Mont d’an endalc’had

Huon Arle

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Huon Arle, pe Huon Provañs, (war-dro 882-† 10 a viz Ebrel 948), a oa ur priñs frank, kont Arle, a zeuas da vout roue Italia en Xvet kantved.

Mab e oa da Deobald Arle ha da Berta|Verta, bastardez Lotar II Lotaringia. Anvet e voe kont Arle, ha kont Viena, ha markiz Provañs e 905 gant an impalaer Loeiz III an Dall. E 926 e voe anvet roue Italia (926-945).

Ganet war-dro 880, mab da d-Teobald, kont Arle ha Viena, ha kont war-lerc'h e dad, e oa un den a bouez e rouantelezh Provañs. Pa voe tapet an impalaer Loeiz III an Dall gant e enebourien, dallet ha harluet eus Italia e 905, e teuas Huon da vout kuzulier dezhañ, ha da ren en e lec'h e gwirionez.

Rouantelezh Arle

E 911 e voe roet dezhañ gant Loeiz dugelezh Provañs ha markizelezh Vienne[1]. Kuitaat a reas Vienne neuze, da vont da chom da Arle, lec'h orin e diegezh, gant ul lez vourgognat. E 912 e timezas da Willa Provañs, marteze hanterc'hoar d'ar roue Loeiz II, ha merc'h da v-Boson V Provañs ha da Ermengarda Italia. O paouez intañveziñ edo Willa, marvet he fried Rodolf Iañ Bourgogn († 25 a viz Here 912).Intañv e voe e 914.

Gwir gêr-benn ar rouantelezh e teuas Arle da vout, pa vane Vienne annez ar roue mac'hagnet Loeiz III an Dall. Ne blijas ket donedigezh Huon d'an noblañsed eus ar vro, pa zeue gant e lez a Vourgogniz. Manasss Arle, a oa arc'heskob Arle e 920, a oa mab d'ur c'hont eus Chalon ha niz da Huon,[2]. Muntroù a voe zoken, evel re tud Mayeul, er bloavezhioù 915-920.

E 924 e voe dilennet Raoul, niz d'ar roue Boson Provañs[3] ha breur da Huon an Du, da roue ar Franked. Hag eñ da gask emellout en aferioù Rouantelezh Provañs.

Huon Arle a rankas neuze ober le a wazoniezh dezhañ, hag eurediñ Berta, e nizez[4], da Boson breur Raoul.

Evel ar roue Loeiz an Dall en doa c'hoant Huon da glask afer en Italia. War-dro ar bloavezhioù 910 e voe aloubet Lombardia gant un arme brovañsat, renet gant Huon, e vreur Boson hag Huon Taillefer, gant skoazell mamm Huon: Berta intañvezet war-lerc'h marv he fried Théobald d'Arles, a oa dimezet abaoe 898 da Adalbert II, markiz Toskana.
Tro wenn a reas arme Huon avat. Hervez konikenn Constantin VII Porphyrogénète e c'hoarveze kement-se en 923 pe 924, hervez Liutprand Cremona e oa entre 917 ha 920[5]. Eus 922 betek 924 e oa en em savet un darn vras eus noblañsed Italia, ha dilennet Rodolphe II Bourgogn ganto da roue Italia, e-lec'h Berengar Iañ Frioul. Neuze e voe brezel diabarzh ha n'echuas nemet d'ar 7 a viz Ebrel 924 pa voe drouklazhet Berengar. E miz Gouhere 926 ez eas Huon eus Arle da gemer kurunenn rouaned Italia, gant skoazell Rodolf II(880937), a oa en em glevet gantañ. D'an 9 a viz Gouhere e voe kurunennet roue Italia e Pavia. Reiñ a reas e garg a gont Arle d'e vreur Boson, anvet ivez Boson VI Provañs

War-lerc'h marv Loeiz III Provañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h marv Loeiz III Provañs en 928 e tistroas Huon da Brovañs da vout roue er vro. Koulskoude e voe ret dezhañ anavezout Charles Constantin, bastard Loeiz III , evel roue

  1. McKitterick, 267.
  2. Niz da Huon a-berzh c'hoar Huon, Teutberga
  3. Breudeur e oa Richarzh ar Justisour, e dad, ha Boson Provañs
  4. merc'h e vreur, Boson Arle
  5. Previté Orton, 340.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]