Mont d’an endalc’had

Niqab

Eus Wikipedia
An niqab e Monterey, California

An niqab (diwar an arabeg نِقاب‎ niqāb, "maskl") zo ur ouel a vez douget gant ar merc'hed e broioù zo eus Azia, evel Arabia pe Yemen. Meur a seurt niqab zo, hag a-wechoù e vez mesket niqab ha burqa.


Berzet eo an niqab e savadurioù ar stad turk; aotreet eo er straedoù ha kement lec'h all zo.

E miz Ebrel 2010 ez eus bet un tamm trouz abalamour d'ur plac'h o vleinañ he c'harr gant he niqab e Naoned. Daoust ha gallout a reer bezañ niqabet da vleinañ pe rankout a reer bezañ diniqab? Politikourien zo hag a garfe lakaat al lezenn c'hall da ziskoulmañ ar gudenn.

Lezenn e Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Vodadenn Vroadel c'hall ez eus bet votet ul lezenn, d'an 19 a viz Mae 2010, a nac'h ar gwir da guzhat an dremm er foran; lakaet eo da dalvezout abaoe an 11 a viz Ebrel 2011.