Hernando de Soto (konkistador)
Hernando De Soto (ganet e 1496 pe 1497 – marvet d’an 21 a viz Mae 1542) a oa un ergerzher ha konkistador spagnol. Gantañ e voe renet an ergerzhadenn gentañ gant Europiz e diarbarzh an douaroù a zo deuet da vezañ Stadoù Unanet Amerika (Florida, Georgia, Alabama hag Arkansas). An Europad kentañ e voe o treuziñ ar stêr Mississippi.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Hernando de Soto en ur familh hidalgoed vihan, e Jerez de Badajoz[1] en Extremadura, ur vro baour ha ma oa kalz tud yaouank o vont da lec’h all da glask fred.
Mont a reas da Amerika e 1514, asambles gant Pedro Arias de Avila, a oa gouarnour Panamá. Kemer a reas perzh, er bloavezhioù 1520, en aloubadeg Kreizamerika, ha brud a c’hounezas da vout ur marc’heg barrek hag ur soudard kalonek ha kriz gant an Amerindianed. Perzh a gemeras ivez en ergerzhadenn Francisco Pizarro war-zu Perou. Distreiñ a reas da Spagn e 1536 ha dimeziñ a reas. Levezonet e oa gant skouerioù Juan Ponce de León, en doa ergerzhet Florida, pe Vasco Núñez de Balboa, en doa tizhet ar Meurvor Habask (anvet gantañ « Mor ar Su », dre ma oa er su da strizh-douar Panamá).
Florida
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet e voe gant ar roue Carlos Iañ da c’houarnour e Kuba, e 1538, ha karget e oa ivez eus douaroù Florida (an anv-se a raed da neuze eus an douaroù a oa en norzh da Guba, war an douar-bras, hep lakaat harz ebet dezho e diabarzh ar vro). Bamet e oa Hernando de Soto gant ar pezh en doa klevet war ergerzhadenn Pánfilo de Narváez war aodoù Florida, e 1527-1528. Bodañ a reas lod eus an dud a oa deuet gantañ da Guba ha kuitaat a reas porzh La Habana d’an 18 a viz Mae 1539 evit mont da Florida. D’an 30 a viz Mae e tilestras war aod Florida en ul lec’h a voe badezet gantañ Espiritu Santo hag a oa el lec’h m’emañ bae Tampa bremañ, war aod kornôk ledenez Florida. Mont a reas war-zu an norzh ha tizhout menezioù an Appalachoù e miz Mae 1540. A-hed o ergerzhadenn en em gave ar gonkistadored gant Amerindianed ha ne veze ket bepred didrubuilh an darempred. O klask madoù, pinvidigezhioù ha douaroù strujus edo ar Spagnoled, ha ne gavent nemet emgannoù.
Goude bezañ graet hent war-zu ar c’hornôg en em gavas an dud a chome gant Hernando de Soto dirak ur stêr vras, ledan ha leun a besked, hag a voe anvet ganto Rio Grande pe Rio Espiritu Santo. Dirak ar stêr Mississippi e oant erruet, d’an 8 a viz Mae 1541. Savet e voe bagoù ganto da dreizhañ ar stêr ha kenderc’hel gant o hent war-zu ar c’hornôg. Tremen a rejont ar goañvezh 1541-1542 war lez ar stêr Arkansas. Diaesoc’h-diaesañ e oa dezho kavout o hent ha kavout boued. Distreiñ a rejont war-zu ar stêr Mississippi.
Nepell diouzh he lez kornôk e varvas Hernando de Soto gant an derzhienn, d’an 21 a viz Mae 1542. A-raok mervel e fizias e Luis de Moscoso ar garg da ren e vagad tud. Goude meur a viz o kerzhet, da glask mont war-zu Mec’hiko, e voe savet bagoù ganto, ha diskenn a rejont a-hed ar stêr vras betek pleg-mor Mec'hiko, hag o vageal goude-se a-hed an aod, e erruas an 300 den a oa chomet bev, dindan renerezh Luis de Moscoso, betek kêr Vec'hiko, e 1543. Diwar ar 700 a dud a oa loc’het eus Kuba ne chome nemet un 300 den bev bennak.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ dizemglev zo war al lec’h resis ma voe ganet, pe e Barcarrota pe e Jerez de los Caballeros pe c’hoazh e Badajoz. Hogen dre ma c’houlennas bezañ beziet e parrez San Miguel e Jerez de los Caballeros, e kav d’an darn vrasañ eus an istorourien e oa genidik eus ar gêr-se.