Harry Potter
Titl | Harry Potter |
---|---|
Anvet diwar | Harry Potter |
Labour da-heul | Harry Potter |
Tachenn | faltazi, young adult fiction, developmental novel, children's fiction |
Aozer | J. K. Rowling |
Lec'h embann | Rouantelezh-Unanet |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg Breizh-Veur |
Deiziad embann | 1997 |
Cover art by | Mary GrandPré |
Skeudennaouer | Mary GrandPré, Jim Kay, Kazu Kibuishi, Jonny Duddle, Andrew Davidson |
Set in period | Bloavezhioù 1990 |
Lec'h an istor | Bro-Saoz |
Hollved faltaziek | Harry Potter universe |
Roll an tudennoù | list of Harry Potter characters, list of supporting Harry Potter characters |
Diskouez a ra | boarding school |
Lec'hienn ofisiel | https://www.wizardingworld.com |
Hashtag | harry_potter, potter |
Media franchise | Wizarding World |
Fandom | Harry Potter fandom |
Harry Potter zo anv ur paotrig hag a zo penntudenn ur rummad romantoù saoznek savet gant ar skrivagnerez J. K. Rowling. Seizh levr zo er rummad ma c'haller lenn troioù-kaer Harry Potter, deskard sorser.
Embannerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An embannerien kentañ a oa Bloomsbury e Rouantelezh-Unanet ha Scholastic Press e Stadoù-Unanet (e-lec'h ma oa deuet er-maez al levr kentañ dindan titl Harry Potter and the Sorcerer's Stone. E brezhoneg e oa bet troet al levr kentañ gant Mark Kerrain, ha deuet e oa er-maez e 2012 gant embannadurioù An Amzer. Filmoù zo bet savet diwar ar romantoù.
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontañ a ra ar seizh levr istor un deskard sorser anvet Harry James Potter. E pep levr e taneveller ar pezh a c'hoarvez e-pad unan eus e vloavezhioù e skol Kerambreoù gant e vignoned Ron Weasley ha Hermione Granger. Eno e c'hoarvez ar pep brasañ eus an darvoudoù, nemet e-barzh al levr diwezhañ a gont istor ur veaj. Stourm a ra Harry Potter a-enep ar sorser drouk Voldemort en deus drouklazhet tud Harry hag en deus klasket lazhañ ar paotrig e-unan a-benn kemer ar galloud e bed ar sorserien, peogwir a oa bet diskouezet ar babig evel e enebour bras. E-pad e vuhez e Kerambreoù e kresk Harry hag eno e tremen e oad- krenn o kavout direustloù da veur a gudenn, kudennoù skol, kudennoù kalon pe kudennoù gwashoc'h.
Berzh Harry Potter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe m'eo bet embannet ar c'hentañ romant, Harry Potter ha maen ar furien (Harry Potter and the Philosopher's Stone) e 1997, al levr en deus gounezet brud vras forzh pegement er bed. Bet en deus gourc'hemennoù digant ar skridvarnerien ha gwerzhet eo bet stank er bed a-bezh. Savet ez eus bet filmoù, c'hoarioù video ha marc'hadourezh a bep seurt a denn da Harry Potter. Gwerzhet ez eus bet en tu all da 325 milion a skouerennoù eus levrioù Harry Potter ma konter holl skouerennoù ar c'hwec'h romant embannet betek-henn[1]. Troet eo bet avanturioù ar sorser yaouank e muioc'h evit 63 yezh[2]. Disklêriañ a ra an embannerien ne vo ket moulet nebeutoc'h evit 12 milion a skouerennoù, tra ken 'met er Stadoù-Unanet, da-geñver ar voulladenn gentañ[3].
Al levr diwezhañ a zo deuet er-maez d'an 21 a viz Gouere 2007 e saozneg, dindan an anv: Harry Potter and the Deathly Hallows (Harry Potter ha Relegoù an Ankoù) hag a vo embannet e galleg d'ar 26 a viz Here 2007[4].
Berzh he deus graet Rowling gant he romantoù, ha hi eo an hini he deus gounezet ar muiañ a arc'hant a-hed istor al lennegezh[5]. Gwerzhet e vez stummoù saoznek ar romantoù gant Bloomsbury er Rouantelezh-Unanet, Scholastic Press er Stadoù-Unanet, Allen & Unwin en Aostralia ha gant Raincoast Books e Kanada.
Savet ez eus bet filmoù diwar pemp romant kentañ Harry Potter gant Warner Bros. Filmet eo bet ar pempvet, Harry Potter hag Urzh ar Feniks (Harry Potter and the Order of the Phoenix), adalek miz C'hwevrer 2006, ha deuet eo er-maez d'an 11 a viz Gouere 2007[6].
Kerambreoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sellout ouzh ar pennad Kerambreoù.
Hogwarts (e saozneg) eo anv skol ar sorserien. Renet eo ar skol gant Albus Dumbledore ha Minerva McGonagall eo an isrenerez, betek ar VIvet levrenn.
Rannet eo Hogwarts dindan pevar c'hoskoriad :
- Gryffindor, aroueziet gant ul leon. Ar galonegezh eo perzh pennañ e izili. krouet eo bet gant Godric Gryffindor.
- Hufflepuff, aroueziet gant ur broc'h. Al lealded eo perzh pennañ e izili. krouet eo bet gant Helga Hufflepuff.
- Ravenclaw, aroueziet gant un erer. Ar speredegezh hag ar furnezh eo perzhioù pennañ e izili. krouet eo bet gantRowena Ravenclaw.
- Slytherin, aroueziet gant un naer. Ar widre, ar gorvigell hag ar vrasoni eo perzhioù pennañ e izili. krouet eo bet gant Salazar Slytherin.
E penn pep koskoriad, e Hogwarts, e vez kavet ur rener (kelenner er skol ivez) ha pep a dasmant o deus ivez.
Ar gelennerien zo : Minerva McGonagall evit Gryffindor, Pomona Sprout evit Hufflepuff, Filius Flitwick evit Ravenclaw, ha Severus Snape evit Slytherin.
An tasmantoù : Nick Peuzdibenn evit Gryffindor, Ar manac'h lart evit Hufflepuff, An intron gris evit Ravenclaw, hag Ar baron gwadek evit Slytherin.
Listenn al levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Harry Potter and the Philosopher's Stone (1997) - Harry Potter ha Maen ar Furien (2012)
- Harry Potter and the Chamber of Secrets (1998) - Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù (2017)
- Harry Potter and the Prisoner of Azkaban (1999)
- Harry Potter and the Goblet of Fire (2000)
- Harry Potter and the Order of the Phoenix (2003)
- Harry Potter and the Half-Blood Prince (2005)
- Harry Potter and the Deathly Hallows (2007)
Bed Harry Potter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An deroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Harry Potter zo un deskard sorser e skolaj sorserez Hogwarts (Poudlard en droidigezh c'hallek). Ganet eo bet d'an 31 a viz Gouere 1980. E dud, Lili Evans ha James Potter, zo bet drouklazhet gant Lord Voldemort, ur maj du galloudus, a glaskas goude se lazhañ Harry, hag eñ bloaz hepken dezhañ d'ar c'houlz-se. Met ar strobinell a daolas ouzh Harry a zistroas outañ hag a zistrujas e gorf. gwarezet diouzh ar marv a-drugarez d'e Horcruxoù e teuas da vezañ ur c'hrouadur breskoc'h evit un teuz met bev atav. Da-heul an darvoud-se e vir Harry ur gleizhenn e stumm un daredenn war e dal, e lec'h ma oa bet skoet gant ar strobinell.
Goude e wallzarvoud, ha daoust m'eo dianadet, e talc'h Voldemort da vezañ ar sorser ar muiañ doujet er bed, kement ha ken bihan ma ne vez ket distaget e anv gant ar sorserien. Graet e vez anezhañ "C'hwi-oar-piv", "an-hini-eo-arabat-distagañ-e-anv" peotramant "Te-oar-piv".
Pa oa emzivad e oa savet Harry gant e eontr hag e voereb, Vernon ha Petunia Dursley — muggleed anezhe (moldu a lenner en droidigezh c'hallek), da lâret eo tud n'o deus tamm pouer hud ebet ha n'in ket sorserien —, a vez bepred war e vuhez, a guzh outañ e orin hag e zonezonoù sorser. Atahinet e vez gant e genderv, Dudley a vez graet e did outañ gant e dud hag a goll anezhañ.
Da goulz e unnekvet deiz-ha-bloaz e resev Harry ul lizher a bed anezhañ da vont da skol Hogwarts (Poudlard e galleg), skol sorserien ha sorserezh, da vare an distro skol. Kement bugel sorser a vez lakaet e anv enni da vare e c'hanedigezh. E eontr, ne fell ket dezhañ e tizolofe Harry e orin ha klask a ra mirout outañ a vont di par ma c'hall met gant skoazell Rubeus Hagrid (distaget Rubeüs), kaset gant Dumbledore, rener skol Hogwarts, e teu Harry a-benn, a-benn ar fin, da gemer an tren da vont d'ar skol war ar c'hae 9 3/4 eus ti-gar King's Cross e Londrez. E skol Hogwarts, Harry a ra anaoudegezh gant daou vignon eus ar c'hentañ, Ron Weasley ha Hermione Granger, a roio an dorn dezhañ en e avanturioù. Stourm a reont a-gevret a-enep An-hini-eo-arabat-distagañ-e-anv, da lâret eo Lord Voldemort.
Troidigezhioù Harry Potter er yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet eo bet levrioù Harry Potter e meur a yezh, kembraeg, iwerzhoneg hag e latin hag e henc'hresianeg zoken. Ur raktres treiñ e gouezeleg Skos a oa ivez, met n'eo oa ket bet graet.
E kalz yezhoù, er c'hontrol eus ar galleg, n'eo ket bet troet an anvioù divoutin (an anvioù-lec'hioù dreist-holl, evel Hogwarts).
Un toullad mat a linennoù ivez zo bet laosket a-gostez gant an troour en droidigezh c'hallek.
Embannadur brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet e oa bet levrenn gentañ romantoù Harry Potter e brezhoneg e miz Here 2012, gant an Amzer embanner[7], gant an titl Harry Potter ha Maen ar Furien. Troet eo bet al levrenn gentañ e brezhoneg gant Mark Kerrain. E 2017 eo bet embannet an eil levrenn, Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù, gant ar memes embanner ha troet gant ar memes troer ivez.
Embannadur kembraek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kembraeg | E saozneg | E brezhoneg |
---|---|---|
Dreigo Mallwyd | Draco Malfoy | |
Edeyrn ag Efnisien | Crabbe and Goyle | |
Gringrwn | Gringotts | |
Mygl (liester: Myglars) | Muggle (muggles) | Mougoul(ed) |
Nefydd Llywelyn | Neville Longbottom | Neville Hireglun |
Y Proffwyd Dyddiol | The Daily Prophet | |
Garadog Fychan | Cornelius Fudge | Cornelius Flugez |
Y Piwsiwr | Peeves | |
Waldo Waedlyd | the Bloody Baron | |
Wyddost-Ti-Pwy | You-Know-Who | Te 'Oar Piv |
Gron Heb Ben Bron | Nearly Headless Nick | Nick Peuzdibenn |
Sefran Sneip | Severus Snape |
Embannadur okitanek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 2009 e oa bet embannet 200 skouerenn eus al levrenn gentañ en okitaneg, "Harry Potter e la pèira filosofau", troet gant Karine Richard Bordenave[8],[9], skolaerez calandreta, hag embannet gant Per Noste, un ti-embann okitanek eus Orthez (Pyrénées-Atlantiques).
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eizh film zo bet savet diwar ar seizh romant rummad-se (al levr diwezhañ zo bet rannet etre div lodenn) gant Warner Bros Pictures ha meur a sevener evel Chris Columbus, Alfonso Cuarón, Mike Newell ha David Yates.
Levrioù skrivet diwar-benn Harry Potter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lindsey Fraser, Rencontre avec J.K. Rowling, l'auteur de Harry Potter, Gallimard (miz Du 2000) ISBN 2-07-054580-6
- Benoît Virole, L'enchantement Harry Potter - la psychologie de l'enfant nouveau, Archives contemporaines (miz Ebrel 2001) ISBN 2-01-279082-8
- J.K Rowling, Le Quidditch à travers les âges, Gallimard Jeunesse (miz Eost 2001) ISBN 2-07-054927-5
- J.K Rowling, Les Animaux fantastiques, Gallimard Jeunesse (miz Eost 2001) ISBN 2-07-054928-3
- Paul Bürvenich: Der Zauber des Harry Potter - Analyse eines literarischen Welterfolgs, Peter Lang Verlag (miz Here 2001) ISBN 3-631-38743-1 (alamaneg), ISBN 4-88059-307-9 (Japaneg)
- Allan et Elisabeth Kronzek, Le livre de l'apprenti sorcier - Un guide du monde magique de Harry Potter, L'Archipel (miz Du 2001) ISBN 2-84187-432-X
- Isabelle Smadja, Harry Potter, les raisons d'un succès, PUF (miz Du 2001) ISBN 2-13-052205-X
- David Colbert, Les mondes magiques de Harry Potter, Le Pré aux Clercs (miz Kerzu 2001) ISBN 2-84228-144-6
- Sean Smith, J.K Rowling, la magicienne qui créa Harry Potter, Favre (miz C'hwevrer 2002) ISBN 2-8289-0692-2
- Antoine Guillemain, Mon pote Harry Potter, L'Archipel (miz Du 2002) ISBN 2-84187-434-6
- Andrew Blake, L'irrésistible ascension de Harry Potter, Le Félin (miz Meurzh 2003) ISBN 2-86645-491-X
- Roland Ernould, Quatre approches de la magie - Du Rond des Sorciers à Harry Potter, L'Harmattan (miz Ebrel 2003) ISBN 2-7475-4169-X
- Roger Highfield, Harry Potter et la science, Flammarion (miz Gwengolo 2003) ISBN 2-08-068532-5
- Noëlle Hausman et Benoît Carniaux, Que penser de Harry Potter ?, Fidélité (miz Here 2003) ISBN 2-87356-267-6
- Edi Vesco, Le guide magique du monde de Harry Potter, L'Archipel (miz Du 2003) ISBN 2-84187-533-4
- Denis Labbé et Gilbert Millet, Étude sur Harry Potter à l'école des sorciers - J.K. Rowling, Ellipses (miz Du 2003) ISBN 2-7298-1582-1
- Stéphanie Chica, Tout l'univers magique de Harry Potter, City (miz Here2005) ISBN 2-915320-57-8
- Stephen Brown, Harry Potter - Comment le petit Sorcier est devenu le roi du Marketing, Dunod (miz Here 2005) ISBN 2-10-049377-9
- Éric Auriacombe, Harry Potter, l'enfant-héros - Essai sur la psychopathologie de Harry Potter, PUF (miz Du 2005) ISBN 2-13-055355-9
- Sophie de Mijolla-Mellor, L'enfant lecteur - De la Comtesse de Ségur à Harry Potter, les raisons du succès, Bayard (miz Meurzh 2006) ISBN 2-227-47452-1
- David Bagget, Shawn Klein et William Irwin Harry Potter et la philosophie Petit traité à l'usage des Moldus, Michel Lafon (miz Mae 2006) ISBN 2749904400
- Christine-Sarah Carstensen, Devenir Magicien de sa vie, mode d'emploi - Harry Potter, le Chaperon Rouge, Merlin l'Enchanteur et les autres... à l'usage des grands, Dervy (miz Gouere 2006) ISBN 2-84454-435-5
- Levrlennadur diwar-benn Harry Potter(en)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dearbáil Jordan, "Time comes for Harry to fly to the rescue", Times, 07/04/2007
- ↑ Global Potter sales top 300m mark, BBC, 2005-10-04
- ↑ "Harry Potter's final adventure to get record print run", The Times, McLaren Elsa, 15/03/2007
- ↑ Dislêriadenn ofisiel troidigezh c'hallek al levrenn 7
- ↑ Watson, Julie and Kellner, Tomas. "J.K. Rowling And The Billion-Dollar Empire". Forbes.com, 26 a viz C'hwevrer 2004.
- ↑ [url=http://www.hpana.com/news.19370.html Confirmed : 'Phoenix' flies on 11 July], HPANA, 05/04/2006
- ↑ http://www.culture-bretagne.net/harry-potter-e-brezhoneg-harry-potter-en-breton-17-octobre/
- ↑ http://www.ladepeche.fr/article/2009/09/14/672337-harry-potter-va-parler-occitan.html
- ↑ https://web.archive.org/web/20090914065325/http://www.lepoint.fr/actualites-insolites/2009-09-11/parution-du-premier-tome-d-harry-potter-en-occitan-gascon/918/0/376499
- ↑ http://www.larepubliquedespyrenees.fr/2011/11/10/le-2e-harry-potter-en-occitan-publie,217795.php