Deiziadur
Un deiziadur, anvet ivez kalander, a zo ur reizhiad hag a dalvez da aozañ an deizioù a-hed an amzer evit abegoù kevredigezhel, relijiel, armerzhel pe melestradurel. Roet e vez anvioù pe niverennoù da brantadoù amzer, ar re bennañ eo an deizioù, ar sizhunioù, ar mizioù, hag ar bloazioù. An anv a roer d'un deiz resis eo an deiziad. A bep seurt doareoù deiziaduriñ a zo bet en implij a-hed an Istor.
Graet e vez deiziadur ivez eus un taolennadur eus ar reizhiad-se, alies evit ur bloavezh resis, e stumm paper, hag all.
Diwar ar ger deiz e teu ar ger deiziadur, gant an dibenn (i)adur a gaver e meur a c'her (geriadur, yezhadur, bloaziadur...), hag ar ger kalander a zeu-eñ eus al latin calendae, a dalveze d'ober anv eus devezh kentañ bep miz. Adkavet e vez ar ger-se e troiennoù evel: Kalanna, Kala-Mae, Kala-hañv, Kala-goañv...
Ar reizhiadoù deiziaduriñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet:
- Deiziadur juluan
- Deiziadur gregorian
- Deiziadur muzulman
- Deiziadur hebraek
- Deiziadur pers
- Deiziadur keltiek
- Deiziadur hindouek
- Deiziadur broadel India
- Deiziadur japanek
- Deiziadur loarel