MAB PA-15
MAB PA-15 | |
---|---|
Ur bistolenn MAB PA-15 | |
Kinnig | |
Broioù | Euskal Herria Frañs |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek, un ober |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum |
Produer | Manufacture d'Armes de Bayonne |
Mare produiñ | 1966 -1982 |
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù) | |
Mas (hep kartouchenn) | 1,140 kg |
Mas (karget) | 1,330 kg |
Hirder | 202 mm |
Hirder ar c'hanol | 115 mm |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Karger fiñv 15 kartouchenn |
Adstummoù | PA-15 F1 (anvet ivez PAP F-1 en arme c'hall) |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar MAB PA-15 (evit Pistolet Automatique, Pistolenn Aotomatek) zo ur bistolenn damaotomatek un-ober produet gant ar Manufacture d'Armes de Bayonne etre 1966 ha 1982[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deveret eo ar PA-15 eus ar PA-8 produet etre 1966 ha 1965 : damheñvel eo, met brasoc'h eo endalc'h he c'harger (15 kartouchenn e-lec'h 8)[1]. Savet e oa bet ar PA-15 evit kemer plas ar MAC 50 implijet abaoe 1950 evel arm-dorn standart en arme c'hall, met ne zeuas ket a-benn an embregerezh da c'hounit ar marc'had. Implijet e voe gant soudarded zo eus an arme adalek ar bloavezhioù 1970 betek 1990[2], evel gant reoù ar 1añ RIPMa (diazezet e Baiona) pe an 13vet RDP. Implijet e veze gant Service Action ar SDECE gall.
Stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou stumm nesañ eus ar PA-15 a voe savet da gentañ : unan anvet M1 evit an arme hag unan all anvet S (Standard)[1]. An embregerezh MAB a savas ivez ur stumm anvet F1 evit tennerien-sport an arme. Hiroc'h e oa he c'hanol (150 mm e-lec'h 115 mm) ha reoliek e oa he c'houch hag he draen[3]. Ur stumm e .45 ACP a veze studiet pa serras an embregerezh e 1982[1]. Pezhioù an arm a vez produet c'hoazh gant an embregerezh MAM e Baiona.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (en) BUFFALOE Ed, KELSEY Bill, The M.A.B. P-15 Pistol, war Unblinkingeye.com (lennet d'ar 15/07/2024)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 94
- ↑ (fr) MAB Modèle PA-15 et MAB P15-F1 war littlegun.info (lennet d'ar 15/007/2024)