Mont d’an endalc’had

Dobranotch

Eus Wikipedia

Dobranotch (ruseg : Добраночь) zo ur strollad sonerezh etrevroadel bet savet, evit ar mare a denn d’o giz a-vremañ, e Naoned e 1997 get sonerion a Rousia, Moldova ha Liban. Get hengoun ar broioù-se ema levezonet o zonioù a vez sonet get binivioù klev, evel rebed, boest-an-diaoul, simbalum, tuba ha benveg tos. Dishañval-mik eo ar strollad Dobranotch diouzh an triad folk iwerzhonat a oa pa zeraouas e dibenn ar blezadoù 1990. Daet eo da vout ur strollad folk a veur a lec'h hag a gej folk ar Balkanioù, sonerezh klezmer ha luskoù arab. E 2001 en em stalias ar strollad e Sankt-Peterbourg.

Dobranotch

Izili ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mitya Khramtsov, ar rebedour hanter-yuzev a zegas ul levezon yuzev e son ar strollad, eo an ezel nemetañ ag ar strollad zo ennoñ abaoe ar penn-kentañ.
  • Ussama Shakhin, soner benveg tos a Liban.
  • Andrei Sapkevich, soner boest-an-diaoul bet stummet er mirva-sonerezh, zo eus Moldova e-menn e oa e dad ur rebedour folk desket drezoñ e-unan hag a sone en eured modovan.
  • Zheka Lizin, soner simbalum.
  • Alexei Stepanov, soner tuba, en deus studiet ha sonet klezmer get Zheka Lizin e-barzh ur strollad goubed en ur Greizenn ar gumuniezh yuzev.
  • Musique russe et yiddish (« Sonerezh rusian ha yidek », pladenn-arc'hant, 1999)
  • Чтоб душа развернулась (« Evit an ene dibleg », pladenn-arc'hant, 2001)
  • Добраночь (« Dobranotch », pladenn-arc'hant, 2004)
  • Handmade (« Graet gant an dorn », pladenn-arc'hant verr, 2005)
  • Live in Krakow (« Sonadeg e Krakouv », DVD, 2006)
  • На Востоке всё решает Солнце (« Er Reter, pep tra a vez divizet gant an Heol », pladenn-arc'hant, 2010)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]