Lucretia
Lucretia (Lucrezia en italianeg) zo ur vaouez eus istor mojennel Roma, hervez m'eo kontet gant Titus Livius.
Merc'h e oa da Spurius Lucretius ha gwreg da Lucius Tarquinius Collatinus. Brudet e oa he c'hened ha brudetoc'h c'hoazh he vertuz.
Ar roue Tarquinius, pe Lucius Tarquinius Superbus (superbus, a dalv kement ha "lorc'h ennañ"), roue diwezhañ Roma, en doa ur mab, Sextus Tarquinius, un den feuls ha drouk, en doa c'hoant da louzañ vertuz ar wreg feal.
Un deiz ma oa bet pedet mab ar roue gant e bred da di an daou bried e wallas Lucretia, hag e reas evel-se daou dorfed war un dro: unan a-enep ur wreg roman, unan all enep lezennoù an degemerusted.
Pa voe aet kuit an torfedour e c'halvas Lucretia he zad hag he fried ha Lucius Junius Brutus a oa gante. Goude displegañ dezho petra a oa c'hoarvezet, ha goulennet digante he dialañ, en em lazhas dirake gant ur gontell.
Neuze ez eas ar wazed a oa en-dro dezhi da sevel ar bobl, ha Lucius Junius Brutus en o fenn, o tiskouez korf ar wreg lazhet, hag int ha kerzhout war-du Roma.
Erru eno e savjont ar bobl adarre a-enep tiegezh ar roue, ha diskar ar roueelezh.
Edo ar roue Lucius Tarquinius Superbus o vrezeliñ pellik diouzh Roma, setu e rankas distreiñ buanañ ma c'hallas, met pa zegouezhas e oa kloz perzhier kêr, ma rankas mont en harlu da Etruria.
Hervez ar vojenn eta eo war-lerc'h gwallidigezh Lucretia e voe savet ar Republik e -509.
Mammenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet eo istor gwallidigezh Lucretia dre an istorour roman Titus Livius, a gont an darvoud e dibenn e levr kentañ (chap. 58-60) eus e Istor Roma.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontet eo bet an istor
- e The Legend of Good Women, ur varzhoneg eus 1380 gant Geoffrey Chaucer,
- e The Rape of Lucrece, ur varzhoneg eus 1594 gant William Shakespeare a venegas anezhi ivez en e bezh-c'hoari ( Titus Andronicus);
- Two ladies fair, but most unfortunate
- Have in their ruins rais'd declining Rome,
- Lucretia and Virginia, both renowned
- For chastity
- (Titus Andronicus)
- e The Rape of Lucrece, ur pezh-c'hoari eus ar bloavezh 1607 gant Thomas Heywood;
- e Lucrèce, un drajedienn eus 1566 gant Nicolas Filleul;
- e Le Viol de Lucrèce, ur pezh-c'hoari eus 1931 gant André Obey;
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Rape of Lucretia, un opera gant Benjamin Britten e 1946.
Liverezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwallidigezh hag emlazh Lucretia zo bet livet meur a wech, gant Tizian (div daolenn), Giampietrino, Rembrandt, Dürer, Raffaello, Sandro Botticelli, Paolo Veronese, Jörg Breu an Henañ, Johannes Moreelse, Simon Vouet, ha re all.
-
Emlazh Lucretia, skeudenn diwar ur c'houevrengravadur eus ar bloavezh 1534, gant an engravour italian Marcantonio Raimondi (Bologna ~1480 - war-dro 1534)
-
Gant Parmigianino
-
Gant Tizian
-
Lucretia (1520-1525), gant Joos van Cleve -
-
Gant Luca Giordano
-
Gant Sandro Botticelli
-
Gant Joerg Breu an Henañ
-
Gant Eduardo Rosales
-
Gant Andrea Casali
-
Gant Michele Tosini