Mont d’an endalc’had

Passendale

Eus Wikipedia
Passendale
municipality section
StadBelgia Kemmañ
E tiriadZonnebeke Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°54′1″N 3°1′14″E Kemmañ
Kod-post8980 Kemmañ
Kod pellgomz an takad051-057 Kemmañ
Map

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Passendale en izelvroeg, Passchendoale e flandrezeg kornôgel, zo ur ranngumun e Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Ur gumun e oa gwechall ; gant lezenn 1977 eo bet lakaet e kumun Zonnebeke.


A-us : Passendale kent an emgann ; a-is : goude an emgann
Brezel-bed kentañ
  • Gorread : 22,22 km²
  • Poblañs (2020) : 3 088 a dud
  • Stankter : 139 den/km²

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beredoù ar C'hommonwealth

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Tyne Cot Cemetery
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo, an hini vrasañ a-douez beredoù brezel ar C'hommonwealth er bed a-bezh. Implijet e voe adalek an 6 a viz Here 1917 betek dibenn Meurzh 1918. Douaret e voe enni 343 soudard eus Lu ar Rouantelezh Unanet ha Lu Kanada. Tapet e voe ar vered hag ar gêriadenn gant an Alamaned e miz Ebrel 1918, a-raok bout adkemeret gant Lu Belgia d'an 28 a viz Gwenholon 1918. Goude an arsav-brezel e voe degaset enni ur bern korfoù soudarded kemeret e beredoù bihan ag ar vro tro-dro[1].
Bro Niver a soudarded
Afrika ar Su 90
Banniel Aostralia Aostralia 1 369
Alamagn 4
Kanada 1 011
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 8 962
Zeland-Nevez 520
Hollad 11 956
  • Passchendaele New British Cemetery
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Savet eo bet goude an arsav-brezel. Degaset e voe enni ur bern korfoù soudarded marvet en emgannoù e Passendale hag e Langemark. Dianav eo chomet tro 1 600 anezhe[2].
Bro Niver a soudarded
Afrika ar Su 3
Banniel Aostralia Aostralia 292
Kanada 651
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 1 026
Zeland-Nevez 126
Hollad 2 098 (pe 2 101)

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]