Mona Bouzec-Cassagnou
Neuz
Mona Bouzec-Cassagnou | |
---|---|
Ganedigezh | 1927 |
Micher | Kelennerez, skrivagnerez |
Yezhoù labour | (fr) (br) |
Mona Bouzec-Cassagnou, ganet e 1927 e Rieg ha marvet d'an 19 Ebrel 2022[1], oa ur gelennerez hag ur skrivagnerez.
Kelennerez war ar galleg eo bet e Pariz, ha heuliet he doa kentelioù brezhoneg e 14vet arondisamant Pariz e 1968.
Goude-se he doa studiet brezhoneg e skol-veur Roazhon, hag eno he doa tapet ur vestroniezh brezhoneg e 1986, hag un DEA (Diplôme d'études approfondies) studioù keltiek e 1988.
Ober a rae war-dro devezhioù-studi e Rieg ha savet he doa un hentenn-deskiñ a oa bet embannet gant Skol an Emsav e 1981.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1981 : Méthode de breton pour débutants, Roazhon, Skol an Emsav.
- 2002 : Selaou selaou (gant Dominik Bossé, Vincent Lefèvre ha Vincent Lozac'hmeur), Staj brezhoneg Koad-Pin.
- 2002 : Yannig an aod, Gourin, Éditions des Montagnes noires.
- 2002 : Le korrigan de la mer, Gourin, Éd. des Montagnes noires.
- 2017 : Le breton des rives de l'Aven et du Bélon, Lannuon, An Alarc'h.