Mont d’an endalc’had

Pegasos

Eus Wikipedia
Pegasos e Menez Parnassos, livet gant Andrea Mantegna.
Bellerofon war e varc'h Pegasos, pelike atikat dremmoù ruz gant Livour Barclay, war-dro 440 kent JK, Mirdi al Louvre.
Pegasos (en dorn kleiz) hag Athena tokarnet (en dorn dehou), stater eus Korinthos, war-dro 345-307 kent JK.

Pegasos (Πήγασος / Pếgasos e gregach, Pegasus e latin) a oa ur marc'h askellek e mojennoù Hellaz kozh.

Ganet e voe Pegasos pa voe troc'het penn Medousa gant an haroz Perseüs, hervez a lenner e Theogonia Hesiodos. Diflukañ a reas, a-gevret gant C'hrysaor, eus gwad ar c'horgon Medousa, ma veze anvet ivez Medusæus, evel e Metamorfozoù Ovidius.

Hervez mojennoù all e oant mibien da Boseidon, a oa tad un toullad euzhviled all.

Goude ganet e kuitaas Pegasos an douar da vont etrezek an doueed. Dougen a rae kurun ha luc'hed Zeus. Athena a dapas hag a zoñvaas Pegasos, hag a gasas al loen da Venez Parnassos d'ar Muzezed. Diwar-se e voe marc'h ar Muzezed, ha prest da sikour ar varzhed.

Tapet e voe gant an haroz Bellerofon.

Steredeg Pegasos.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.