Nouméa
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3c/Noumea_centre_1402561139_375c811796_o.jpg/300px-Noumea_centre_1402561139_375c811796_o.jpg)
Nouméa (distaget /nu.me.a/) eo kêr-benn Kanaky. Lec'hiet emañ war aod mervent an enez pennañ. 163 723 a dud a oa o chom enni hag en trowardroioù e 2009, ar pezh a war-dro div drederenn eus hollad an tiriad a-bezh. Tud a orin europat eo al lodenn bennañ eus an annezidi (43,4%), hag ar Ganaked da eil gant 25,2%.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek 1866 e oa anvet Port-de-France. Dont a ra an anv Nouméa eus ar yezh a vez komzet dre eno, an Nd(r)umbea. Ar gêr nes Dumbéa a zeu hec'h anv eus hini ar bobl a gomz ar yezh-se.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet ganet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/32/Francis_Carco_1930.jpg/220px-Francis_Carco_1930.jpg)
- Francis Carco (1886), barzh ha kazetenner
- Jacques Lafleur (1932), penn-embregerezh ha politikour
- Colin Higgins (1941), sevener, senarioour ha produer stadunanat
- Marie-France Cubadda (1947), kazetennerez ha kinnigerez skinwel
- Bernard Berger (1957), senarioour ha tresour bannoù-treset
- Antoine Kombouaré (1963), melldroader ha gourdoner
- Robert Teriitehau (1966), plankenner-dre-lien