Charlottenburg
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/97/Berlin_Charlottenburg-Wilmersdorf_Charlottenburg.png/300px-Berlin_Charlottenburg-Wilmersdorf_Charlottenburg.png)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c6/Berlin_-_Schloss-Charlottenburg.jpg/350px-Berlin_-_Schloss-Charlottenburg.jpg)
Charlottenburg a zo ur c'harter eus Berlin, en arondisamant Charlottenburg-Wilmersdorf. Brudet eo abalamour da Kastell Charlottenburg a zo ennañ. 300 vloaz kêr Charlottenburg a zo bet lidet e 2005.
Charlottenburg a oa unan eus ar seizh kêr distag a voe kendeuzet e Berlin Vras (Groß-Berlin), ha neuze e teuas da vezañ unan eus pastelloù-bro ar gêr-se. Er marevezh ma oa rannet kêr Berlin edo Charlottenburg en tu kornôk.
Da vare adreizhadenn 2001 e voe kendeuzet Charlottenburg gant pastell-vro Wilmersdorf evit aozañ unan eus 12 karter (bezirk) Berlin.
Tiriad Charlottenburg a zo rannet e tri c'harter : Charlottenburg, Charlottenburg-Nord ha Westend.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo anv Charlottenburg diwar anv ar rouanez Sophia Charlotte (1668-1705).