Mont d’an endalc’had

Dimmu Borgir

Eus Wikipedia
Dimmu Borgir

Bro orin Oslo, Norvegia
Doare(où) Black metal Metal sinfonek
Bloavezhioù oberiant 1993 – bremañ
Label(ioù) No Colours/Nuclear Blast (1993-1994)
Cacophonous/Century Media (1995-1997)
Nuclear Blast (1997-bremañ)
Lec'hienn ofisiel www.dimmu-borgir.com

Izili Shagrath
Galder
Silenoz
Jan Axel Blomberg (war hiatus)
Daray (live)
Izili bet er strollad Stian Aarstad
Tjodalv
Brynjard Tristan
Stian Arnesen
Astennu
Nicholas Barker
Tony Laureano (live)
ICS Vortex
Mustis

Dimmu Borgir (dɪmuːˈbɔːrɡɪr) a zo ur strollad sonerien norvegiat, doare Black metal sinfonek savet e 1993. "Dimmu Borgir" a dalv "Kastell Teñval" en islandeg ha norseg. An anv a zeu eus ar menezioù-tan a zo en Island, Dimmuborgir.

For All Tid ha Stormblåst

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a reas Dimmu Borgir e 1993 gant sonerezhmelodic black metal. Hag eñ stummet gant Shagrath, Silenoz, ha Tjodalv, ez embann ar strollad an EP Inn i evighetens mørke ("E teñvalijenn an amfin" e brezhoneg) e 1994. Holl skouerennoù an EP bihan-se a oa gwerzhet en un nebeud sizunvezhioù hag ar strollad a gendalc'has gant un albom a-bezh e 1994 : For all tid. Savet eo an albom gant izili eus Dødheimsgard ha Ved Buens Ende. Stumm kentañ ar strollad a vode Shagrath ouzh an taboulinoù, Tjodalv ouzh ar gitar ha Silenoz er c'han boud, met cheñch a ra na embannfe Stormblåst gant Cacophonous Records e 1996.Stormblåst a resev ur bern alioù pozitivel gant an dud sot gant ar black metal, hag alies e vez priziet an albom evel hini gwellañ ar strollad. Bez eo ivez an albom diwezhañ gant komzoù e Norvegeg.

Enthrone Darkness Triumphant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude Stormblåst, Dimmu Borgir a cheñch izili. An touchennaoueger Stian Aarstad az a kuit eus ar strollad, dre m'eo ret dezhañ mont d'ober e servij soudard (an abeg ofisiel eo met lavaret e vez ivez ez eo bet kondaonet gant ar justis evit bezañ bet kemeret sonerezh ur c'hoari-video e-barzh ur gannaouenn, hep bezañ paeet ar gwirioù). Dre-se ne c'hall kemer perzh e 1996 en EP Devil's Path. Ur pennadig amzer goude ez a kuit ar soner gitar-boud, Brynjard Tristan hag erlec'hiet eo gant Nagash. Stian Aarstad a zeu en dro evit enrolladenn Enthrone Darkness Triumphant e 1997 met skarzhet eo eus ar strollad. Enthrone Darkness Triumphant a ra berzh er bed a-bezh. Embannet eo gant Nuclear Blast, ul label alaman brudet-tre.

Spiritual Black Dimensions ha Puritanical Euphoric Misanthropia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude sonadegoù evit Enthrone Darkness Triumphant, eo degemeret Mustis er strollad, da seniñ gant an douchennaoueg hag Astennu d'ober gant ar gitar. Dimmu Borgir a embann neuze Spiritual Black Dimensions e 1999 ha Puritanical Euphoric Misanthropia e 2001. Cheñchamantoù zo er strollad goude, Nagash az a kuit, ar soner giter-boud ICS Vortex a gemer e blas, hag a ra ivez ar c'han sklaer. Mont a ra kuit Tjodalv ivez (en abeg da gudennoù gant e familh hag evit krouiñ ar strollad nevez Susperia), erlec'hiet eo gant Nicholas Barker, a zeu eus Cradle of Filth. Astennu a guita ar strollad, skarzhet abalamour d'e live gitar re izel.

Death Cult Armageddon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma vez skignet videoioù o c'hlipoù nevez war MTV2 ha Fuse TV, ar strollad a ziskler n'eus ket a bal kenwerzhel gante, hag e fell dezhe embann o c'hemennadenn. E 2003, Dimmu Borgir a implij e levezon arc'hantel war o label evit enrollañ un albom anvet Death Cult Armageddon. Tammoù eus an albom zo enrollet gant laz-seniñ Praha ha kempennet eo gant elfennoù sonerezh klasel, daoust ma embann Shagrath goude en deus bet diaesterioù gant implij laz-seniñ Praha. Div sizhunvezh labour zo ezhomm da gempenn ar fazioù. War an albomoù a zeu da heul, ar strollad a ziviz chom hep implijout ul laz-seniñ ha leuskel ar c'harg-se da douchennaoueger ar strollad, Mustis, er studio. E 2004 e son Dimmu Borgir en Ozzfest.

E 2005 e ra ar strollad un adenrolladenn eus Stormblåst, gant Hellhammer eus ar strollad Mayhem a son taboulinoù. Gant an albom e teu e-maez ivez un DVD live eus Ozzfest e 2004.

In Sorte Diaboli

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 24 a viz Ebrel 2007 e teu e-maez an albom In Sorte Diaboli. Gant hemañ ivez teu e-maez un embannadur ispisial gant un DVD, komzoù moullet a-dreñv hag ur melezour. An albom gant artwork zo embannet d'ar 14 a viz C'hwvrer er memes bloavezh war ur bajenn internet a ra bruderezh evit an albom. En albom-se e klever Hellhammer deus Mayhem ouzh an taboulinoù, hag a zo aet kuit eus ar strollad e-kreiz sonadegoù 2007, abalamour ma oa gloazet ha ne c'halle ket fiñval mat e zorn kleiz. Gant embannadur an albom-mañ e teu Dimmu Borgir da vezañ ar c'hentañ strollad Black Metal gant ur plas kentañ er charts en o bro orin.

E 2008 e red ar brud e vefe Dimmu Borgir o fardañ un albom nevez. Padal, Shagrath a zislavar kement-se en un atersadenn e-barzh Terrorizer :
"Its all bullshit man. We're not doing a new album. The thing is, we've all been playing with Dimmu Borgir for over a decade now and we just want to do other things for the moment. Right now, I'm preparing for the third Chrome Division album, Galder, Silenoz and Hellhammer are recording their own stuff and Mustis is taking a long break in Dubai with his family."[1],[2]
" N'eo nemet konirioù. Ne reomp ket un albom nevez. Ar pezh 'zo, ni zo holl o c'hoari e-barzh Dimmu Borgir abaoe dek vloaz bremañ ha c'hoant hon eus d'ober traoù all evit ar poent. Bremañ, emaon o prientiñ trede albom Chrome Division, Galder, Silenoz ha Hellhammer a zo oc'h enrollañ o zraoù dezho ha Mustis a gemer un ehan bras e Dubai evit e familh. "

Skarzhadegoù, Albom nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2009 e tiskleir an izili ICS Vortex ha Mustis e kuitaont ar strollad Dimmu Borgir. Mustis a embann ur pennad ma tispleg ennañ emañ e dislavar gant ar strollad, ne oa ket paeet a-walc'h evit ar pezh a skrive evit sonerezh ar strollad hag e c'hallfe sevel klemm[3] Dimmu Borgir a ziskleir ez ofisiel goude-se eo bet skarzhet an daou ezel eus ar strollad war o fajenn ofisiel, en ur lavarout e oant skarzhet evit ur mank a etik labour, ur c'hoari dipitus war al leurenn, pizhoni, ha traoù all evel abegoù personel.[4].

E-barzh ar memes pennad e skriv Shagrath, Silenoz, and Galder :
"Funny then, how the new album is halfway finished written already by the rest of us without any of these guys input, still having all those elements we're known for."[4]
"Fentus eo, an albom a zo hanter-skrivet ganeomp hep unan eus ar baotred all, ha gant an holl draoù dre ma 'z omp anavezet."
Ne'z eus, avat, anv ebet eus an devezh ma teuio er-maez pe eus titl an albom.

Perzh Bloavezh
1993-1995 1995-1996 1996–1997 1997-1998 1999-2000 2000-2004 2004-2005 2005-2007 2007-2008 2008-2009 2009-
Kan Shagrath
Gitar Silenoz
Gitar pennañ Tjodalv Shagrath Astennu Galder
Gitar boud Brynjard Tristan Stian Arnesen ICS Vortex N/A
Taboulinoù Shagrath Tjodalv Nicholas Barker Tony Laureano Hellhammer Tony Laureano Daray
Touchennaoueg Stian Aarstad Shagrath Kimberly Goss Mustis N/A

Izili (dre Album)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Perzh Albom
For All Tid Stormblåst Enthrone Darkness Triumphant Spiritual Black Dimensions Puritanical Euphoric Misanthropia Death Cult Armageddon In Sorte Diaboli
Kan Silenoz Shagrath
Gitar lusk Silenoz
Gitar pennañ Tjodalv Shagrath Astennu Galder
Gitar boud Brynjard Tristan Nagash I.C.S. Vortex
Taboulinoù Shagrath Tjodalv Nicholas Barker Hellhammer
Touchennaoueg Stian Aarstad Mustis

Izili a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Shagrath (Stian Thoresen) – kan(1995-), touchennaoueg (1993–), gitar (1995-1997, 2005 e Stormblast MMV), batri, mouezh a-dreñv (1993-1995), gitar boud (2005 e Stormblast MMV),
  • Silenoz (Sven Atle Kopperud) – gitar (1993–), mouezh a-dreñv (1995–1996, 2005 e Stormblast MMV), mouezh pennañ (1993-1995)
  • Galder (Thomas Rune Andersen) - gitar pennañ (2000–)
  • Daray (Dariusz Brzozowski) - batri (live) (Blackest of the Black 2008, 2009)[5],[6]
  • Brynjard Tristan (Ivar Tristan Lundsten) – gitar boud (1993–1996)
  • Stian Aarstad – touchennaoueg (1993–1997)
  • Nagash (Stian Arnesen) – gitar boud, mouezh boud (1996–1999)
  • Tjodalv (Kenneth Åkesson) – batri (1995–1999), gitar (1993–1995)
  • Astennu (Jamie Stinson) – gitar (1997–2000)
  • Nicholas Barker – batri (1999–2004)
  • Archon - gitar (2000)
  • ICS Vortex (Simen Hestnæs) – mouezh sklaer (1998–2009), gitar boud (1999–2009)[7]
  • Mustis (Øyvind Mustaparta) – touchennaoueg (1998–2009)[7]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.