Mont d’an endalc’had

Kuzulier-departamant

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar c'huzulier-kanton (evel ma veze lavaret person kanton) pe kuzulier-departamant (peogwir e vezont bodet e pennlec'h an departamant) pe c'hoazh, hervez ar c'hiz kozh, ar c'hoñsailher a vez dilennet gant dilennerien ur c'hanton, hervez reolennoù ur mouezhiadur unanv muianiverek div dro dezhañ en ur vouezhiadeg hollek eeun.

An holl guzulierien bet dilennet en un departamant gall bennak a ya da ober ar C'huzul-departamant, framm melestradurel an departamant. Galloud-oberiant ar framm-se a vez dalc'het gant prezidant ar C'huzul-departamant, harpet gant ar Bodad-pad.

E pep departament e vez nevesaet an hanter eus ar guzulerien bep tri bloaz, an eil votadeg o tegouezhout da vare an dilennadeoù-kêr hag eben da vare an dilennadegoù-rannvro.

Dilennet eo kement kuzulier-departamant evit 6 bloaz, nemet ma'z eo bet dilennet goude ur votadeg darnel (aozet goude marv ar c'huzulier e plas, da skouer). Padout a ra amzer-gefridi an dilennad nevez betek termen amzer-gefridi ar c'huzulier kent. Evel-se ne vez ket kemmet deiziataer an dilennadegoù-departamant.

Daoust ma n'eo ket termenet da vat ez eo un tamm ar c'huzulier-departamant en e ganton, evel ar c'hannad en e bastell-vro.