Mont d’an endalc’had

Marianne Jean-Baptiste

Eus Wikipedia
Marianne Jean Baptiste e 2009

Marianne Raigipcien Jean-Baptiste, pe Marianne Jean-Baptiste, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1967 e Londrez (Bro-Saoz), zo un aktourez saoz, a orin eus Antigua-ha-Barbuda ha Santez-Lusia. Studiet he deus er Royal Academy of Dramatic Art e Londrez ha c'hoariet er Royal National Theatre. Ken brudet eo e metoù ar c'hoariva e Londrez evel er bed abalamour d'he filmoù, met brudetoc'h c'hoazh eo abalamour d'ar skinwel.

Meneg a oa anezhi e 1994 evit ar Ian Charleson Award abalamour d'he c'hoari e-barzh Measure For Measure gant ar gompagnunezh Cheek by Jowl.

Ouzhpenn he labour aktourez he deus enrollet ur bladenn ma kan blues.

Savet he deus sonerezh ar film Career Girls, kaset da benn gant Mike Leigh e 1997 .

Hi an hini a lenn ar "Sonnet 15", gant William Shakespeare, er bladenn When Love Speaks (EMI Classics) embannet e 2002.

  • Cracker (1994) , heuliad-skinwel saoz
  • Without a Trace (2002 - 2009), heuliad-skinwel stadunanat, evel Vivian Johnson.

Without a Trace

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er filmoù-see c'hoari ur boliserez eus an FBI , Vivian Johnson, klañv he c'halon, ur mab dezhi da sevel.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]