Mont d’an endalc’had

Llandŵ

Eus Wikipedia
Plakenn-gounaat gwallzarvoud karr-nij Llandŵ.

Llandŵ (Llandow e saozneg), zo ur gêriadenn e-kreiz Bro Morgannwg, e kreisteiz Kembre, un 20 km er mervent da Kerdiz hag ur 5 km er c'hornôg da Y Bont-faen.

  • E-pad an Eil Brezel-bed e oa eno un nijva d'ar RAF. Hiziv eo aet un darn eus an dachenn da bark redadegoù kirri.
  • D'an 12 a viz Meurzh 1950 e c'hoarvezas ur gwallzarvoud gant ur c'harr-nij e Llandŵ, ha lazhet e voe 80 den bet e dulenn o reiñ harp d'ar skipailh rugbi broadel[1]*
  • E 2012 e oa an Eisteddfod Vroadel war dachenn an nijva kozh e Llandŵ[2].
  1. Newyddion BBC
  2. https://web.archive.org/web/20120716233237/http://www.eisteddfod.org.uk/cymraeg/content.php?nID=684