Mont d’an endalc’had

Namib

Eus Wikipedia
Pelec’h emañ dezerzh an Namib

An Namib zo un dezerzh en em astenn en arvor Namibia, a-hed war-dro 1 600 km, ha war ur gorread 80 000 km². Talvezout a ra an anv Namib kement ha "bras-divent" er yezh nama.

Un dezerzh kozh-kozh eo an Namib, an hini koshañ er bed moarvat. Er su dezhañ, en tu all da gêr Lüderitz, en em astenn un tolead krin, un hanterzezerzh anvet Karoo, en em led war un tamm mat eus Suafrika.

Lakaet eo bet ergoù dezerzh Namib war roll glad bedel an natur, gant an Unesco, e 2013.