñver barregezh e gompagnuned a gamp.

Eilañ get ar piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzh dibar d'ar piano (hag un nebeut benvegoù arall) eh eus tu soniñ meur a notenn er memes koulz (klotadoù), a pezh a lak anezhe da vout eilerion hag ar choaz. Get ar sonaozerion eo bet implijet kalz ar perzh-mañ, kement evit eiliñ benvegoù pe unkanerion kement hag aozadurioù bras laz-kaniñ.

Concerto evit ar piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger «concerto» a dalveze gwechall evit an holl pezhioù evit meur a venveg. E-kerzh an daou gant hag hanter-kant vlez diwezhañ eo daet da vout ar c'honcerto ur sonaozenn evit ur benveg e-unan hag ur laz-soniñ. Mozart a zo bet an hini kentañ da sonaoziñ concertoioù evit ar benveg-mañ, hag evit daou ha tri fiano memes.

Ar piano jazz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammet eo ar piano get ar jazz abaoe ganedigezh ar stil sonerezh-se; e gavet e vez lies e triad, get taboulinoù hag ur gitar-boud. Soneiz nerzhek ar piano a glot mat-tre get luskoù kreñv ar jazz. Ennañ e vez kalz a unsonerion èl Oscar Peterson. E dalant dezhañ n'eo ket nemet e deknik hep par, mes ivez en e varregezh er primaozadennoù (sonerezh krouet a-feur m'emañ sonet).

Mont en-dro ar piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tu vehe renkiñ ar piano get ar benvegoù kerdin dre ma deu ar son diàr froumoù ar c'herdin. Mes renket eo bet bepred get ar reizhad hengounel e toueez ar benvegoù get ur c'hlavier. Ar wikefre a lak da vont en-dro ar piano - an touchennoù a c'hourc'hemenn ar morzholenoù hag ar re-mañ a sko doc'h ar c'herdin - a vez anvet ar vekanikerezh. Soneiz ar benveg - ront hag unvan pe skiltr ha frapataet - a zepant doc'h ar vekanikerezh dreist-holl. Pouez ar c'hlavier en deus e bouezusted ivez: ret eo d'an touchennoù kaout ur gwevnder a-zere get bizied ar soner. Pouezus-tre eo ivez o dhe an holl morzholennoù ar memes pouez ha bout kenpell doc'h ar c'herdin, mod arall e zahe notennoù 'zo fonnaploc'h evit reoù arall. Ar son produet get ar benveg a zo amplaet get ar voest kensoniezh, a geer rolla linenn-gig. Ar pezh arrebeuri e koad a zo ar c'hef-dasson hag a greñva ar son. Tu 'zo digor golo ar c'hef a-benn kreñvaat ur wezh ouzhpenn ar son.

Pezhioù ar piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar Framm : Gras d'ar framm metalek eh eus tu astenn ar muiañ posupl ar c'herdin a-benn gwellat ar soneiz hag parout d'ar c'herdin d'en em zizakordiñ.
  • Ar Brochoù ton e dir: Bout eh eus unan dre gordenn.
  • Ar Brochoù stagiñ : e dit int ha lec'hiet e traoñ ar c'hef. Aze emaint evit strapenniñ ar c'herdin.
  • Ar Savadenn e kerdin kraziet : Savet a-groaz ez eo hiroc'h ar c'herdin neuze e froumont gwelloc'h, ar pezh a well ivez a son. Ar savadenn a-groaz a servij ivez da ingaliñ ar stennadur skoret get ar framm.
  • Ar Morzholennoù : Pa 'vez pouezet àr un douchenn e sav ar morzholenn evit skoiñ doc'h ar gordenn. Mentoù disheñvel a c'hellont kavit e-keñver ar piano. Graet in get bazhioù hir ha fin e koad. Lurellet int get meur a devder feltr gwasket ha peget doc'h ar c'hoad.
  • Ar Vougerion :Ur wezh skoet ur gordenn e c'holo ar mouger ar grdenn evit paouez ar froumoù ha neuze ar son.
Pedalennoù
  • Ar Bedalenn dous (ar bedalenn a gleiz): Hennezh a dosta ar morzholennoù doc'h ar c'herdin a-benn m'o dehe nebeutoc'h a nerzh pa skoont doc'hte, ar pezh a gwana ar son.
  • Ar Bedalenn greñv (ar bedalenn a zehoù): Hennezh a bell ar vougerion doc'h ar c'herdin, memes ma vez pouezet àr an touchennoù. Er mod-se eh eus tu derc'hel hir amzer un notenn goude bout bet laosket an douchenn.
  • An touchennoù : graet int get koad tener kalfichet un ur plankenn gwez sapin pe tilh. Gwechall e veze goloet an touhennoù gwenn get ivor olifant hag ar re zu get koad ebena. Hiriv an deiz eo bet erlec'hiet an danvezioù rall-se get plastik.

Farderezh ur piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keidañ ur piano

Bout 'zo pianoioù a veur a stil hag a veur a vent, ag ar piano a-blom modern a glot get an implij en tiegezhioù betek ar pianoioù sonadegoù. Ar pezh boutin d'an holl: ar memes elfenn eo hag a zo ar brasañ : ar framm e houarn. Ar vekanikerezh eo kalon ar piano. Pep elfenn enni a rank mont en-dro ag ar gwellañ ha bout reizhet resis-tre. An holl danvezioù implijet e farderezh ar benveg a rank bout a-zoare evit ma badehe hir amzer. Ar piano a rank bout kedoniet en un doare reoliek. Ar c'hendoner a reizh stennadur ar c'herdin é stardiñ pe é distardiñ ar brochoù ton.


  • Ar C'hef pe ar Pezh arrebeuri : graet eo get pannelloù e kod derv. A waezhoù e vez lakaet dir pe houarn get ar c'hoad.
  • Ar Voest kensoniezh : ur pezh bras e koad spruñs ag 1cm a devded. Un tamm krommet eo ha staget a-blom doc'h ar frammadur.
  • Ar Varc'hoù-koad : e koad kalet int savet. Lakaat a reont ar c'herdin hag ar voest kensoniezh da zaremprediñ. Staget int get viñsoù ha peg.
  • Ar pedalennoù : urzhiet int get loc'hoù ha pipedoù.
  • Ar Framm e houarn : ur stumm amreizh 'zo dezhañ, teuzet eo en ur bezh hepken ha lakaet e plas dre sikour boulonoù.
  • Ar C'herdin : staget int en tu get ar brochoù ton ha d'an tu arall get ar brochoù stagiñ. Trement a reont dreist d'ar varc'hoù-koad.
    • Ar c'herdin boud : e dir int graet get kouevr ha laton tro-dro. Er mod-se int kreñvaet hep ma ne gollehent o gwevnder. Dalc'het e vez neuze kalite ar son.
    • Ar c'herdin kreiz : div grodenn a vez dre notenn a-benn kreñvaat ar soneiz.
    • Ar c'herdin skiltr : teir gordenn a vez dre notenn a-benn kempouez dasson an notennoù boud.

Keidañ ur piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un eizhvedenn er skeulenn diatonek adal an Do kreiz (Do4_C4)
Un eizhvedenn er skeulenn gromatek adal an Do kreiz

Bez' ez eus 88 pouezell e klavier ur piano boutin. Pep pouezell a son un notenn hepken, a rank bezañ kentonet e-keñver an notenn La 440 Hz he zalm, a zo 6vet notenn naturel ar pevare eizhvedell, a anver La4 pe A4.
Kendonet e vez ar benveg hervez ar skeulenn geidesaouek a implijer er sonerezh kornôgel. Ar pouezelloù gwenn a son an notennoù anvet "naturel", a zo re ar skeulenn diatonek ; ar pouezelloù du a son an notennoù ouzhpenn, a dro ar skeulenn diatonek d'ar skeulenn gromatek.
Rannet eo pep eizhvedell e 12 notenn eus an notenn voutañ d'an hini skiltrañ, hag ingal e vez an esaou (½ tonenn) etre div notenn da-heul.

Da skouer, gant un eizhvedell DonDon + 1 :

8 notenn an eizhvedell ziatonek Do Re Mi Fa Sol La Si Do
12 notenn ar skeulenn gromatek Do Do#
Re♭
Re Re#
Mi♭
Mi Fa Fa#
Sol♭
Sol Sol#
La♭
La La#
Si♭
Si

An notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ taolenn holl notennoù ur piano boutin, 88 pouezell en e glavier.
An notenn voutañ (La0_A0) eo ar bouezell gentañ e penn kleiz ar c'hlavier ; er penn dehoù ez eo Do8_C8 an notenn skiltrañ, sonet gant ar bouezell ziwezhañ.

Anvioù an notennoù kornôgel
Yezhoù romanek La Si Do Re Mi Fa Sol
Yezhoù germanek A B C D E F G
Eizhvedell 0 Eizhvedell 1 Eizhvedell 2 Eizhvedell 3 Eizhvedell 4 Eizhvedell 5 Eizhvedell 6 Eizhvedell 7 Eizhvedell 8
Anv Talm (Hz) Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm
1 A0 27,50000 4 C1 32,70320 16 C2 65,40639 28 C3 130,8128 40 C4 = kreiz 261,6256 52 C5 523,2511 64 C6 1046,502 76 C7 2093,005 88 C8 4186,009
2 A#0_B♭0 29,13524 5 C#1_D♭1 34,64783 17 C#2_D♭2 69,29566 29 C#3_D♭3 138,5913 41 C#4_D♭4 277,1826 53 C#5_D♭5 554,3653 65 C#6_D♭6 1108,731 77 C#7_D♭7 2217,461
3 B0 30,86771 6 D1 36,70810 18 D2 73,41619 30 D3 146,8324 42 D4 293,6648 54 D5 587,3295 66 D6 1174,659 78 D7 2349,318
7 D#1_E♭1 38,89087 19 D#2_E♭2 77,78175 31 D#3_E♭3 155,5635 43 D#4_E♭4 311,1270 55 D#5_E♭5 622,2540 67 D#6_E♭6 1244,508 79 D#7_E♭7 2489,016
8 E1 41,20344 20 E2 82,40689 32 E3 164,8138 44 E4 329,6276 56 E5 659,2551 68 E6 1318,510 80 E7 2637,020
9 F1 43,65353 21 F2 87,30706 33 F3 174,6141 45 F4 349,2282 57 F5 698,4565 69 F6 1396,913 81 F7 2793,826
10 F#1_G♭1 46,24930 22 F#2_G♭2 92,49861 34 F#3_G♭3 184,9972 46 F#4_G♭4 369,9944 58 F#5_G♭5 739,9888 70 F#6_G♭6 1479,978 82 F#7_G♭7 2959,955
11 G1 48,99943 23 G2 97,99886 35 G3 195,9977 47 G4 391,9954 59 G5 783,9909 71 G6 1567,982 83 G7 3135,963
12 G#1_A♭1 51,91309 24 G#2_A♭2 103,8262 36 G#3_A♭3 207,6523 48 G#4_A♭A 415,3047 60 G#5_A♭5 830,6094 72 G#6_A♭6 1661,219 84 G#7_A♭1 3322,438
13 A1 55,00000 25 A2 110,0000 37 A3 220,000 49 A4 = dave 440,000 61 A5 880,0000 73 A6 1760,000 85 A7 3520,000
14 A#1_B♭1 58,27047 26 A#2_B♭2 116,5409 38 A#3_B♭3 233,0819 50 A#4_B♭4 466,1638 62 A#5_B♭5 932,3275 74 A#6_B♭6 1864,655 86 A#7_7♭1 3729,310
15 B1 61,73541 27 B2 123,4708 39 B3 246,9417 51 B4 493,8833 63 B5 987,7666 75 B6 1975,533 87 B7 3951,066

Soniñ piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lâret e vez ez eo ar piano ar romantelañ benveg e-touez an holl re dre ma c'hell troiñ e stumm sonerezh lan a soñjoù, a fromoù hag a skeudennoù.

Klavier ur piano
  • Staccato : Ar ger italian-se a dalv : distaget. E yezh ar sonerezh e vez komprenet ar staccato èl distagiñ un notenn d'an hani d'he heul. An teknik-mañ a zo tu implijout get tost an holl benvegoù. Efedus eo dreist-holl get ar piano pa vez skañv ha dilammus an ton.
  • Legato : Dalvezout a ra ar ger-mañ : liammet. Kontrol mik ar staccato eo. Rankout a ra an notennoù bout liammet hep toull tre pep hini. Implije eo kalz ar legato get ar piano. Dont a ray da vout brav meurbet mare legato ur pezh ma 'z eo sonet mat.
  • An azez : Aliet eo get an holl gelenerion bout azezet mat diak ar c'hlavier memes ma ne chom soner piano ebet - deraouer pe barrek-tre - difiñv penn da benn e-pad m'emañ é soniñ.
  • Una Corda : An dro-lâr italian-mañ a dalv :ur gordenn. Larêt a ra ez eo ret sankiñ ar bedalenn dous. Ar benvegoù get ur c'hlavier kentañ o doa div gordenn dre notenn. Ar pedalenn dous a zilec'he ar vekanikerezh àr ar c'hostez a-benn ma ne skoehe pep morzholenn àr ur gordenn hepken, evit gwanaat ar son. Er benvegoù modern e vez kavet ar memes mekanikerezh (an notennoù boud get ur gordenn n'int ket fiñvet). Implijet 'vez ar mod-mañ get ar sonerion a-benn gwanaat ha doussat ar soneiz.
  • Ar Bedalenn greñv : Get sonaozourion 'zo e vez meneget àr ar skrid-sonerezh pegourz eo ret he sankiñ mes d'ar liesañ ez eo ar soner a choaz pegourz ober doc'hti. Pinvidikaat a ra ar bedalenn greñv soneiz ar piano. Hepti e vehe bet dibosupl tizhout efedoù fellet da sonaozerion an XIXvet hag XXvet kantved.
  • Ar Vizerezh : Ar re a grog get ar soniñ piano a gav enoeüs deskiñ ar vizerezh. Mes n'haller ket ober hepti a-benn bout ur mailh àr ar soniñ. Ar sonerion piano a vicher a oar en a-raok get peseurt biz 'vo c'hoariet bep a notenn. Kalite an c'hoari a zipand dreist-holl ag ur vizerezh desket mat.
  • An Eizhvedelloù : O implijet e vez lies get an dorn kleiz a-benn kreñvaat ar boud. Lies e vez daouarn ar sonerion yaouank re vihan evit soniñ an eizhvedelloù. An diaester-se a za kuit pa vrasa ar bugel.
  • Ar C'hlotadoù : Ar re a gomañs, a c'hoari un notenn en un taol er penn kentañ hag e c'hoariont klotadoù goude. Sonet e vent d'ar liesañ get an dorn kleiz a eil an ton sonet get an dorn dehoù. Lod vrasañ an deraouerion o deus poan da sevel bizied 'zo é soniñ get bizied arall an dorn dehoù. Dont a reont a-benn ag an deknik buan a-walc'h memestra.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]