Mont d’an endalc’had

Montenotte

Eus Wikipedia
Kartenn eus departamantoù gall Italia, da vare impalaeriezh Napoleon

Montenotte zo anv un departamant gall en Italia krouet en amzer an Impalaer Napoleone Buonaparte.

Dont a ra an anv eus hini kumun Cairo Montenotte, e-kichen Savona. Eno e voe faezhet soudarded aostrian ar jeneral Jean-Pierre de Beaulieu gant re Napoléon Bonaparte en emgann Montenotte d'an 12 a viz Ebrel 1796.

Savet e voe an departamant d'ar 6 a viz Mezheven 1805 pa oa bet aloubet Republik Genova (pe Republik Liguria) gant ar C'hallaoued.

Savona (Savone e galleg) e oa ar pennlec'h. Rannet e oa an departamant e pevar arondisamant : hini Savona, hini Acqui-Terme, hini Porto-Maurizio ha hini Ceva. Diskaret e voe evel an departamantoù gall all war-lerc'h faezhidigezh an impalaer Napoleone Buonaparte e 1814 ha roet da Stadoù Savoia.

Hiriv emañ an douaroù anezhañ e proviñsoù Savona, Alessandria, Imperia ha Cuneo.