Michel Santangeli
Michel Santangeli a zo un tabouliner gall, ganet e 1945.
Krog e oa da seniñ er bloazioù 1960 e strolladoù rock 'n roll. Sonet en deus e-barzh Les Chaussettes Noires gant Eddy Mitchell.
E deroù ar bloazioù 1970 e oa aet da c'hoari gant strollad Alan Stivell, asambles gant Gabriel Yacoub, Dan ar Braz ha René Werneer. Ur roll a-bouez en deus bet er berzh a reas ar pladennoù kult À l’Olympia ha Chemins de terre. E zoare da daboulinañ, nerzhus ha digabestr, a zegasas kalz d'ar folk-rock keltiek nevez-c'hanet.
Goude bezañ kuitaet strollad Alan Stivell e kenlabouras gant meur a strollad pe arzour, en o zouez ar Sonerien Du, Malicorne, Dan ar Braz, Iggy Pop. Asambles gant René Werneer e savas ur strollad rock-folk keltiek anvet Ys ivez.
Tabouliner eo bet gant Jacques Higelin e-pad ar bloazioù 1980.