Kentañ brezel Indez-Sina
Rann eus | Indochina Wars, Brezel Yen ![]() |
---|---|
Stad | Indez-Sina c'hall ![]() |
Lec'h | Indez-Sina c'hall ![]() |
Deiziad kregiñ | 19 Kzu 1946 ![]() |
Deiziad echuiñ | 1 Eos 1954 ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/33/First_Indochina_War_COLLAGE.jpg/250px-First_Indochina_War_COLLAGE.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a6/First_Indochina_War_map_1946_to_1954_de.svg/220px-First_Indochina_War_map_1946_to_1954_de.svg.png)
Kentañ brezel Indez-Sina a voe ur brezel etre Bro-C'hall ha Republik Demokratel Viêt Nam, bet embannet d'an 2 a viz Gwengolo 1945 gant broadelourien gomunour ar Việt Minh, en Indez-Sina c'hall. Kregiñ a reas e 1946 hag echuiñ a reas e 1954.
Disoc'h ar brezel a voe divod ar c'hevredad, lorc'h ar broioù nevez krouet eus an Impalaeriezh trevadennel c'hall ha rannadur an div Stad war an tiriad vietnamian. Bez e oa bet 500 000 Lazhet.
Miz Eost 1945: ar Việt Minh, luskad dizalc'hour vietnamian komunour, a denn gounid eus dalc'hidigezh Indez-Sina gant ar Japaniz pemp miz en a-raok (kennaroud brezel ar Meurvor Habask), a gemeras ar galloud en drevadenn c'hall. Gouarnamant da c'hortoz ar Republik C'hall a gasas prim ur c'horfad soudarded ergerzhad evit adkemer an tiriad kollet. Buan a-walc'h e drenkas an darvoudoù goude miz Du 1946 betek degouezhout d'ur brezel etre nerzhioù Republik Demokratel Viêt Nam hag ar C'hallaoued.
Red an darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/61/Viet_Minh_during_August_Revolution.jpg/220px-Viet_Minh_during_August_Revolution.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f3/1stIndochinaWar004.jpg/220px-1stIndochinaWar004.jpg)