Mont d’an endalc’had

Kalibr 16

Eus Wikipedia
Kalibr 16
Skeudenn ar pennad Kalibr 16Kartouchennoù-chase kalibr 16, karget gant 32 c'hram drajez-plom, n°4 o ment
Doare
Kalibr 16 / 16,8 mm
Doare douilhez Bourled
Doare skeiñ E-kreiz
Muzulioù
Ø bannadelloù Etre 1 hag 8,5 mm
Ø trogleuziñ 16,8 mm
Ø kolier 18,55 mm
Ø korf an douilhez 18,90 mm
Ø strad 20,64 mm
Tevder ar strad 1,65 mm
Hirder ar gartouchenn 65 / 67 / 70 / 76 mm
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar c'hartouchennoù kalibr 16 zo munisonoù-chase evit ar fuzuilhoù-chase flour o c'hanolioù. Gellet a reont bezañ karget gant drajez plom pe boledoù. Hirder an douilhez a c'hall bezañ 65 mm, 67 mm, 70 mm pe 76 mm. Karget e vezont peurliesañ gant ur pouez bannadelloù etre 26 ha 32 gram.

Poblek-tre e oa ar c'halibr-mañ e Frañs eus deroù an XXvet kantved betek ar bloavezhioù 1950-1970, e-lec'h ma veze implijet evit chaseal lapoused pe jiboez bihan dreist-holl. Ar c'halibr 12 zo komañset da gemer e blas tamm-ha-tamm goude an Eil Brezel-bed. Loened brasoc'h evel ar yourc'hed pe ar moc'h-gouez a c'haller chaseal gant munisionoù kalibr 16 karget gant boledoù. Kalz a fuzuilhoù er c'halibr 16 a chom e dafar chaseourien e Frañs, ha kartouchennoù a gaver aes er vro-se, kambret e 16/67 dreist-holl.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan