Mehmet V
Mehmet V, ganet d'an 2 a viz Du 1844 e Kergustentin (Impalaeriezh otoman), a voe 35vet sultan an impalaeriezh otoman. Mab e oa da Abdülmecit I. Pemp bloaz ha tri-ugent e oa pa voe lakaet war dron an impalaeriezh gant tud ar strollad Ittihat ve Terakki d'ar 27 a viz Ebrel 1909. Ne oare seurt ebet diwar-benn mererezh ar vro ha leuskel a reas ar galloud d'ar re o doa lakaet anezhañ e penn an impalaeriezh. Mervel a reas d'an 3 a viz Gouere 1918 e memes kêr.
Darvoudoù dindan e ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan e ren e oa toc'hor an impalaeriezh otoman ha rediet da gemer perzh e brezelioù : brezel Tripolitania ouzh Italia, eil brezel ar Balkanioù ouzh Gres hag ar brezel-bed kentañ ouzh Bro-Saoz ha Bro-C'hall.
E 1915 e voe rebechet ouzh Armeniz reiñ skoazell d'ar Rusianed hag ur gouennlazh a voe da-heul ma varvas etre pemp kant mil hag ur milion a dud ennañ. Ur bloaz goude, pan aloubas ar Rusianed reter Turkia, eo ar vuzulmaned a voe lazhadeget gant milisoù armenian.
En e raok: Abdülhamit II |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1909 – 1918 |
War e lerc'h: Mehmet VI |