Mont d’an endalc’had

Emgann Dybbøl

Eus Wikipedia
Emgann Dybbøl
Tamm eus Eil Brezel Schleswig

Maread 18 a viz Ebrel 1864
Lec'h Dybbøl, Danmark
Disoc'h Trec'h peurglok Prusia
Emgannerien
PrusiaDanmark
Pennoù-brezel
Priñs Friedrich Karl von PreußenJeneral George Daniel Gerlach
Niver a emgannerien
11 000 kentañ wagenn
26 000 da c'hortoz
126 kanol
5000
6000 da c'hortoz

66 kanol, 11 mortez

1 lestr hobregonet
Kolloù
1201, lazhet pe gloazet pe prizoniet4834 (tro 700 lazhet, 554 gloazet, 3534 prizoniet)
Soudarded Prusia o aloubiñ lec'hioù difenn lu Danmark.

Emgann Dybbøl (daneg: Slaget ved Dybbøl; Alamaneg: Erstürmung der Düppeler Schanzen) a voe emgann pennañ Eil Brezel Schleswig, mintin an 18 a viz Ebrel 1864 goude ur sez a oa bet kroget d'ar 7 a viz Ebrel. Nerzhioù lu Danmark a voe flastret gant re Prusia, ar pezh a voe diazez da zisoc'h ar brezel. Dybbøl a oa bet ivez un dachenn emgan e-pad Kentañ Brezel Schleswig.

Goude ma oa bet aloubet Dugelezh Schleswig e miz Du 1863 gant ar roue danat Christian IX (a oa ivez dug Schleswig), Prusia hag Aostria a aloubas Jutland e miz Genver 1864.

Livadur propaganda da veuliñ kalonegezh ar soudarded danat.
  • Bep bloaz e vez aozet gant Danmark ul lid koun e Dybbøl d'an 18 a viz Ebrel. Soudarded Danmark a vez gwisket gant lifreoù eus mare an emgann. Evit 150vet deiz-ha-bloaz an emgann, d'an 18 a viz Ebrel 2004, e voe savet un abadenn veur[1]. Hiziv-an-deiz e vez implijet c'hoazh an emgann pa vez kaoz eus al liammoù etre Danmark hag Alamagn.
Adsevel istorel Emgann Dybbøl e 2004.
  • Carl Klinke, ur soudard prusian a vefe bet o kas gantañ ur sac'had danvez-tarzh betek kreñvlec'h pennañ an Daniz hag emlazhet o toullañ ar voger. Savet e voe ur barzhoneg gant Theodor Fontane.
  • Johann Gottfried Piefke, ur sonaozour kanoù-bale milourel brudet a savas ur c'han-bale anvet Düppeler Schanzen-Sturmmarsch evit enoriñ an emgann-se.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]