Hengreteg
Hengreteg (*dianav) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | yezh varv |
Rannved : | Kreta |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | digenvez |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar yezh digenvez varv komzet en Enez Kreta a-raok donedigezh ar C'hresianed e oa an hengreteg.
Skrivet e oa en ur skritur silabennek n'eo ket bet digejet c'hoazh : al linenneg A. Un nebeud enskrivadurioù diwezhatoc'h hon eus ivez er skritur gresianek, kavet war-dro Deros ha Praisos.
Komzet e oa an hengreteg betek an IIIe kantved kt JK, kent ma voe kemeret e lec'h gant an henc'hresianeg. N'anavezomp ket mat a-walc'h ar yezh-se da lavarout eus petore familh eo, hag an darn vrasañ eus ar glaskourien a soñj ez eus ur yezh digenvez anezhi. Gallout a rafe, avat, bezañ kar d'an hengipreg ha d'al lemneg.
Testennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'anavezomp nemet pemp enskrivadur e hengreteg, zoken ma'z eo posupl e oa skrivet er yezh-se un nebeud enskrivadurioù arall a zo disklaer o ster.
- Dreros 1
Kavet e oa bet an enskrivadur-mañ e 1936 e Dreros, e-kichen un azeuldi dediet da Apollo. Kollet e oa bet e-pad an Eil Brezel Bed
Al linennoù 3-5 a zo skrivet e gresianeg moarvat met disklaer eo o ster :
- ---rmaw|et|isalabre|komn
- ---d|men|inai|isaluria|lmo
- ----tonturonmēa.oaoiewad
- eturo---munadoa-enē--
- --matritaia--
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]