Mont d’an endalc’had

Llanerfyl

Eus Wikipedia
Iliz Santez Erfyl e Llanerfyl

Llanerfyl zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ hanter-hent etre Y Trallwng er reter ha Dolgellau er c'hornôg.

Redek a ra ar stêr Banwy hebiou ar gêriadenn, war-zu Y Trallwng.

Gouestlet eo an iliz da santez Erfyl/Eurfyl. Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn ar santez-se, kontañ a reer e oa merc'h da Sant Padarn. En iliz ez eus un dar gozh (eus ar 5vet pe 6vet kantved) ha warni un enskrivadur e latin :

HIC [IN] / TUM(V)LO IAC/IT R[O]STE/ECE FILIA PA/TERNINI / AN(N)IS XIII IN / PA(CE)
("Amañ er bez e c'hourvez *Rhostege merc'h Padarn, 13 vloaz. Peoc'h dezhi.')[1].

Eus Llanerfyl eo genidik ar ganerez ha telennourez Siân James.

E 2011 e oa 406 a dud o chom e kumuniezh Llanerfyl ha 223 anezho a oa kembraegerien (56,5%)[2].

  1. T. D. Beverton, The Book of Welsh Saints (Cyhoeddiadau Glyndŵr, 2000).
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..