Mont d’an endalc’had

Llanfaglan

Eus Wikipedia
Llanfaglan
kêriadenn
Anv ofisielLlanfaglan, Llanfaglan Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadKontelezh Gwynedd Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC±00:00 Kemmañ
Kontelezh istorelSir Gaernarfon Kemmañ
Daveennoù douaroniel53°7′12″N 4°18′37″W Kemmañ
Kod-postLL54 Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySH469602 Kemmañ
Map
Iliz sant Baglan e Llanfaglan

Llanfaglan zo ur barrezig eus Gwynedd, e Kembre, 3 c'hardlev er mervent da gCaernarfon war lez ar Menai.

Emañ iliz Llanfaglan e-kreiz ur park, digenvez ha dizarempred. Perc'hennet eo gant ar c'hevredad Friends of Friendless Churches. Krediñ a reer e oa un neved rakkristen. Ur maen zo enni, skrivet warnañ Lovernus Fil. Mein all a vije eus ar Vvet kantved hag eus ar VIvet kantved. An iliz a weler hiriv avat a zo eus an XIIIvet kantved, gant tammoù eus ar XVIIvet kantved. Implijet e vez c'hoazh gwechig an amzer.

Feunteun Vaglan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost d'an iliz, en ur park digleuz, e oa gwechall ur puñs a veze graet Ffynnon Faglan (Feunteun Vaglan) anezhañ. Llanfaglan a oa bet savet, a-hervez, gant Sant Baglan, hag ar puñs ivez. Pareañ kleñvedoù a rae an dour. Dour a veze lakaet war ar rann eus ar c'horf a roe poan, ha taolet e veze ur spilhenn en dour. Pareet e veze ar c'hreskennoù anvet gwenan (pe gwenaennoù) ivez. Gwalc'het e vezent, ha toullet gant ur spilhenn a veze taolet er puñs. Distrujet eo bet ar puñs en XIXvet kantved, goude tennet daou gelorniad spilhoù anezhañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]