Llandidiwg
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/66/DIXTON.jpg/250px-DIXTON.jpg)
Llandidiwg (Dixton e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur barrez eus kreisteiz Kembre, e Sir Fynwy. Emañ en hanternoz da gêr Trefynwy, e biz ar gontelezh, nepell diouzh bevenn Bro-Saoz.
Redek a ra ar stêr Gwy hebiou Llandidiwg.
Gouestlet eo an iliz-parrez da Sant Pêr, met krediñ a reer e voe savet an iliz a zo bremañ e-lec'h un iliz koshoc'h pe ur peniti gouestlet da sant Tydiwg.