Miguel Matamoros
Miguel Matamoros a oa a ur c'haner ha sonaozer eus Santiago de Cuba ganet d'ar 5 a viz Mae 1894 ha marvet eno d'ar 15 a viz Ebrel 1971. Brudet eo e laz-seniñ anvet Trio Matamoros hag e ganaouennoù deuet da vout oberennoù klasel e bed sonerezh Kuba hag er bed spagnek penn-da-benn. Unan eus krouerien, pe bruderien, ar son kuban e oa, un doare sonerezh eus reter Kuba.
An Trío Matamoros
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1925 eo e voe savet en Santiago de Cuba, gant Miguel Matamoros, Siro Rodríguez ha Rafael Cueto, an Trío Matamoros hag e 1928 e voe sonenrollet o fladenn gentañ.
Diwezhañ ma kanas an triad dirak an dud a voe e 1960.
Conjunto Matamoros
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1940 e oa deuet mare ar c'h-conjuntos, anezho lazioù-seniñ brasoc'h, ha savet e voe gant Miguel ar c'h-Conjunto Matamoros. Gant se e ranke ar son kemm e zoare, muioc'h a vinvioù a oa eget er re anvet Sexteto pe Septeto, c'hwec'h pe seizh soner enne.
Ur c'hant pezh a voe enrollet gante, gant mouezhioù brudet evel re Benny Moré ha Carlos Embale. Beajiñ a reas al laz da Santo Domingo, Venezuela, Puerto Rico ha New York.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennadoù
- Pennad db an Trío Matamoros (Lennus d'an 8 a viz Gouhere 2013)
- Pennad db an Trío Matamoros (Lennus d'ar 24 a viz Mae 2016)
- Pennad eus an Diario de Cuba : Trío Matamoros o el arte de hacer mal una discografía (2012) [1]
- O kanañ