Mont d’an endalc’had

Linus Torvalds

Eus Wikipedia
Linus Torvalds
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Finland Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLinus Torvalds Kemmañ
Anv ganedigezhLinus Benedict Torvalds Kemmañ
Anv-bihanLinus, Benedict Kemmañ
Anv-familhTorvalds Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Kzu 1969 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHelsinki Kemmañ
TadNils Torvalds Kemmañ
MammAnna Torvalds Kemmañ
Breur pe c'hoarLeo Torvalds, Christopher Torvalds, Alexander Torvalds, Sara Torvalds Kemmañ
PriedTove Torvalds Kemmañ
BugelPatricia Miranda Torvalds, Daniela Yolanda Torvalds, Celeste Amanda Torvalds Kemmañ
KarOle Torvalds Kemmañ
Yezh vammFinland Swedish Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetFinland Swedish, finneg, saozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherprogrammer Kemmañ
Tachenn laboursoftware engineer Kemmañ
ImplijerTransmeta Corporation, Open Source Development Labs, Linux Foundation, University of Helsinki Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Helsinki, Svenska normallyceum Kemmañ
Diplom skol-veurDoctor of Sciences in Physics and Mathematics Kemmañ
Lec'h annezHelsinki, Santa Clara Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Oberenn heverkLinux kernel, Git, Subsurface Kemmañ
Diellaouet gantComputer History Museum Kemmañ
Anvet diwarLinus Pauling Kemmañ
Ezel eusRoyal Swedish Academy of Engineering Sciences Kemmañ
Darvoud-alc'hwezsabbatical Kemmañ
Public key fingerprintABAF 11C6 5A29 70B1 30AB E3C4 79BE 3E43 0041 1886 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://torvalds-family.blogspot.com Kemmañ
Linus Torvalds

Linus Benedict Torvalds, ganet an 28 a viz Kerzu 1969 e Helsinki e Finland, a zo ur stlennegour finlandat. Anavezet eo evit bezañ krouet e 1991 kraoñell Linux, hag a roio goude ar reizhiad korvoiñ GNU/Linux. Kenderc'hel a ra hiriv an deiz gant diorroadur hennezh.

Ganet eo Linus Torvalds e Helsinki, kêr-benn Finland, mab d'ar gazetennourien Anna ha Nils Torvalds, ha mab-bihan d'ar barzh Ole Torvalds. Svedegerien eo e dud (Finlandssvensk), yezherien a ya d'ober 5.5% eus annezidi Finland. Bet eo Torvalds e Skol-Veur Helsinki etre 1988 ha 1996, ha taêt gantañ ur vestroniezh war ar stlenneg er NODES research group. Paouezet e oa gant e studioù goude ur bloavezh pa oa aet d'an arme, ha tapet gantañ galoñsoù betek bezañ eil-letanant. Jediñ a rae durc'hadurioù ha treug an tennoù. E 1990, adkemere en deus e studioù er skol-veur, ha dizoloet en deus UNIX evit ar wech kentañ, en e stumm DEC MicroVAX o lakaat da dreiñ ULTRIX.

E dedenn evit an urzhiataerioù en deus kroget gant ar Commodore VIC-20. Goude ar VIC-20, prenet en deus ar Sinclair QL, lec'h m'en deus cheñchet e reizhad korvoiñ. Programmet en deus ur yezh asambliñ hag un editour testenn evit ar QL, hag ivez un nebeud c'hoarioù. Anavezet eo evit bezañ skrivet ur gopienn eus Pac-Man, anvet Cool Man. D'an 2 a viz Genver 1991 en doa prenet un IBM-PC gant un Intel 80386 ha chomet e oa ur mizvezh o c'hoari Prince of Persia a-raok resev e skouerenn eus MINIX ar pezh en deus lakaet anezhañ da labourat war Linux.

Linus Torvalds a zo dimezet gant Tove Torvalds. Kejet o deus evit ar wech kentañ e diskar-amzer 1993. Torvalds a oa o kinnig e poelladennoù evit urzhiataerioù labourva ha laâret en deus d'ar studierien da gas dezhañ un e-mail evit un test, ha Tove en deus kaset dezhañ un e-mail o c'houlenn un emgav. Tove ha Linus a zo bet dimezet diwezhatoc'h hag o deus bet teir merc'h, Patricia, Daniela, ha Celeste.

Goude un dro e Transmeta e fin 1996, asantet en deus ur plas en embregerezh e Kalifornia, lec'h m'en deus labouret eus miz C'hwevrer 1997 betek miz Even 2003. Goude ez eo aet en Open Source Development Labs, a zo goude aet gant ar Free Standards Group evit dont da vezañ Linux Foundation. E miz Even 2004, Torvalds hag e familh a zo aet e Portland, Oregon, evit bezañ tostoc'h eus karterioù OSDL.

E vaskotenn personel a zo ur mank (evn) anvet Tux, hag a zo bet kalet gant kumuniezh Linux evel moskotenn ofisiel kraoñel Linux. Lar a ra ez eo an open-source an doare nemetañ da grouiñ poelladoù vat, lâret en deus ivez e implij an ostilhoù gwellañ evit labourat, memes ma 'z eus enno poelladoù perc'henn.

Er c'hontrol eus pep brasañ pennoù-bras an Open Source, Linus Torvalds a chom kuzh hag a nac'h alies reiñ evezhiadennoù war ar reizhadoù korvoiñ all evel Windows. Padal reaktiñ a ra gant nerzh pa vez lavaret traoù diwar-benn Linux.

Lavaret en deus Linus e 2009 e oa deuet da vezañ Linux divent ha spouronus ha ne oa ket mui ar c'hraonell skañv ha efedus en doa raktreset p'en deus kroget da diorren ar reizhad. Kement-se a zo komprenus dre m'eo ur reizhad open-source hag e c'hell pep hini cheñch ar c'hod orin. Ouzhpenn da-se ez eo Linux gouest da dreiñ war an holl urzhiaterioù ha zoken pellgomzerioù hezoug galloudus, ar pezh a gemer plas.

Frazennoù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Software is like sex, it's better when it's free! : « Ar poelladoù a zo evel ar reizh, gwelloc'h eo pa 'z eo digoust ! »

Posupl eo e vefe e spered Linus e talvezfe free kentoc'h dieub pe frank, dre ma dalv free e saozneg an daou c'her.

  • If 386BSD had been available when I started on Linux, Linux would probably never had happened.. : « Ma 386BSD a vefe amañ pa oen o kregiñ gant Linux, sur a-walc'h ne vije ket bet eus Linux.
  • An dud a zo kreizennet war ar surentez a zo tud a ne c'houzañvan ket. Krediñ a ran ez eo tud OpenBSD ur strollad marmouzed o c'hoari bazh-noilh dre ma kemeront ar surentez gant kement a dalvoudegezh ken ne 'z eus netra all evito.
  • Linus Torvalds, David Diamond : Just for Fun: The Story of an Accidental Revolutionary, New York, HarperBusiness, 2001, ISBN 0-06-662072-4.
  • An asteroidoù (9793) Torvalds ha (9885) Linux a zo bet anvet en enor dezhañ: dre ma'z eo digor kod-eien Linux d'an holl eo bet implijet e meur a sistem jediñ, detektiñ hag analizerezh asteroidoù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.