Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Paotr

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

trugarez (met...)

[kemmañ ar vammenn]

trugarez evit al labour spontus teus bet o reizhañ ar pennadoù savet ganin-me. met, mar plij na reizh nag ar c'hemamdurioù d>z hag a vez kavet e bro-leon nemet ken na 'skwer' hag a zo kevatal da 'skouer'...

trugarez evit kargañ skedenn enver hoxha. klasket 'm oa ober, met ankounac'haet em boe penaos ober :-( neal

---

Taolenn evit rummatadur al loened

[kemmañ ar vammenn]

Gwelloc'h eo ober gant ar gerioù degemeret en deskadurezh vrezhonek evit an daksinomiezh :

{{{anvboutin}}}
Ren {{{ren}}}
Skourrad {{{skour}}}
Kevrennad {{{kevr}}}
Urzhiad {{{urzh}}}
Kerentiad {{{ker}}}
Iskerentiad {{{isker}}}
Doaread {{{doar}}}
anv skiantel
{{{anvskiant}}}

Mammenn : Geriaoueg skiantoù an Natur, 3de emb., 1995. Kreizenn ar geriaouiñ. Eil derez Diwan.
Ret e vo kompren penaos e vez kempennet an taxoboxoù war ar wikioù al
Ch. Rogel 22:35, 17 August 2005 (UTC) Moa ket gwelet e oa implijet ivez kevrennad (hag iskevrennad), kerentiad hag iskerentiad. Ch. Rogel

trugarekaat

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit ar skeudennoù Fulup 30 Aug 2005 à 07:20 (UTC)

Trugarez c'hoazh. Pellgarget em eus paint shop pro met n'ouzon ket re penaos en em gemer evit diverkañ ar pezh zo skrivet hag adskrivañ war c'horre ken brav hep diverkañ foñs ar skeudenn. Klask a rin embreger. Fulup 31 Aug 2005 à 16:09 (UTC)

An holl anvioù mizioù a vez skrivet gant ur bennlizherenn, evel re deizioù ar sizhun (Lun, Meurzh,...). Kalon vat dit--Yun 10 Gwe 2005 à 14:03 (UTC)

Pennadoù devezhioù ar bloaz

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, pe dit, n'ouzon ket morse penaos ober war ar wiki. Ret e vije lakaat ur reolenn. Mat-tre em eus kavet da bennadoù diwar-benn devezhioù ar sizhun met nec'het on gant un draig. Kroget az peus d'ober gant un droienn hir en titloù evel 19 a viz Gwengolo ha da'm soñj e vije gwelloc'h ober gant ur stumm berr, 19 Gwengolo, mod un deiziadur, evit ma c'hallfe ar pennadoù klotañ gant re ar bloavezhioù on krog da sevel patromoù evito. Gallout a rez mont da sellet ouzh pennad ar bloavezh 1972 am eus graet evel test. Pounner-tre e vije mont da ouzhpennañ. a viz bep tro. Lakaat a viz dalc'hmat zo deuet da vezañ ur seurt tik, un tamm evel lakaat bro dirak anv kement bro zo tout. Un aezamant komz eo met n'eo ket ret ober gant se atav, dreist-holl dre skrid ha dreist-holl amañ pa'z eus ezhomm a reiñ kalz a zeiziadoù an eil war-lerc'h egile. --Fulup 19 Gwe 2005 à 16:57 (UTC)

Mat eo. Trugarez. --Fulup 20 Gwe 2005 à 07:53 (UTC)

  • Digarez, ingal eo din e gwirionez, Taxobox pe taksoboest. Krouet em eus an traoù war ar prim hep gwiriañ, ar wech kentañ e oa din treiñ ur pennad a denne d'al loened. Troet em eus ar patromoù hep klask pelloc'h ha n'em boa ket lennet ar pennadoù a denne d'al laboused. --Fulup 3 Her 2005 à 07:18 (UTC)
  • Mat eo din ober evel ma lavarez. Ret eo reizhañ an droienn Rummatadur klasel (un s hepken da Klasel, pennlizherenn da Rummatadur, lizherenn vihan da klasel); a-hend-all e kavfen gwelloc'h ma vije tu da welet an anvioù el liester (Artropoded, Amprevaned...) hag Animalia a drofen aes a-walc'h gant Loened. --Fulup 4 Her 2005 à 07:45 (UTC)
  • Sikour mar plij. Klasket em eus implijout hag azasaat da batromoù taxobox evit ar plant met poan am eus bet. Ret e vije cheñch al liv (lakaat gwer evit ar plant) ha kempenn ar voest zo digempouez bremañ gant lodenn ar vevoniezh. Gallout a rez mont da welet war ar pennad Prunus evit en em rentañ kont. Sell ivez war ar wiki saozneg, eveit gwelet penaos e teu aze. Trugarez en a-raok. --Fulup 9 Her 2005 à 16:57 (UTC)
  • Trugarez vras, kalz bravoc'h eo bremañ. Chom a ra just ar vi-koukoug da reizhañ evit Rummatadur klasel (un s hepken, mui eilpennañ ar pennlizherennoù evel ma oa bet graet evit Lepisma saccharina). Trugarez c'hoazh, evit pennad ar sizhun e oa. --Fulup 10 Her 2005 à 08:10 (UTC)

Geo, gwirioù zo sur a-walc'h. Ma vez c'hoant da implijout al logo evit lavaret eo sikouret tra pe dra gant ar rannvro e ranker goulenn an aotre met amañ n'eo ket heñvel, se zo evit kelaouiñ an dud diwar-benn peseurt stumm zo d'al logo nevez. Ur skeudenn a oa bet war Ouest-France evit se da skouer. Kazetennerezh eo. Kinniget eo war lec'hienn ar rannvro evel teulioù a c'hall an holl pellgargañ en un doare foran. Ne gav ket din e vije kudennek. --Fulup 11 Her 2005 à 16:13 (UTC)

Warc'hoazh, 15 a viz Du, e vo kentañ deiz-ha-bloaz marv 12 Breton war chanterioù Sant-Nazer da-geñver gweladeg kentañ ar familhoù pa oa bet nevez echuet sevel ar mordreizher Queen Elisabeth II. Brav e vefe degas ar fed glac'harus-mañ da soñj war pennad an deiz-se pa savi anezhañ. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 14 Du 2005 da 18:32 (UTC)[respont]

  • Petra a soñjez eus doare nevez a rbajenn zegemer ?

--Fulup 20 Du 2005 da 15:17 (UTC)[respont]

N'eo ket d'ar c'hentañ a viz Kerzu 1892 e oa bet ganet Franco met d'ar 4 a viz Kerzu 1892 --Llydawr 30 Du 2005


Trugarez da vezañ degemeret ac'hanon d'an 18. N'em boa ket respontet abalamour ne ouien ket mont en-dro ur wiki. MP 21 Gen 2006 da 16:26 (UTC)[respont]

Vot evit ar verourien

[kemmañ ar vammenn]
  • Digarez ac'hanon met ranket em eus tennañ da vot eus pajenn an dilennadeg. Ar sizhun-mañ zo ur sizhun digor d'an holl re a fell dezho lakaat o anv. N'eo ket digor ar vot c'hoazh. N'eo nemet ar sizhun o tont e vo digoret ar vot pa vo klozet roll an dud zo war a renk. Netra a-enep dit eta, evel-just. --Fulup 23 Gen 2006 da 18:54 (UTC)[respont]

Skoazell eit ur patrom

[kemmañ ar vammenn]

Gwelet em eus e oas stlennour, n'hallfes ket klask kempenn ar patrom am eus lakaet war pennad an Hamas, n'ouzon ket perak ne zeu ket brav. Gallout a rez keñveriañ gant ar patrom orin e saozneg, dit da welet penaos e tlefe bezañ. Trugarez dit en a-raok. N'on ket em aez gant ar boestoù titouriñ. --Fulup 27 Gen 2006 da 19:10 (UTC)[respont]

Dilennit ho merourien

[kemmañ ar vammenn]

Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ

Statud Merour

[kemmañ ar vammenn]

O paouez sevel ar goulenn ent ofisiel emaon evidomp hon-tri war meta amañ --Fulup 8 C'hwe 2006 da 11:52 (UTC)[respont]

Setu un tamm displegadenn emaon o paouez lakaat da Neal a c'houlenne penaos ez ae an traoù en-dro. He lakaat a ran dit ivez, kement hag ober.

  • Ma, n'eo ket re ziaes an doare war a seblant. Degemeret out bet da verour en endervezh-mañ gant un norvegad zo bet jentil a-walc'h evit ober war-dro ma goulenn evidomp hon-tri diouzhtu.

Ma sellez mat ouzh ar pempilhoù (boutonoù) zo a-us da'z pajennoù e weli int niverusoc'h bremañ.

  • Ur bouton gwareziñ peus, klik warnañ evit gwareziñ pajennoù. Graet em eus un esae gant pajenn an dilennadeg zo kloz bremañ. Ret e oa gwareziñ anezhi a-raok he diellaouiñ. sell ouzh ar bajenn dilennadeg evit gwelet. Klask mont ur wech dindan da anv implijer hag ur wech all en un doare dianav. Gwelet a ri an diforc'h.
  • Ur bouton diverkañ peus ivez bremañ. Implijet e vez evit diverkañ pajennoù didalvez.
  • A-hend-all eo deuet glas al liamm stankañ zo e-kichen anv an implijerien war pajenn ar c'hemmoù diwezhañ. Tro am eus bet d'e implij goude-merenn diouzhtu p'omp bet taget. Efedus eo. Stanket em eus ar gwir ouzh an tager da zont e-pad 3 devezh.

Adkempennet em eus pajenn ar Pajennoù da nullañ. Kerzh da welet, da'm soñj eo sklaer. Kemer a rez pennadoù e roll ar pennadoù zo merket da vezañ diverket gant an dud; diverkañ a rez anezho gant da vouton hud ha renkañ a rez ar goulenn er rummad : Goulennoù bet respontet dezho. Setu. Troet em eus ar patrom Graet {{graet}} da lakaat dirak evit ma vo sklaeroc'h c'hoazh.

Ouzhpenn em eus troet tout ar pajennoù a denne d'ar verourien evit displegañ sklaer an traoù evit an holl. Diegi em boa met ret e oa d'unan bennak pegañ e-barzh. Kerzh da welet ha kemer un tammig amzer evit lenn anezho. Mont a ra en-dro plaen a gav din. Ur patrom zo da vezañ heuliet gant an dud; evel-se e vo sklaer pep tra emichañs ha ne vo ket klemmoù. --Fulup 8 C'hwe 2006 da 21:20 (UTC)[respont]

Ur wech diverket ur pennad ganit eo ret renkañ anezhañ er rumm Goulennoù respontet dezho evit ma vo sklaer d'an dud. Digor ar rann, gra eilañ, enroll, ha peg an traoù er rann Goulennoù bet respontet dezho. Trugarez --Fulup 10 C'hwe 2006 da 10:43 (UTC)[respont]

Ne zeuan ket a-benn da lakaat ar roll disachañ gant lizherenneg pep yezh da zont war-wel er voest editools. Sell penaos emañ e galleg mar plij. An hevelep chomlec'h eo nemet fr e-lec'h br evel-just. Trugarez dit en a-raok. Fulup

Ya, gouzout a ran, krog on da dreiñ met marteze ez eus lodennoù n'em eus troet c'hoazh hag a oa ezhomm evit ma yafe en-dro plaen. Diaes eo din a-wechoù koulskoude rak ne gomprenan ket atav mat-tre ar pezh a droan. Kavout a ri ar monobook gant ar pajennoù dibar (er marzh kleiz), goude, dibab Roll kemennoù ar Reizhiad. Gallout a ri keñveriañ gant ar galleg (messages systèmes), kalz muioc'h a draoù zo e galleg. Klask a rin treiñ an traoù tamm-ha-tamm. Bez'emañ ar monobook css ivez ha setu perak ne zeu ket mat war wel taolennoù zo a-wechoù (afer an Hamas) da skouer. Bremañ ec'h ouzon pelec'h emañ orin ar mankoù met n'on ket sur da vezañ gouest da ziskoulmañ pep tra ma-unan. --Fulup 14 C'hwe 2006 da 20:09 (UTC)[respont]

Nevsaet eo bet an etrefas gant servijer dec'h da noz. Tost 1100 kemenadenn am boa troet zo distro e saozneg ! Adlakaet em eus ar re a vez gwelet ar muiañ evit na vije ket re kollet an dud. E saozneg emañ an deizad war ar bajenn gentañ avat ha ne gavan ket penaos reizhet se (Adlakaet em eus ar stumm brezhonek e roll kemennoù ar reizhiad koulskoude. Gallout a rez klask gwelet petra zo kaoz ? trugarez dit en a-raok --Fulup 26 C'hwe 2006 da 23:16 (UTC)[respont]

Robinhoudeg

[kemmañ ar vammenn]

salut dit! hiziv em eus gwarezet ar pennad robinhoudeg. n'oûn ket hag-eñ em eus graet mat pe get, met erru e oan skuizh gant doare tud zo da glask skarzhañ traoù pe lakaat anezhe da vont hervez o c'hoantoù personel e-lec'h derc'hel kont eus c'hoantoù ar gumuniezh en he fezh. ro din da ali, mar plij. --Neal 27 C'hwe 2006 da 11:45 (UTC)[respont]

ne gomprenan ket gant petra out a-du: gant ma vije gwarezet ar pennad betek ma vije bet diskoulmet an tabut savet gant un den gant an holl pe gant ar fed ma c'hellje un den e-unan mont da skarzhañ ur pennad a-bezh dre ma ne glot ket gant e c'hoant pe e vennozhioù-eñ...

--Neal 27 C'hwe 2006 da 16:07 (UTC)[respont]

Pajenn degemer : liamm war-du ur pennad pe war-du ur rummad ?

[kemmañ ar vammenn]

Gwelet em eus ac'h eus lakaet ar pennad urzhiataerezh e-lec'h ar rummad urzhiataerezh war ar bajenn degemer. Da'm soñj e vefe ezhomm da gomz diwar-benn peseurt politikerezh evit ar bajenn degemer : kas war-du ur pennad hepken, unan skort a-wechoù hep nemeur a liammoù ennañ marteze, pe digeriñ gant ur rummad evit heñchañ an dud war-du pennadoù a bep seurt. Evit poent eo an dibab-mañ am boa graet kentoc'h. --Fulup 28 C'hwe 2006 da 20:27 (UTC)[respont]

rummadoù ar pennadoù kêrioù

[kemmañ ar vammenn]
  • Mat-tre da labour evit kempenn pennadoù kumunioù Breizh. Ma c'hallez soñjal n'eo ket fall ouzhpennañ ivez ur rummad gant anv ar gêr hec'h-unan e pep pennad. Evel-se, da skouer, e vo kavet e rummad Brest, an holl dud bet o chom, o labourat e Brest, ganet e Brest pe stag ouzh Brest e mod pe vod. --Fulup 8 Meu 2006 da 11:30 (UTC)[respont]


kempenn boestoù kelaouiñ

[kemmañ ar vammenn]

Ur gudenn am eus evit kinklañ boestoù kelaouiñ diwar ar wiki saoznek. Ne gomprenan ket perak ne zeuont ket mat war wel. E brezhoneg e chomont a-gleiz a-us d'ar pennad hag a saozneg e vezont klenket prop. N'hallfes ket klask renkañ an dra-se evidin mar plij ? Kerzh da welet war pennad Ouragan bras 1780 (sell ivez ouzh an hevelep pennad e saozneg). Mar gallfes kempenn se e vefe brav peogwir ez eo ar pennad zo bet dibabet evit bezañ pennad ar sizhun. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 12 Meu 2006 da 20:57 (UTC)[respont]

Ma digarez Paotr

[kemmañ ar vammenn]

gallout a ran mont war-araok horc'h pennad diwar-bann plouie? deus plouie on hag mat e vefe din skrivan diwar-benn ma ker-vamm-familh. trugarez. Chouchenn


27/03/06: trugarez! Chouchenn

afer merouriezh

[kemmañ ar vammenn]

da heul ar gaozeadenn bet kaset en-dro stag ouzh ar pennad Republikanouriezh ha liammet ouzh ar fed ma oa bet nullet ganin ar pennad Republikan e c'houlennan ali an daou verour all. ezhomm am eus da c'hoût hag-eñ am eus graet mat rak "taget" on bet da vezañ graet hervez ma mennozhioù personel-me (ar pezh na vefe ket reizh na tamm ebet evit ur merour, anat deoc'h). dav eo din goût petra a soñj ar verourion all, ha doujañ a rin d'ho alioù evel-just. Ho pediñ a ran lenn ar gaozeadenn-mañ Kaozeal:Republikanouriezh ha kas ho tiviz din-me, d'ar merour all hag ivez d'ar c'henlabourer bet savet ar pennad gantañ Implijer:Bianchi-Bihan. Trugarez.--Neal 8 Ebr 2006 da 07:47 (UTC)[respont]

Afer merourezh all

[kemmañ ar vammenn]

A-divout ar pennad Frañsez an Eil pe Frañsez II

Setu ar gerig am eus kaset da Vianchi-Bihan). Roit din ho soñj mar plij.

Da skrivañ a ran ar wezh-mañ evel merour (kaste e vo un eilskrid d'ar verourion all). D'am soñj n'emañ ket sklaer evidout penaos ec'h a en-dro ar wikipedia , rak daoust ha m'emañ gwir e c'hell pep hini sevel ar pennadoù m'en deus c'hoant, pa sav un tabut wra ar pennad-mañ'r-pennad e vez klasket kaout un diskoulm dre en em glevout ar gumuniezh en he fezh kentoc'h evit ober dre c'hoantoù personel pep hini. marteze ne blij ket d'an holl, met evel-se emañ an traoù. Pa vez kemmet-adkemmet ur pennad hervez c'hoant tud disheñvel o savpoent e vez graet ur bezel outañ war ar wikipedia hag aze emañ ar verourion evit klask o diskoulmañ. d'am soñj ec'h eo gwell klask kaout un emglev a-raok mont da vrezeliñ. Betek-hen war an afer-mañ, pa seller ouzh ar gaozeadenn staget ouzh ar pennad, emañ e teu sklaer ec'h eus un den a sav a-du gant un titl resis (te) ha tri den all hag a sav a-du gant un titl all. Betek ma vo bet roet o ali war an afer-mañ tud all e adkasin ar pennad d'ar stumm ma sav a-du gantañ betek-hen an darn vrasañ a dud bet roet o ali war ar bajenn gaozeal. Damarezet e vo ar bajenn ivez ha lakaet ur menneg warnañ a divout an tabut. Ne vern gant piv e oa bet kroget ar pennad evel-just, daosut ma ma vefe diseven, anat dit, kas da benn seurt kemmoù hep ma kemerfe hi/eñ perzh er c'hoazeadennoù. Hag arabat mont da grediñ ivez e warezan ar pennad-mañ hervez ma c'hantoù terminologel-me, rak daosut hag emañ gwir em eus lâret e vefe gwell din implijout ar stumm "Frañsez II" dre skrid, n'em eus lâret mann ebet diwar-benn ar fed ma rankfer ovber gant ""Frañsez Daou" pe "Frañsez an Eil" dre gomz.--Neal 26 Ebr 2006 da 18:58 (UTC)[respont]

Stankañ kont un implijer

[kemmañ ar vammenn]

Aet on un tammig skuizh gant emzalc'h personel Bianchi-Bihan na gompren ket pe ne fell ket dezhañ kompren reolennoù mont-en-dro diazez ar wikipedia. Gantañ e vez tabutet muic'h eveit sevel pennadoù ha ne ra nemet diouzh e c'hoantoù personel, evel ma disklêrias-eñ e-unan, hep derc'hel kont eus ali ar gumuniezh.

Kaset em boa dezhañ dec'h un tamm gerig o klask lakaat anezhañ da diwall un tammig ha da doujañ ouzh ar reolennoù diazez met war a seblant ez eus bet savet gantañ ur pennad a-ratozh-kaer evit kenderc'hel gant un tabut hag a ren war ur pennad all ha hervez an darv vrasañ eus an dud bet roet o ali war an tem-se war ar bajenn gaozeadenn stag ouzh ar pennad-se e vez savet a-du gant un diskoulm disheñvel diouzh an hini difennet gantañ. da lâret eo, kollet gantañ war un dachenn ec'h a da gas an hevelep brezel war un dachenn all.

Sellit ouzh (hag ar c'haozeadennoù stag oute):

Frañsez II
Frañsez ar C'hentañ

Skuizhus eo ha n'eo ket mat seurt emzalc'hioù evit ar raktres dre vras d'am soñj.

Ne blij ket din seurt traoù, met ne welan ket penaos ober hep lâret dezhañ e vo stanket e gont ra ne gemm ket e doare-ober. met a-raok stankañ e gont e fell din kaout ali ar verourion all. kaset eo bet ar gerig-mañ da:

Paotr
Fulup
Bianchi-Bihan

Neal 27 Ebr 2006 da 07:10 (UTC)[respont]

Graio pep hini pezh a garo, met aesoc'h e vije ma vije lakaet "en" ha neket "e" dirak ar c'hensonennoù.Bianchi-Bihan 4 Mae 2006 da 07:52 (UTC)[respont]

Ezhomm am bo eus da sikour adarre evit ar pennad blev-gaol: deuet on a-benn da sachañ un nebeud skeudennoù, met c'hwitet gant unan.Bianchi-Bihan 5 Mez 2006 da 09:45 (UTC)[respont]

Ha sikour adarre evit gwelout skeudennoù ar pennad kalc'h. Re all a vo moarvat c'hoazh.


Amzer gefridi

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Na dorrit ket ho penn. Difaziet 'vo ganin.


Demat.

Ur gudenn hon eus etre hini Aodoù-an-Arvor hag hini ar Mor-Bihan hag ivez gant Gweltaz: den + kumun.

Penaos dispartiañ?

A galon; Klaod. Kadbzh 22 Mez 2006 da 08:21 (UTC)[respont]

ha " ' " skrab, kollet e oan gant "Roc'han" (!).

A galon.; Klaod. Kadbzh 22 Mez 2006 da 14:15 (UTC)[respont]


Demat.

Ar wirionez ganeoc'h, evel-kustum. 1. Liammoù etrewiki: klask a rin (ne raen ket peogwir n'ouien ket). 2. Memes kudenn evit ar peurrest (nenez a-walc'h on en afer).

A galon.

Klaod. 86.214.18.254 23 Mez 2006 da 15:53 (UTC)[respont]

Emaon o paouez sevel Kiberen ha Karnag; heuliet eo bet an alioù fur bet roet ganeoc'h.

Kudenn: peseurt stumm implijout : "Kewenn" pe "Kewen"? N'emaon ket er gêr.

Mont a ran da furchal àr ar Web.

A galon. Klaod. Kadbzh 23 Mez 2006 da 16:29 (UTC)[respont]

anvioù kumuniezhioù kumunioù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit Paotr,

Anvioù ar c'humuniezhioù a zo war lec'hienn Geobreizh.com ! Mat e vefe evit listenn ar c'humunioù.

Kenavo

Hello. I have got one request for you. I need sentence "sugar in 350 languages" in Breton (I want to do a logo of my site). So, can you write me what`s called this sentence in Breton language? Thank you very much! Szoltys

Skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud.

Moaien vefe deoc'h displegañ (en un doare pedagogel) penaos e raer evit emporzhiañ skeudennoù ag ur wiki arall?

Trugarez en a-raok.

A galon.

Klaod. Kadbzh 11 Gou 2006 da 20:59 (UTC)[respont]

Lec'hienn diavaez Geobreizh

[kemmañ ar vammenn]

Evit ar c'humunioù eo mat lakaat al lec'hienn-mañ da liamm diavaez, met kenkoulz e vefe lakaat war-eeun al liamm brezhonek, pa'z eus ur fichenn vrezhonek evit pep kumun. Trugarez en a-raok. A galon. Rognogno 13 Gou 2006 da 17:38 (UTC)[respont]

A-benn nebeut e vo tizhet an 10 000vet pennad war ar wiki e brezhoneg. Ha ma vije klasket bezañ an 50vet yezh o tizhout al live-se? Vije ket fall, nann? Evit ar mare emañ an albaneg un tammig dirazhomp. Greomp ur striv evit e tibaseal, da skouer o krouiñ pep hini un 10 bajenn 'bloavezh' (1300, hag all) an devezh. Seurt pajennoù a zo aes da grouiñ en ur vunutenn dre kopiañ-pegañ. A galon, Benoni 29 Her 2006 da 12:00 (UTC)[respont]

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

[kemmañ ar vammenn]

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 09:21 (UTC) (Merour)[respont]

El levrioù istor e reer anv eus Samzun ha n'eo ket eus Sant Samzun. Ne vije ket mat ober heñvel? Bernez Bernioù 7 Du 2006 da 12:36 (UTC) Ur c'hinnig ne oa ken, n'on ket troet da lakaat reuz e labour ar re all.Bernez Bernioù 7 Du 2006 da 13:43 (UTC)[respont]

Salud dit ! Graet em eus ur c'hinnig war ar bajenn Kaozeadenn (d'al lun 6 a viz Du). Ne'm eus ket bet c'hoant lakaat ar c'hinnig-se war ar bajenn Votadeg, rak reuz a-walc'h zo war an dachenn-se dija... Skrivet em eus ur gerig da Neal, evel merour, da c'houlenn digantañ ouzhpennañ an dibab-se war bajenn ar votadeg, met ne'm eus bet respont ebet digantañ. Skrivañ a ran d'an daou verour all neuze. Evel Implijer:Ch. Rogel on lakaet diaes gant an doare da gas an traoù war-raok. Me a garje e vije meur a verour oc'h ober war-dro, da glask kaout un emglev ledan.--Llydawr 7 Du 2006 da 21:35 (UTC)[respont]

  • Emaon o vont da ouzhpennañ ma c'hinnig, evel ma lavarez din. Met nec'het on gant daou dra : 1) Ma c'hinnig a vo lakaet pevar devezh goude deroù ar votadeg. Meur a zen a zo bet o votiñ dija, hep gwelout ar c'hinnig-se. Kavout a ra din, evel ma skriv Implijer:Ch. Rogel, e ranker kaout da gentañ un tabut, gant meur a zen o kinnig meur a ziskoulm ; ha da eil hepken kaout ur votadeg da zibab e-touez an diskoulmoù. 2) Nec'het on gant un dra all ivez : un tabut a zo bet etre daou zen, Implijer:Neal hag Implijer:Bianchi-Bihan. C'hoarvezout a ra e vije tabutoù etre daou implijer. Neuze e kav din e rank tud all, merourien, klask renkañ an traoù etrezo. Amañ, unan eus an daou, Neal, en deus roet lañs d'ur votadeg. Gwelloc'h e vije ma vije tud all o klask renkañ an tabut etrezo hag e chomfe pep hini eus an daou zen-se er-maez eus aozadur ar votadeg. A-hend-all Neal a vo "juge et partie" evel ma lavarer e galleg.--Llydawr 8 Du 2006 da 10:05 (UTC)[respont]

Kudennig gant ar votadeg

[kemmañ ar vammenn]

ez koulenn a ran meiur da verour hag-eñ e kavez reizh e vefe kontet votoù tud n'o deus bet graet netra war ar wikipedia betek-hen estreget krouiñ ur bajenn bersonel? ne ver an dibab ma vez graet gante, heñvel eo din, met ne gavan ket reizh e vije dibabet an doareoù ma rank an holl a labour e gwirionez gant tud n'o deus graet netra evel Tintin Anna (ouzhpenn-se n'on ket gwall sur ne vefe ket anezhañ ur c'hont doubl).--Merour (N) 8 Du 2006 da 11:51 (UTC)[respont]

Salut dit Neal, Evidon-me, re ziwezhat eo evit cheñch reolennoù ar votadeg. Tud a sonj n'out ket neptu en afer-mañ hag an dra-se a vije kavet evel ur brouenn neptuegezh. Gwelet em eus ar pennadoù Tintin Anna ha kavout a ran anezho mat a walc'h. --Paotr 8 Du 2006 da 12:04 (UTC)[respont]

trugarez vras dit evit da respont ken prim all. ya, a-du on ganez ha da gompren mat-tre a ran. ma vije bet savet a-du an implijerez Tintin Anna gant an dibab ma oan bet savet me a-du gantañ em bije gallet he stankañ hep kudenn ebet. met ur gudenn eo memestra pa vez votet ggant tud ne raent netra a-hend-all. ret e vije bet din lkaaat ur reolenn marteze evit sklaeraat pesuert tud a c'helle votiñ pe get, met re wir n'em eus ket graet ha bremañ emañ re diwezhat evit kemmañ ar reolennoù. --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:13 (UTC)[respont]

Votadeg (afer merañ)

[kemmañ ar vammenn]

Mont mat a rez? Disklêriet am boa er penn-kentañ e vanfe digor ar votadeg betek disul d'an nebeutañ (ur sizhunvezh) pe betek ar sul war-lerc'h ma vefe ezhomm. Ma soñj e oa he serriñ disul, da lâret eo d'an 12 a viz Du 2006, d'an noz, rak deuet e oa an dud niverus a-walc'h da reiñ o muezh er penn-kentañ (ouzhpenn dek den n'eo ket fall na tamm ebet evit votadegoù war ur wikipedia) hag aet eo an traoù war sioulaat kalz abaoe derc'hent dec'h mui pe vui. petra a soñjez te? ha gwell e vefe lakaat ar votadeg da badout ur sizhunvezh all c'hoazh? Sklaer a-walc'h eo an traoù d'am soñj hag c'hoant am befe gallout lakaat fin d'an tabut-mañ ar buanañ posubl, met o toujañ da alioù an holl a fell dezhe reiñ o soñj war an afer evel-just.
--Merour (N) 10 Du 2006 da 11:38 (UTC)[respont]

Tamalloù grevus em c'heñver

[kemmañ ar vammenn]

Salut dit, Da skrivañ a ran rak skuizh on aet gant stad an traoù dre amañ. Klasket am eus ober ma labour evel merour hag ivez ma labour evel implijer met sklaer eo ne blij ket da implijerion resis zo. Skuizh on o vezañ taget gwezh ha gwezh all. Ur fazi bras am eus graet evel merour, d'am soñj: klask respont hag arguzenniñ p'emañ sklaer ne gas da netra rak n'emañ ket prest tud zo da selaou na da arguzenniñ. E berr gomzoù on aet skuizh o vezañ taget ez-personel gant daou implijer resis. Bremañ, war a welan, eo ma live brezhoneg ar gudenn bennañ. Goude bezañ taget ha kunujennet e teuont-i bremañ da c'houlenn ma vefen barnet me... D'am soñj am eus klasket bezañ seven atav ha reiñ arguzennoù bewech ma ran un dra bennak. Betek am boe savet ur votadeg evit dont a-benn da diskoulmañ un tabut dre gavout un emglev ledan, met ne dalvez ket disoc'h mouezhiadegoù a-seurt-se ivez. Ret eo anzav n'eus nemet daou implijer hag am bez kudennoù gante ingal. Gant ar re all ec'h a mat en-dro an traoù (ne lâran ket int a-du gant pep tra a ran, met da nebeutañ ne sav ket kudennoù diazezet war tagadennoù ha tamalloù personel) Kalz em eus labouret war ar wikipedia-mañ ken evel merour ken evel implijer, bet savet meur a bennad ganin, bet sikouret an implijerion/ezed all hag hep ankounac'haet ar fed ma c'houlennan atav bezañ digarezet bewech ma ran un dra direizh, hag all hag all. Betek-hen am eus gouzañvet an tagadennoù e lec'h stankañ an implijerion giriek rak ne felle ket din lakaat da dalevzout ma "galloud" evel merour. Bremañ avat eo aet an traoù re bell. Setu, goulenn aran ouzhit stankañ an implijer Bernez Bernioù e-pad ur sizhunvezh. Goulenn a ran ganit hen ober peogwir a-hendall e vo klasket gantañ en em lakaat da "merzhour" - ur brouenn eus ma nan-neptuegezh. N'eus netra da welet ivez gant ar fed ma c'houlenn-eñ e vijen "barnet" Da lâret eo, e c'hell bezañ eñ stanket e-pad ur sizhunvezh ha me barnet evel-just. --Neal 22 Du 2006 da 14:43 (UTC)[respont]

Goulenn barnañ ur merour

[kemmañ ar vammenn]

Evel merour ma'z on e rankan kemenn dit ar goulenn bet lakaet war ar bajenn-mañ o c'houlenn ma vefe barnet ar merour Neal.

Goulenn a ran e vefe barnet e emzalc'h gant ar gumuniezh.Bernez Bernioù 22 Du 2006 da 13:19 (UTC)[respont]

Ma respont

[kemmañ ar vammenn]

Grevus a-walc'h eo da damalloù. Diaezet eo din kompren peseurt "emdalc'h": n'eo ket ganin-me eo bet lakaet "gwrac'h" da dalvezout ar memestra (pe "anv all") evit "merc'h". Marteze a-walc'h e vez implijet gerioù zo gant tud zo evit talvezout ar memes tra (dres evel ma vez implijet "pédé" gant tud zo da dalvezout "homosexuel" e galleg (lenn mat - n'em boa ket lâret e vez graet kemendall ganit-te) met n'eo ket peogwir e vez implijet gerioù zo gant tud zo e lec'hioù zo evit talvezout traoù all pa vez gerioù all neptuoc'h evit hen ober ma ranont bezañ dastumet evel-hen en un holloueziadur.

Ha peseurt kastiz a c'houlennez? Hag evit peseurt abeg?

Ha ret eo din kas soñj dit eus ar c'hunujennoù personel bet implijet gant implijerion all em c'heñver-me ("kaoc'hañ" en o zouez). Ha goulenn 'toa graet e vijent "barnet" ivez?

Ha ret eo lâret ivez n'eo nemet kazi ganit em bez kudennoù a suert-se?

Ha sur out e komprenez mat petra e krefridi ur merour? Rak bewech ma vez graet un dra bennaket din, ne vern pehini nag e peseurt mod, e savez diouzhtu a-enep. Ha kompren a rez eo un tammig eus labou ar verourion evezhiañ ar pennadoù da diwall rak ma klotfent holl gant palioù ar wikipedia?

kas da c'houlenn da Paotr ha da Fulup. --Neal 22 Du 2006 da 14:09 (UTC)[respont]

Kemennadenn o tennañ d'ar merañ

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet war evezh ganin adarre hiziv Bianchi-Bihan evit abegoù o tennañ d'e emzalc'h diseven. Displeget emañ hiroc'h an abegoù aman[1] --Merour (N) 30 Du 2006 da 17:22 (UTC)[respont]

Penaos kas en-dro ar votadeg (kinnig digant unan eus ar verourion)

[kemmañ ar vammenn]

Setu ar 'hinnig am eus kaet d'an daou danvez merour hag a zo war ar stern bremañ.

Da gentañ-penn lâret on laouen-tre o welet en deus Ch.Rogel divizet lakaat e anv evit dont da vezañ merour a-benn ar fin.

Evit a sell ouzh an dilennadeg hec'h-unan, setu ma c'hinnig-me evel merour. Da gentañ klask en em glevet etrezoc'h-hu ho-taou a-raok mont pelloc'h.

Da eil, kentoc'h evit lakaat an daou gannad war bep ur bajenn ispisial ha kentoc'h ivez evit lakaat an daou gannad (pe reoù all a c'hellfe dont d'o heul evel-just) a-grevet en hevelep dilennadeg e kinnigan un hent-etre: disrannañ an daou gannad en o derc'hel war an hevelep pajenn.

Sañset eo ar vot mont betek an 11 a viz Kerzu. Ur fazi moarvat pa pad seurt votoù div sizhunvezh dre vras.N'eus bet vot nevez ebet dibaoe dilun tremenet evit ar c'hannad kentañ. Goulenn a ran o aotre evit klozañ ar vot dilun a deu, da lâret eo goude ur sizhun hep vot nevez ebet, ha pemzekteiz vot etre tout.

Ar pep reishañ e vefe d'am soñj evit reiñ da bep kannad an hevelep gwirioù e-keñver prantad digoradur ar vot: pemzektez pephini, da lâret eo betek ar 4 a viz Kerzu evit Benoini ha betek ar 14 a viz Kerzu evit Ch.Rogel.

N'eus mall ebet evel just met mat e vefe gallout renkañ an traoù ar buanañ posubl evit ma c'hellfe an traoù bezñ kaset war-raok en un doare reizh. Kasit me o soñj war ma fajenn verañ mar plij.

Diouzh an tu all avat eo ret anzav emañ disheñvel stad an traoù bremañ diouzh an hini kent ma oa bet dilennet ar verourion evt ar wezh kentañ rak merourion ez eus dija (ne vern hag-eñ e plij o doareoù-ober pe get amañ diouzhtu - dilennet e vo reoù all emberr) ha bremañ n'eus tamm mall ebet d'am soñj.

Petra a soñjit? N'eus forzh penaos ne gav ket din e savfe kudenn ebet evit ma vefe dilennet an daou gannad. Nhellin ket ober war-dro ar wikipedia e-pad un nebeud devezhioù abalamour da abegoù personel. Na c'hortozit ket nueze evit embann o tiviz war-eeun hoc'h-unan war pajenn ar votadeg ma deuit a-benn da dizhout un emglev.

A-du hon gant kinnig Neal. Hag evel-se, ma fell d'un trede wikipedian en em ginnig, e c'hell en ober p'en deus c'hoant: bez e vo goude-se pemzektez vot etre ar mare ma vo ofisiel e ginnig hag ar mare ma vo klozet ar vot. A galon, Benoni 1 Kzu 2006 da 13:15 (UTC)[respont]

Rummad:Bloavezhioù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit Paotr. Ha gwelet 'peus an evezhiedennoù am eus graet diwar-benn ar rummad-se : Kaozeadenn Rummad:Bloavezhioù ?

Penaos 'peus graet evit labourat ken buan ?!!! Gourc'hemennoù dit. Met petra eo da soñj war ar pezh 'm eus skrivet diwar-benn ar rummad:Bloavezhioù ?--Yun 8 Kzu 2006 da 07:53 (UTC)[respont]

Bamet e oan bet gant an tizh. Menel a ra ar goulenn bepred : ha lezet e vo [[Rummad:Bloavezhioù]] er pennadoù a zo niverenn ur bloaz o zitl, evel 1975, pe ne vo ket ? Ne 'peus ket roet da soñj war ar poent-mañ. Dre ma 'peus labouret kalz da sevel ar pennadoù-se ez eo a-bouez kaout da soñj. --Yun 8 Kzu 2006 da 21:09 (UTC)[respont]

kartenn ar wikipedourien

[kemmañ ar vammenn]

Kudennoù abalamour da doareoù-ober Bianchi-Bihan adarre

[kemmañ ar vammenn]

Eilet diwar: Kaozeal:Odisseus

"Kroget em eus ar pennad Odisseus hag em eus gwelet e oa bet krouet ur skourr all teir eur goude dindan Ulises.
Brav ha soutil e vefe harzhañ ar sach-disach, kuit da goll un tamm startijenn dre grouiñ bep eil stub.
MP 10 Kzu 2006 da 19:35 (UTC)"[respont]

Istor ar penandoù-se:

Odisseia 8 Kzu 2006 da 15:28 gant MP
Odisseus 8 Kzu 2006 da 15:33 MP
Ulises 8 Kzu 2006 da 18:17 Bianchi-Bihan

Ar gudenn:

N'eo ket amañ ur gudenn dibab ur stumm reizh ("Odisseus" pe "Ulises") met doare-labourat hag emdalc'h implijerion/ezed resis zo (liester pe unander, n'on ket re sur ivez e gwirionez rak posubl eo e vefe implijet lieskontoù).

Ne gomprenan ket re vat c'hoari Bianchi-Bihan - bewech ma vez kemennet dezhañ chom hep ober un dra bennak e rank hen ober diouzhtu ur wezh all e lec'h all. Displeget eo bet e ranker diverkañ hag enteuzeiñ pajennoù doubl. Gantañ e vez goulennet kaozeal atav ha koulskoude mar fell dezhañ ober un dra bennak e ra hep kaozeal. Amañ da skouer e vije bet ret lakaat un evezhiadenn war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad bet krouet dija "Odisseus " o c'houlenn hag-eñ e vefe gwell sevel ar pennad pennañ dindan an anv-se pe dindan an anv "Ulises" pe ar c'hontrol ha sevel adkasoù kenetreze.

Reuz emañ o lakaat er gumuniezh dre e emzalc'h o labourat hep tamm spered skipailh ebet evel ma c'hell pep hini ober diouzh e soñj war ur raktres a-stroll.

Diseven eo bet an implijer-mañ, ne douj ket d'ar reolennoù, tagañ a ra implijerion/ezed all ez-personel e lec'h arguzenniñ evit difenn e sav-poent.

N'eus ket nemedon bremañ war a welan hag a zo aet skuizh gant e doareoù war ar raktres-mañ. Ouzhpenn-se n'on ket sur ne vefe ket implijet meur a gont gantañ evit mergodenniñ, met n'on ket deuet a-benn da gaout prouennoù c'hoazh.

Petra ober? Ezhomm am eus kaout ali merourion all rak a-hendall e vo tamallet din ober bezañ tuek.

Naetaet eo bet e bajenn gaozeal gantañ nevezig 'zo (hep he diellaouiñ evel ma oa bet kinniget dezhañ ober). Setu, evit goût hiroc'h e ranki mont war istor ar bajenn-se d'ar 7 Kzu 2006 da 18:19

--Merour (N) 10 Kzu 2006 da 20:26 (UTC)[respont]


Bianchi-Bihan war evezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet 'zo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh. Sellet amañ evit an abegoù. Lavarit din petra soñjit. Ouzhpennañ a ran: ne savan ket pennadoù war Gresia ha ne gemeran ket perzh er C'hendiviz reoliata war an anvioù divoutin gresianek. Ne ran nemet barn emzalc'h Bianchi-Bihan. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 11:05 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h, aotrou barner. Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 13:27 (UTC)[respont]

Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)[respont]

Demokratelezh

[kemmañ ar vammenn]

[[2]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:53 (UTC)[respont]

kartenn ar wikipedourien

[kemmañ ar vammenn]
  • Keloù evit ar verourien : Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh ha oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. Fulup 24 Gen 2007 da 21:55 (UTC)[respont]

Kudenn gant un implijer hag a zo merour en degouezh

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Neal, merour, en doa skrivet kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Mat eo din ober hervez e soñj ha tremen dre ar verourien pa sav kudennoù met penaos e rin-me bremann, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emañ ar verourien eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)[respont]

Ur c'hendiviz a oa bet war bajenn kaozeal Keres (planedenn gorr) e pad pell, hag e oa sklaer ali ar muiañ niver. Siwazh da Iskomandant Marc'heg ne oa ket a-du ar muiañ niver gantañ. Gortozet 'm eus dek devezh goude fin an divizoù kenkas na vije deuet war well alioù nevez. Ne welan ket petra a c'hellfe Iskomandant Marc'heg rebech din e gwirionez, pe neuze e rank lavar eo arabat da virviken kemm anv ur pennad...Benoni 30 Gen 2007 da 16:09 (UTC)[respont]

Edit Counter

[kemmañ ar vammenn]

I agree to the edit counter opt-in terms

ici

Kemennadenn kaset d'un implijet evel merour

[kemmañ ar vammenn]

Amañ e kavi testenn eilet ur geriag am eus kaset evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikiepdia-mañ evit ar pezh a sell ouzh an anvioù vivoutin gresianek. Pedet out ivez evel-just da reiñ da soñj koulz war ar gerig bet kaset d'an implijer-se war eeun ha war kudenn an treuzskrivañ dre vras.

Treuzskrivadur anvioù divoutin gresianek

[kemmañ ar vammenn]

Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan lakaet war evezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet am eus Bianchi-Bihan war evezh. setu eilskrid ar gemennadenn:

Oberiant-kenañ out evit un den "diskroget diouzh al labour" evel ma embannas war da bajenn bersonel... Da lakaat a ran war evezh: arabat klask lakaat brud fall war implijerion/ezed zo, merourion pe get, dre livañ geveier (s.o. A-enep an Aotrounez a fell dezho kemm ar skritur war ar bajenn-mañ). Ma n'out ket gouest da difenn da sav-poentoù dre arguzenniñ poellek kentoc'h evit klask duañ ar re all hag a difenn sav-poentoù disheñvel diouzh da re dre klask lakaat ar gumunuezh da grediñ traoù faos e vo ret lakaat ac'hanout da sioulaat un tammig. Ar gwir en/he deus pep hini da difenn tra pe dra - nikun n'en deus ar gwir avat da blantañ reuz dreiñ kontañ geveier. Ha n'eo ket peogwir eo bet savet meur a bennad ganit (ha zoken ma vefent mil) ez pefe te ar gwir da divizout da-unan penaos ober. Ul labour a-stroill eo ar Wikipedia, gouez dit, gha kemeret e vez divizoù gant ar gumuniezh. Ne vez ket divizet seurt traopù gant ar verouerion, ha n'eo ket bet graet evel ma klaskez-te lakaat an dud da grediñ, met kentoc'h reiñ ur framm evit ma c'hello bezañ kemeret divizoù etrezomp-ni holl. --Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:59 (UTC)[respont]

Kendiviz reolata war ar rummadiñ

[kemmañ ar vammenn]

Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 20:37 (UTC)[respont]

Kavet em boa mat lakaat al livourien italian gant ar re c'hall en ur rummad livourien. Fellout a ra dit krouiñ (n'ouzon ket perak) ur rummad etre an daou live-se. ne ran forzh. met neuze, mar plij, laka "livourien dre vro", gant doujañs ouzh ar c'hemmadurioù.

Pouezusoc'h eget ar rummad-se zo: mat e vije krouiñ pezh a rit portal, pe me oar, anezhañ

  • evit al livouriezh (pennadoù all a vo),
  • evit mojennoù ha doueed hellaz: 150 pennad zo (ha kemend-all a vo c'hoazh, ma choman dre ama). N'eo ket me a raio. Setu, ma anavezezez unan bennak.

A-hend-all, peseurt emglev kuzh zo bet graet en deiz all gant penn bras ar wiki gall? Bianchi-Bihan 2 Meu 2007 da 08:08 (UTC)[respont]

Kemenn votadeg

[kemmañ ar vammenn]

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:08 (UTC)[respont]


Vot digor war adenvel an ti-chopin

[kemmañ ar vammenn]

Ur vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali.Benoni 29 Meu 2007 da 18:32 (UTC)[respont]


Demat. Un ali pouezus: arabat disoñjal rummadiñ pa savez ur pennad. Gw. da skouer : Irvi (Pladenn). Gw. : amañ. Trugarez, Benoni 9 Ebr 2007 da 11:38 (UTC)[respont]

Demat. Daou bennad hon deus bremañ:, cf an davarn. Mat 'vo kavout un diskoulm. A galon. Klaod. Kadbzh 11 Ebr 2007 da 08:19 (UTC)[respont]

Vot digor evit kaout ur bureviad

[kemmañ ar vammenn]

Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)[respont]

Ё (lizherenn), Ї (lizherenn)

[kemmañ ar vammenn]

English Please delete Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn). These two articles was describing the Cyrillic letters Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn), but have been used Latin letters as the articles' name.--Sl 29 Ebr 2007 da 12:37 (UTC)[respont]

Vot evit ur merour nevez

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet en deus Kadwalan e anv evit bezañ merour. Tu zo dit votiñ amañ: Wikipedia:Merour/Kadwalan. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 13 Mez 2007 da 09:11 (UTC)[respont]


Mouezhiadeg

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da vezañ votet evidon. A galon --Kadwalan 15 Mez 2007 da 09:39 (UTC)[respont]

Klasket em eus implij da evezhiadenn er skrid Avel. Lavar din hag-eñ e kavez dereat. Labour zo war ar bajenn ma karer, pa weler ar pennadoù er yezhoù all. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 08:13 (UTC)[respont]

Hoc'h ali mar plij

[kemmañ ar vammenn]

Roit hoc'h ali diwar-benn ar c'hinnig kenteuziñ Alkides mar plij goude bezañ lnnet ar gaozeadenn amañ: Kaozeal:Alkides. Trugarez en a-raok, --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 10:30 (UTC)[respont]

Distrujet eo bet istor ha danvez kozh ar pennad gant Neal, ha nac'h a ra e adsevel, pe n'eo ket gouest d'ober.

Goulenn a ran ma vo barnet seurt drougober gant ar verourien all , evit lakaat un harz d'ar gwalldaolioù.


Ne vije bet kudenn ebet ma vije chomet sioul da c'hortoz ken em bije echuet an traoù, met e blijadur eo lakaat reuz em labour. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 07:06 (UTC)[respont]

Evel m'eo bet displeget da Bianchi-Bihan mil gwezh dija, da gentañ-penn ez eus un toullad reolennoù envel sklaer bet votet war ar raktres-mañ o tennañ d'an dachenn esis-mañ ha ma ranker doujañ dezhe. N'eo ket ret kaozeal evit o lakaet e pleustr. Mar fell da implijereion/ezed 'zo mont e-bioù da seurt reolennoù en un doare sistematik ne rankont ket bezañ souezhet war-lerc'h pa welont eo bet kemmet ar pezh bet savet gante. Da eil, den ebet a zo perc'hen war ar pezh a vez savet gante. Ur wezh savet ur pennad e teu da vezañ ar gumuniezh perc'hen warnañ ha kemmet e c'hello bezañ gant an holl implijerion/ezed, ar verouron en o zouez. N'eo ket freuzañ pa vez kemmet ur pennad evit e lakaat da doujañ d'ar reolennoù bet votet amañ. Hag evit achuiñ, freuzañ an hini eo pa kendalc'h un implijer da sevel pennadoù dindan stummoù na doujañ ket d'ar reolennoù envel bet votet amañ goude m'eo bet kaset kemenadennoù dezhañ meur a wezh, dreist-holl pa vez savet gantañ pennadoù doubl - en degouezh-mañ sevel ur pennad dindan ar stumm Dionisos daoust ha ma oa dija ur pennad Dionysos. Evit gallout kenteuziñ ar pennadoù-mañ eo bet dav diverkañ ar pennad Dionysos bet savet a-gent met kalz berro'h evit ar penand nevez evit gallout adenvel ar pennad nevez savet dindan ar stumm amreizh hervez ar reolenn envel bet votet amañ "Dionisos". War a welan eo bet kollet ul lodenn vihan eus istor ar pennad kozh gant an diverkadenn hag ar genteuzadenn-se rak evel-se ec'h a en-dro ar sistem wiki. Dre ma faot n'eo ket - lâret hag adlâret eo bet d'an implijer chom hep sevl pennadoù doubl rak kenteuzet e rankont bezañ, ha ma vefe doujet gantañ ouzh ar reolennoù envel ne vefe ket ret da dud all koll o amzer o vont ar e lerc'h o reizhañ e labour. Aet on un tammig skuizh o klevet e rankan bezañ "barnet" abalamour ma vez lakaet e plesutr ganin reolennoù envel sklaer bet votet amañ keit ha ma kendalc'h Bianchi-Bihan da sevel pennadoù (diglok an darn varasañ anezhe) dindan stummoù na doujont ket ouzh ar reolennoù-se ha neuze klemm bewech ma vezont kemmet. Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 10:01 (UTC)[respont]
  • Ra vo barnet an holl saverien pennadoù diglok eta, ha ra vo embannet gant an Aotrou nemetañ penaos e rank an dud labourat.
  • Dre ma faot n'eo ket a zo fentus. Gallout a raio pep freuzer implij an hevelep digarez?
  • Dezhañ eo brasoc'h ar pec'hed "pennadoù diglok" eget hini ar freuz?
  • Mar deo diechu ar pennad Dionysos eo abalamour d'ar merour Neal
    • ha ne labour ket war e dro
    • hag en deus distrujet danvez savet ganin
    • ha ne fell ket dezhañ e vije dibabet ur vent ha ne blij ket dezhañ evit un daolenn, dibab a zo afer saverien ar pennad. 27 Gou 2007 da 10:32 (UTC)
N'eo ket kudenn ar pennadoù diglok - kudenn ar sevel pennadoù en un doare sistematek dindan stummoù na doujont ket d'ar reolennoù envel sklaer bet votet war an dachenn-mañ daosut ha m'eo bet goulennet ouzhit chom hep hen ober. Kloz ar gomz ganin war an dachenn-mañ. Merour (Neal) (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 10:14 (UTC)[respont]

Galv d'ar verourion

[kemmañ ar vammenn]

Setu ur "galv" bet kaset da Gadwalan evel merour gant an implijer Bianchi-Bihan. Kavet am eus gwell e skignañ a-gevret gant ma respont d'an holl verourion evit ma vefe roet o ali gante. A galon, Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:16 (UTC)[respont]

Galv d'ar verourien db Dionysos Distrujet eo bet istor ha danvez kozh ar pennad gant Neal, ha nac'h a ra e adsevel, pe n'eo ket gouest d'ober.

Goulenn a ran ma vo barnet seurt drougober gant ar verourien all , evit lakaat un harz d'ar gwalldaolioù.

Ne vije bet kudenn ebet ma vije chomet sioul da c'hortoz ken em bije echuet an traoù, met e blijadur eo lakaat reuz em labour. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 07:08 (UTC)[respont]

Ur wezh all (aet on skuizh-divi oc'h adskrivañ ar memes tra gwezh ha gwezh all): n'em eus graet nemet lakaat e pleustr ur reolenn envel bet votet war ar raktres-mañ, ur reolenn na fell ket d'an implijer Bianchi-Bihan doujañ dezhi. Ar wezh-mañ eo bet ret din kenteuziñ daou bennad ha diverkañ ar pennad berrañ evit gallout adenvel ar pennad hirañ evit lakaat e ditl da doujañ d'ar reolenn envel sklaer war an dachenn-mañ.
Kollet eo bet ul lodenn vihan eus istor ar pennad koshañ ha berrañ, bet savet a-gent dindan ur stumm reizh e ditl hervez ar reolenn envel. Da lâret eo, berr-ha-berr, e oa bet savet ur penand doubl gant an implijer-mañ dre mont e-bioù d'ar reolennoù envel war an dachenn resis-mañ en un doare sistematek.
Respontet eo bet dre an hir nouspet gwezh d'an implijer-mañ amañ, amañ hag amañ ha taget on bet ivez ez-personel gantañ amañ.
Aet on skuizh-meurbet o rankout mont da reizhañ titl ar pennadoù savet gant an implijer-mañ ha neuze rankout lenn e rankfen bezañ "barnet" abalamour ma lakaan e pleustr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ na fell ket dezhañ doujañ dezhe e-ser klask duañ ivez ma anv.
N'eo ket homañ ar wezh kentañ m'en em dalc'h evel-se ha m'ac'h a pelloc'h war an hent-mañ e kavan fur stankañ e gont outañ rak lakaat a ra un aergelc'h fall-spontus da ren war ar raktres-mañ dre vras. Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:08 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan lakaet war evezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet am eus Bianchi-Bihan war evezh. abegoù amañ. Neal (Kaozeal) 31 Gou 2007 da 07:54 (UTC)[respont]

Mallus: afer merañ. Hoc'h ali mar plij

[kemmañ ar vammenn]

War a seblant ez eus savet ur gudenn diwar ar stankadennoù bet kaset da-benn nevez 'zo. Ret eo vefe sklaeraat penaos ober m'eo bet stanket un IP stag ouzh un urzhiataer boutin e implij (staliet en ul levraoueg foran, lakaomp) dre m'eo bet implijet an IP-se en un doare dizereat gant unan bennak hervez reolennoù ar Wikipedia-mañ (reizh e vefe ar stankadenn hec'h-unan neuze) met abalamour d'ar stankadenn-se e virfe ouzh tud all, didamall int-i hervez an hevelep reolennoù mont-en-dro, da gemmañ pe da sevel pennadoù gant an urzhiataer-se. Trugarez vras deoc'h d'am c'has hoc'h alioù war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 09:19 (UTC)[respont]

Afer merañ: da ali mar plij

[kemmañ ar vammenn]

Stanket emañ ar c'hendiviz war implij ar stumm "aberzh" pe "aberzhidigezh" evit titl pennañ ar pennad Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Daou sav-poent ez eus ha ne deuont ket a-benn da dizhout un emglev kenetreze evel ma weli o lenn ar gaozeadenn amañ Kaozeal:Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Reiñ ma ali evel merour am eus graet diouzh ma ferzh met n'eo ket trawalc'h war a seblant. Pediñ a ran ac'hanout neuze lenn aketus an arguzennoù bet degaset gant an daou du ha reiñ da ali war implij an eil ster pe egile evit dont a-benn da dizhout un tamm kenemglev ha mont e-bioù da adstagañ gant ur brezelig-embann. Trugarez, Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Gwe 2007 da 11:04 (UTC)[respont]

Pedadenn a-berzh ar bureviad evit ar verourion

[kemmañ ar vammenn]

evel bureviad ma'z on e pedan ac'hanout, ma n'eo ket bet graet ganit c'hoazh, embann da chomlec'h evit ma c'hellfe an implijerion/ezed bet stanket o c'hont oute mont e darempred ganit evit svel klemm mar bez ezhomm rak betek goût n'eo ket bet graet gant an holl hag ar gwir o deus an implijerion/ezed bet stanket o c'hont gallout mont e darempred gant ar verourion evit displegañ o abegoù ma n'int ket a-du gant ar stankadenn ha n'o deus doare ebet all evit gallout embann o soñj war ar Wikiepdia war-eeun war a welan. Tu z' dit da embann da chomlec'h war-eeun a wel d'an holl war da bajenn bersonel ha/pe d'e enrollañ er penndibaboù.Fiziañs o deus lakaet an dud er verourion dre mouezhiañ evite hag un dever an hini eo d'am soñj kas ar c'harg-se da benn en un doare dereat o toujañ da wirioù an holl. Beteke-hen, hervez ma ouzon, e c'hell un den bet stanket e gont outañ mont e darempred gant nebeud-tre a verourion ha peurliesañ gant ar re m'eo bet stanket e gont gante. Mar fell dit e c'hellez sevel ur gont e-mail ispsial evel-just evit resev lizhiri o tennañ d'ar wikipedia kentoc'h evit embnn da chomlec'h personel boas. Trugarez vras dit en a-raok, Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 19:59 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:44 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:14 (UTC)[respont]

Goulenn a ran un tredeog neptu evit muzuliañ gwirionez ar c'homzoù lakaet gant ur merour war ma fajenn , komzoù ha n'on ket a-du ganto.

  1. N'em eus ket laket reuz: displeget em eus, gant arguzennoù, pa ne oan ket a-du, hervez gwir pep wikipedian, pa veze goulennet ma ali ganin.
  2. N'em eus taget den ebet. Ma vije gwir e c'hallje bezañ prouet: n'eus nemet menegiñ ma skridoù. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:23 (UTC)[respont]


Trugarez da zont da reiñ da ali din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.

Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. Ar pezh a lavar n'eo meneget neblec'h--Kadwalan 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)[respont]

Da gentañ-holl n'eo ket amañ al lec'h dereat, me 'gav din, evit komz eus ur c'hraf resis-tre gouestlet ur bajenn gaozeal bouetat mat dezhañ dija, daoust ha ma anzavan e ma c'hell pep hini mont e darempred gant ar genlabourerion all mar fell dezhañ evel-just. Respont a ran amañ neooazh dre ma glasker lakaat da grediñ ez eus ur seurt brezelig etre Kadwalan ha me war ar c'hraf-se ha mat eo din sklaeraat an traoù. Arabat bezañ chalet, goude bezañ respontet d'e evezhiadennoù amañ e kendalc'hin war al lec'h dereatoc'h meneget a-us.
Ret eo lâret krak ha krenn n'eo ket gwir na tamm ebet ar pezh a zo tamallet din rak n'em eus biken lâret e oa arabat ober gant "stummoù digemeret er geriadurioù".
Displegadennoù hiroc'h:
Da gentañ holl, n'eo ket ganin m'eo bet kinniget ober gant ar stumm Thebai, daoust ha ma c'hellan sevel a-du gantañ rak kavout a ra din e klota gant ar reolenn bet degemeret war ar c'hraf-se (hini an doare da vrezhonekaat an anvioù gresianek divoutin).
Da eil e kavan ec'h eo daou dra disheñvel komz eus stummoù hengounel pe anavezet-mat ha stummoù kavet er geriadurioù ha/pe el levrioù implijet gant Diwan - klotaat a c'hellont, met ne glotaont ket dre ret an eil re gant ar re all.
Da drede e vefe mat sklaeraat pe geriadurioù a ranker lakaat da bennvammenn ma'c'h eo homañ ar bennaenn a vo lakaet e pleustr, da skouer "douaroniezh" pe "geografiezh" (n'eo ket ar stumm implijet gant Diwan atav an hini bet implijet ar stankañ war ar raktres-mañ).
Da bevare, n'eo ket kevatal da sav-poent terminologel personel-te dre ret ouzh bezañ "kizidik [...] ouzh implij reizh ar c'heriaoueg", rak ken reizh all eo ar stummoù all. Un afer dibaboù terminologel an hini eo kentoc'h evit un afer reizhder.
A galon, ha digarez evit bezañ implijet da bajenn gaozeal personel evit traoù komzet diwar o fenn e lec'h all dija, Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2008 da 14:32 (UTC)[respont]

Ha bremañ ?

[kemmañ ar vammenn]

Setu bremañ ouzhpenn miz eo bet kemmeret da c'hortoz an diviz da skrivañ e kembraeg anvioù rieion Kembre pa vezont lakaet e brezhoneg evit re ar broioù all. Dreist-holl eo bet berzet o skrivañ e brezhoneg, ha pennadoù savet ganin zo bet freuzet. Kement-se da c'hortoz un emglev degemmeret gant an holl. Daoust d'ar pezh a skriv Kaozeadenn Implijer:Merour (N) ne damallan ket anezhañ da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. Koulskoude, pa embann Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat, ez eo koulz lavarout lezel an traoù evel m'emaint hervez savpoent un tuad hepken. Da gentañ, evel 'm eus bet tro d'hen eztaoliñ endeo, ne gomprenan ket an dibab da asantiñ hepken, da c'hortoz, dibaboù un tuad hepken, ha da verziñ re an tuad kontrol. Hag an dibab gwellañ eo da "sioulaat an traoù" da sevel a-du -ha pa vefe a-hervez da c'hortoz- gant unan eus an daou duad enebet ? Aotreen pennadoù anvet Hywel Dda pe Rhodri Mawr ne endalc'h den dre ret da verziñ pennadoù -savet en a-raok- anvet Hoel Vat pe Rhodri Veur ha d'o skarzhañ zoken. Sede pezh a zo bet graet evelkent. Pelec'h emaint bremañ ?

Abaoe, pennadoù all evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden zo bet freuzet gant Implijer:Bianchi-Bihan. Pegoulz an diaoul e kompreniot eo poent bras e virout da genderc'hel da zegas reuz ha vadalerezh e Wikipedia brezhonek ? Petra vir ouzhouc'h d'e lezel evel-se ? An druez ? Pouezusoc'h eo, a gredan, kemer an diarbennoù ret d'ober eus Wikipedia ur benveg talvoudus ha n'eo ket mui ur vezh lenn e bennadoù. Skarzhit Implijer:Bianchi-Bihan eus Wikipedia brezhonek !

Meven 12 Gou 2009 da 19:49 (UTC)[respont]


Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

[kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:01 (UTC)[respont]

Ha bremañ ? (adarre)

[kemmañ ar vammenn]

A-raok an ehanoù e oa bet kemeret un diviz diwar-benn an anvioù-rieion kembraek, "da c'hortoz" un c'henemlev a zegouezho, 'm eus aon, e bloavezh an erc'h du, kement-se diwar zigarez stultennoù ur penn-leue dizesk ne c'hall ket diforc'hañ anvioù-gwan boutin (ar c'hembraeg da > dda da skouer) gant lodennoù eus un anv-den a vefe ; n'eo ket evit kompren an amaezhierzh saoz, hag a venn lavarout e c'her diwar e benn (distrigoù meiziet evel kêrioù diwar zigarez ez int anvet hervez an termenadurezh kefridiel saoz boroughs) ; petra soñjal eus an Historia Regum Britanniae troet Istor Rouaned...Breizh !?!?.

Abaoe en deus freuzet pennadoù savet ganin evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden, Aberplymm ha reoù all. Kenderc'hel a ra gant e vandalerezh -peurvuiañ hep e lesanv wikipediat met gant un IP hepken- war va fennadoù diwar-benn kêrioù Kernev-Veur pe gonteleioù Bro-Saoz.

Ha rankout a ra wikipedia chom da vezañ ur c'hoariell evit pennoù-leue dizesk eveltañ, c'hoant gantañ kenderc'hel didrabas da astenn e ziouegezh ?

Ur wezh adarre : ha petore diarbennoù e vo graet evit e virout da gendrec'hel gant ar reuz a ra war Wikipedia ? Petra zo ret evit skarzhañ a-benn ar fin Bianchi-Bihan ?

Meven 3 Gwe 2009 da 16:29 (UTC)[respont]

E ser an dilennadeg

[kemmañ ar vammenn]

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[3]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[4]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[5] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant ..., Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha ... gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[6] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 14:56 (UTC)[respont]

E ser doareoù Bianchi-Bihan

[kemmañ ar vammenn]

E ser va stankadennoù

[kemmañ ar vammenn]

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[7] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg

[kemmañ ar vammenn]
  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[8] ha [9]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha ..., arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha ... an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [10]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [11]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[12]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

MALLUS HAG A-BOUEZ: AFER MERAÑ

[kemmañ ar vammenn]

Da lenn

Evel merour ma'z out e vefe mat dit reiñ da soñj diwar-benn an afer-mañ. Grevus-tre e c'hellfe an traoù dont da vezañ war a welan. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Her 2009 da 17:51 (UTC)[respont]

Global account

[kemmañ ar vammenn]

Hi Paotr! As a Steward I'm involved in the upcoming unification of all accounts organized by the Wikimedia Foundation (see m:Single User Login finalisation announcement). By looking at your account, I realized that you don't have a global account yet. In order to secure your name, I recommend you to create such account on your own by submitting your password on Special:MergeAccount and unifying your local accounts. If you have any problems with doing that or further questions, please don't hesitate to contact me on my talk page. Cheers, DerHexer (kaozeal) 14 Gen 2015 da 00:55 (UTC)[respont]

Goulenn adenvel

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Ha gallout a rafec'h ober war-dro an danvezioù chomet direspont (https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Goulenn_adenvel) betek-hen, deoc'h da zisammañ un tammig ar verourien Y-M D ha Gwendal. Da c'hortoz ho respont. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Ebr 2016 da 11:01 (UTC)[respont]

Vandalerezh

[kemmañ ar vammenn]

Demat dit. Hag amañ emaout c’hoazh ? Laosket am eus ur gemenadenn en davarn e keñver ar vandalerezh. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2019 da 17:17 (UTC)[respont]

Universal Code of Conduct

[kemmañ ar vammenn]

Hi Paotr

I was asked by Wikimedia Foundation to promote this call for participation on the planned Universal Code of Conduct.

Best regards --Holder (kaozeal) 13 Eos 2020 da 04:05 (UTC)[respont]

Pendant plus de 19 ans, les Wikimédiens et Wikimédiennes ont travaillé ensemble pour bâtir la plus vaste ressource de connaissance libre de l’humanité. Durant cette période, nous somme passés d’un petit groupe de contributeurs à une communauté de rédacteurs, de développeurs, d’affiliés, de lecteurs, de donateurs et de partenaires.

Cependant, nous réalisons que rester fidèle à notre objectif, celui qui est exprimé dans notre vision d’«imaginer une monde dans lequel chaque être humain peut librement partager et contribuer à la somme de tous les savoirs», nous avons encore beaucoup de travail à faire.

Par moments, nos contributeurs et contributrices, de même que nos projets eux-mêmes, ont souffert d’un manque de normes qui non seulement nous unissent entre nous mais qui permettent de créer collaborativement un environnement où la connaissance libre peut être partagée sans crainte. Afin de nous rapprocher de cet objectif, nous devons nous assurer que toutes les personnes qui souhaitent contribuer de manière constructive sur nos plateformes se sentent à l'aise et encouragées à nous rejoindre. Nous avons besoin de normes qui peuvent aider à créer un environnement constructif et inclusif qui encourage le partage des connaissances libres.

Au fil du temps, plusieurs échanges ont souligné la nécessité d’avoir un ensemble règles de conduite s’appliquant de manière universelle aux différentes communautés, et enfin, le Conseil de la Fondation Wikimedia a rendu publique une déclaration, promulguant de nouvelles normes pour lutter contre le harcèlement et promouvoir l'inclusivité au sein des projets.[13] Le Code universel de conduite constituera un minimum de règles s’appliquant à tous les projet Wikimédia, et à nous tous, salarié(e)s et bénévoles, aux quatre coins du monde, et aura un impact sur notre travail et nos groupes, nos membres et nos projets. Il est important que nous participions tous et exprimions nos idées sur ce Code, sa nature, ce que qu’il devrait prendre en compte ou non; comment il pourrait faire croître, freiner ou aider nos groupes.

C’est le moment d’en parler. Votre communauté fait partie du mouvement Wikimédia et votre voix compte. Pour qu’elle soit entendue, vous êtes invités à en savoir un peu plus sur le Code de conduite universel [14] et à exprimer par écrit vos idées et réactions sur la page de discussion [15]. Pour plus de flexibilité et pour encourager la participation dans le plus de langues possible, vous êtes chaleureusement invités à traduire la page principale du code de conduite universel dans votre langue respective [16]. Vous et votre communauté pourrez choisir d’exprimer vos opinions dans la langue de votre projet. Par ailleurs, dans le cas où la page sur metawiki ne serait pas encore traduite dans la langue de votre projet, veuillez noter que vous êtes encouragés à répondre dans la langue de votre choix même s’il s’agit d’un fil de discussion initié en anglais sur le code de conduite universel.

Your advanced permissions on br.wikipedia

[kemmañ ar vammenn]

Hello. A policy regarding the removal of "advanced rights" (administrator, bureaucrat, interface administrator, etc.) was adopted by community consensus in 2013. According to this policy, the stewards are reviewing activity on wikis with no inactivity policy.

You meet the inactivity criteria (no edits and no logged actions for 2 years) on this wiki. Since this wiki, to the best of our knowledge, does not have its own rights review process, the global one applies.

If you want to keep your advanced permissions, you should inform the community of the wiki about the fact that the stewards have sent you this information about your inactivity. A community notice about this process has been also posted on the local Village Pump of this wiki. If the community has a discussion about it and then wants you to keep your rights, please contact the stewards at the m:Stewards' noticeboard, and link to the discussion of the local community, where they express their wish to continue to maintain the rights.

If you wish to resign your rights, please request removal of your rights on Meta.

If there is no response at all after one month, stewards will proceed to remove your administrator and/or bureaucrat rights. In ambiguous cases, stewards will evaluate the responses and will refer a decision back to the local community for their comment and review. If you have any questions, please contact the stewards.

Yours faithfully.--علاء (kaozeal) 12 Gen 2021 da 15:37 (UTC)[respont]

Hi, today I removed your admin flag. Einsbor (kaozeal) 12 C'hwe 2021 da 06:11 (UTC)[respont]

Goulenn ali

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:34 (UTC)[respont]