Harriet Christina Cany Peale
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Harriet Cany Peale |
Anv-bihan | Harriet |
Anv-familh | Peale |
Deiziad ganedigezh | 1800 |
Deiziad ar marv | 1869 |
Pried | Rembrandt Peale |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | livour |
Tachenn labour | livouriezh |
Diellaouet gant | Archives of American Art |
Luskad | Hudson River School |
Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Art, Pennsylvania Academy of the Fine Arts, Corcoran Gallery of Art, McMullen Museum of Art, La Salle University Art Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Harriet Christina Cany Peale (Philadelphia, 1799 – idem, 1869 a oa ul livourez stadunanat, un ezel eus al luskad Hudson River School.
Ganet e oa bet e 1799 e Philadelphia, e Pennsylvania, merc'h da Charles ha Mary Cany, a oa kenwerzhourien.
Pa voe intañvez a-raok 1840 e labouras Harriet Cany e stal he zud[1] hag e teskas al livouriezh digant ar poltredour Rembrandt Peal (1778-1860), a euredas e 1840. Ur studio a rannent e Philadelphia.
Er bloaz-se end-eeun e tiskouezas an arzourez taolennoù er Pennsylvania Academy of Fine Arts, ma kendalc'has da ziskouez betek diwezh he buhez.
Berzh bras a eure e 1848 gant he zaolenn Her Mistress's Clothes ma weler ur vatezh afroamerikan gwisket gant dilhad ha bravigoù he implijerez wenn, a zo en he c'hichen dirak ur melezour[2].
Mervel a reas e Philadelphia d'an 12 a viz Genver 1869, oadet a 70 vloaz. E bered iliz katolik St. Mary e Philadelphia emañ he bez.
-
Braddock's Field, 1855
-
Kaaterskill Clove, 1858
-
Ideal Portrait, goude 1840
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Hagood, Martha N. & Harrison, Jefferson C.. American Art at the Chrysler Museum – Selected Painting, Drawing, and Sculpture. Charlottesville : University of Virginia Press, 2005 (ISBN 978-0-940744-71-4)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Loomis, Erik. 'Erik Visits an American Grave, Part 929'. Kavet : 24/10/2023.