Nimfezed
An nimfenned pe nimfezed (henc'hresianeg : νύμφη, nýmphē) eo an anv hollek a rae tud Henc'hres eus doueezed an natur, ar mor, an dour, ar c'hoadoù, ar menezioù, ar saonennoù, ar reier, ar c'hevioù. Merc'hed yaouank eus ar re gaerañ e oant, atav noazh pe hanter diwisk, merc'hed da Zeus pe da Ouranos (an Oabl) anezho.
Ganet e oant eus an andonioù a zeue eus ar glav skuilhet gant mestr an doueed.
Stag int ouzh ul lec'h pe un doue bennak (Dionysos, Hermes, Pan) ha pa vez ouzh un doueez e vez kentoc'h ouzh Artemis. Alies e vez satired war o lerc'h.
Alies ivez e vez meneget dimeziñ un nimfenn ha hini ur penn-lignez bennak en deus roet e anv d'ur bobl.
Perzhioù an nimfezed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez tud Hellaz kozh o devoa galloud da strujusaat dre veskañ an aer hag an dour hag ar c'hoadoù. Madelezhus e oant ouzh an natur hag ouzh an dud. Gwareziñ a raent an dud yaouank a yae da gouronkañ da feunteunioù zo, da vezañ glanaet evit genel bugale.
Perzhioù all o doa c'hoazh : diouganerezed e oant, lavarout a raent d'an dud klañv pe da vat pe da fall e troje o chleñved ; gouest e oant da reiñ, d'an dud a eve dour sakr o eien, c'hoant d'ober traoù kaer ha soñjoù uhel ; pareañ a raent kleñvedoù zo gant an dour-se ivez.
Niverus e oant, ha renket e vezont e meur a rumm.
- An Nereidezed a oa er mor
- An Naiadezed a oa er stêrioù
- An Driadezed a oa en dervennegi
- An Alseidezed er brouskoadoù
- An Oreadezed er menezioù
- An Hamadriadezed er c'hoadoù
- An Napeezed er saonennoù
- Ar Meliadezed er gwez-onn
Er mojennoù en o gweler o karout doueed pe tud, o c'henel harozed, hanter doueed, gourdadoù an dud. Boudiged an Henamzer int.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Nymphs by a Fountain, gant Peter Lely (e-tro 1655)
-
Nimfenn o kousket ha bugul o sellet, gant Angelica Kauffman (e-tro 1780)
-
Nimfenned, gant Francesco Hayez (1831)
-
Nimfenned, gant Carl Spitzweg (e-tro 1855)