Mont d’an endalc’had

MAB F

Eus Wikipedia
MAB F
Kinnig
Bro Banniel Euskal Herria Euskal Herria, Frañs Frañs
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek
Munisionoù .22 Long Rifle
Mare-produiñ 1950-1963
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) War-dro 0,900 kg
Hirder 270 mm (stumm e ganol 153 mm)
Hirder ar c'hanol 68 mm, 104 mm, 115 mm, 150 mm, 153 mm, 173 mm, 180 mm ha 185 mm hervez an adstummoù
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 50 m
Endalc'h Karger fiñv 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar MAB Modèle F zo ur bistolenn damaotomatek .22 Long Rifle produet gant an embregerezh euskarat Manufacture d'Armes de Bayonne etre 1950 ha 1963. War-dro 30.000 skouerenn anezhi a zo bet graet[1]. Ur stumm anezhi a voe gwerzhet e Stadoù-Unanet Amerika dindan an anv Le Chasseur (ar chaseour).[2]

Ar MAB F zo awenet gant ar Colt Woodsman hag ar Star Modelo F, ur bistolenn ganet en Euskal Herria ivez. Un arm savet evit ar sportoù tennañ eo. Ul loc'henn a gaver war he c'hulasenn evit stankañ anezhi ha lakaat ar bistolenn da vezañ un-tenn. Ur c'harger 10 kartouchenn war ur golonenn a c'haller lakaat en he dornikell. Un draen eeun zo dezhañ, war-dro 0,95 kg he fouez-loc'hañ[1]. Brudet eo he gwikefre evit bezañ fiziapl[2].

  1. 1,0 ha1,1 (fr) LUCOT Julien, Le MAB "F" Type 2 : un pistolet vintage, e Cibles n°646, miz Ebrel 2024, pp. 72-75
  2. 2,0 ha2,1 (fr) MAB Modèle F war littlegun.info (lennet d'ar 14/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan