Caeriw
Neuz
Caeriw (saoznekaet e Carew) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreisteiz Sir Benfro. Emañ 7 km er reter da gêr Penfro, e cantref kozh Penfro.
Poblet e oa gant 1 532 a dud e 2011.
Savadurioù ha monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreskiñ a reas ar gêriadenn e-kichen ur c’hastell norman ha ne chom nemet dismantroù anezhañ.
Ur groaz keltiek 4 metr a uhelder, “Croes Caeriw”, zo er gêriadenn, eus an XIvet kantved, e koun ar priñs Maredudd ab Edwin, unan eus priñsed Deheubarth (marvet e 1035).
Ur vilin-vor zo e Caeriw, an hini diwezhañ a c’haller gwelet e Kembre.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kastell Caeriw (en)
- Carew Castle and Tidal Mill (en)